Buhez ar Sent/1912/Yan-Gabriel Perboyre

◄   Nikolas Tolentino Yan-Gabriel Perboyre Gien   ►


Unnekvet devez a viz Gwengolo


An den eürus Yan-Gabriel Perboyre
Misioner ha merzer (1802-1840)



Yan-Gabriel Perboyre, kentan bugel ganet en XIXet kantved a lakas an Iliz war he ôteriou, a deuas er bed en Puech, eskopti Cahors, d’ar 6 a viz genver 1802.

E dad, Per, hag e vamm, Mari Rigal, a oa tud eus ar re vellan. Doue a roas d’eze eiz krouadur ; unan a varvas yaouank ; daou a chomas er bed ; diou eus ar merc’hed a yeas da leanezed en Urz sant Visant a Bol ; ha tri eus ar botred a yeas da veleien en Urz-ze ive.

Da eiz vla, Yan-Gabriel a oe kaset d’ar skol da Vontgesty ; er c’hatekiz, hen a chilaoue ar gwellan ; karet a rê lenn bue ar zent ; ober a rê katekiz d’e vreudeur ha d’e c’hoarezed ; d’ar zul, ar re ne vezent ket bet en oferen-bred a veze digollet gant Yan-Gabrielig, a ouie displegan mat, pa deue d’ar gêr, kement tra a veze bet lavaret er gador : « P’eo gwir e prezegez ken mat, a lavared d’ezan a-wechou, e vezo red d’it mont da veleg ! »


Yan-GabrielPerroye
Yan-GabrielPerroye

Koulskoude, e dad en devoa c’hoant d’hen derc’hel er gêr, abalamour ma oa ar c’hosan ; mes grêt e oe kement warnezan ma lôskas e vab da vont d’ar skolach da Vontauban.

Da driouec’h vla, ec’h eas eus a Vontauban da Bariz, goude bezan lavaret en hent kenavo d’e vamm, he devoa e laket war hent ar velegiach, dre he fedennou, he skoueriou hag he c’henteliou.

Pemp bla goude, d’an 23 a viz gwengolo 1825, e oe beleget. C’houec’h vla goude, e vreur Loeiz a varve war vor, en eur vont d’ar Chin. Adalek neuze, n’en devoa ken c’hoant nemet da gemer e blas ; tri bla e oe lezet da c’houlenn ; erfin, d’an 21 a viz meurz 1835, e c’hallas kemer al lestr en Havr-neve ; d’an 9 a viz gwengolo war-lerc’h, e touare er Chin, ha d’an 10 a viz meurz 1836, en em gave er c’horn douar ma tlee embann ennan hano Jezuz-Krist. Eiz mil leo en devoa grêt.

Deski a reas yez ar vro epad daou vla, hag en miz genver 1838 e oe galvet da vont da brezek ar fe d’ar Hou-Pe. E iliz a oa eus ar re baouran : peder moger hag eun doen blouz ; mes evel a lavare, an iliz-ze he deus eun dra ha n’o deus ket kalz a ilizou brasoc’h ha kaeroc’h ; pe fall pe vat e ve an amzer, eur millierad tud a ve enni bep sul. E wiskamant hag e vevanz a oa henvel ouz re e barousianiz. Lenn a rê alïes « Oberou ar verzerien » d’e gristenien, a c’hallje, de pe de, bezan galvet dirak al lez-varn, ar pez ne zaleas ket evitan.

Sevel a reas, eneb ar veleien, eur brezel c’houezet gant an drouk-spered. Yan-Gabriel a yeas da guz en eur c’hoad, mes unan eus e zanve kristenien a werzas anezan evit tregont pez arc’hant.

Kaset a oe dirak barnerien ar vro, a glaskas ober d’ezan diskuilh hano e gristenien ha kerzet war ar groaz :

— Gwell eo ganin mervel eget nac’h ma c’hreden ! eme ar merzer kalonek. Kristen on, ha deut on er Chin da brezek an Aviel !

— Nac’h a refet ho fe ?

— Birviken ne droïn kein da fe Jezuz-Krist.

— Perak oc’h deut aman ?

— N’eo ket evit dastum arc’hant, enor ha plijadur, mes evit brasan gloar Doue ha silvidigez an eneou.

— Ma ne chenchet ket, ho pezo poaniou bras !

— Ne dôlan ket nemeur a evez ouz ar boan-gorf, rak ne sonjan nemet en silvidigez ma ene.

— Nac’het ho fe ha kerzet war ar groaz !

— Betek ar maro e lavarin ne nac’hin ket ma fe ha ne gerzin ket war ar groaz !

Goude bezan bet pevar miz o vont eus an eil lez-varn d’eben, e oe kondaonet da vezan krouget, en miz genver 1840 ; mes evel ma n’halle ket ar varnedigez-ze kaout galloud ebet ken a vije sinet gant an impalaer, e renkas gedal c’hoaz eiz miz en e brizon.

Erfin, d’an 11 a viz gwengolo, en em gavas kemennadurez an impalaer. Seiz torfetour a oe neuze krouget dirazan, hag epad al labour-ze, Yan-Gabriel a bede, ar pez a zoueze ar baganed.

En em gaout a reas e dro ; staget a oe ouz eur peul gant kerden ; goude bezan hanter-grouget anezan, ar bourreo a lôskas ar gorden, evit ma padje pelloc’h ar boan ; stardan reas eun eil gwech, hag e chômas a-zav adarre ; d’an trede jach, ec’h eas betek ar maro ; evit e beur-achui, unan eus ar zoudarded a dostaas hag a skoas eun tôl gantan en e galon.

Evelse e tremenas, eur gwener, war-dro ter heur goude kreiste.

Yan-Gabriel en devoa roët da Zoue eun testeni eus e garante ; Doue a falvezas gantan rei d’ezan ive eun testeni eus e hini.

Epad e dremenvan, eun niver bras a dud, tud kristen ha tud pagan, pell an eil diouz egile, a welas eur groaz skedus en barr an nenv ; gwelet eo bet er memes heur, er memes ment, hag er memes lec’h eus an nenv, hag ar re o devoa he gwelet a oa, darn aneze, pell an eil diouz egile ; ar burzud-ze a lakas meur a bagan da drei kein d’o idolou.

Raktal goude ar maro, an dorfetourien-all a oa spontus da welet, gant o zeod er-mêz eus o genou, ar gwad o tiveran dioutan, hag o daoulagad war var o fenn ; korf Yan-Gabriel ne oe tamm ebet evelse ; dalc’het en devoa e zremm santel a wechall ; e zaoulagad a oa troet da zellet ouz an douar ; e c’henou a oa serret ; e liou a oa ru-wenn ; ar maro a oa tremenet, mes ne oa ket anat.

Diouz ar parde, ar gristenien, dre laer, a c’hallas kaout korf o merzer, hag a zebelias anezan, gant doujanz, war lein ar mene ru.

Leon XIII, d’an 30 a viz mae 1889, a lakas e hano war roll an dud eürus.

————


BOKED


Ar poaniou a zo ken talvoudus d’an hini a oar o gwelet gant daoulagad ar fe, ma n’eo tamm ebet re ger mont d’o c’hlask, ha pa vefe d’ar penn pellan eus ar bed !

Y.-G. Perboyre.