Buhez ar Sent/1912/Yan Doue

◄   Thomas Yan Doue Franseza   ►


Eizvet devez a viz Meurz


SANT YAN DOUE
Tad ar beorien (1495-1550)



Yan Doue a deuas er bed en Monte-Major, en rouantelez ar Portugal, er bla 1495. E gerent ne oant ket pinvidik, hag o vezan n’o devoa ken mab nemetan, e oa o holl zenzor.

E c’hinivelez, evel hini sant Yan-Vadezour, a skuilhas levenez en kalon eleiz a dud. Dal ma oe gourvezet gant e vamm en e gavel, an ti a deuas da sklerijennan en eun doare souezus, ha kleier ar barouz, aneze o-unan, a yeas en brall, sonet, da gredi eo, gant êl-mirer Yan, a embanne donedigez tad ar beorien.

E vamm a lakas hec’h holl aked da zevel anezan ervat. D’an oad a eiz vla, o vezan klevet eun tremeniad o komz dirakan eus kaerder Madrid, kêr-benn ar Spagn, e savas c’hoant gantan da vont betek eno, hag en em lakas en hent, e-unan, hep lavaret da zen.

Kaer o devoe e dud e glask, n’hen c’havjont mui. E vamm a varvas gant ar rann-galon, hag e dad, goude bezan roët e vadou d’ar beorien, a ’n em reas manac’h en Urz sant Fransez.

Ar pôtr bihan, e keit ze, a gerze gant e hent, magadurez ebet d’ezan nemet an tammouigou bara a veze roët d’ezan, beb an amzer, en aluzen.

Eun devez, ec’h azezas war eur garreg, en Dropeza. Eun tieg pinvidik o tremen, a gemeras anezan da bôtr-saout, dre drue outan. Yan a dremenas e vue en ti an den mat-ze. Da ugent vla, e vestr, o welet e oa barrek diouz pep tra, a lakas anezan en penn e diegez, ha daou vla goude, e kinnigas e verc’h d’ezan en dimezi. Yan, keun d’ezan bepred d’e vank kentan, a gredas e oa re vrao an dra-ze dioutan hag a dec’has adarre.

Neuze ec’h eas da zoudard, en arme Charlez V, hag e stourmas en meur a vrezel. Daoust d’ar skoueriou fall a wele endro d’ezan, e chomas war an hent mat, eur pennad, mes tamm ha tamm e risklas hag e kouezas en droug.

Eur gwall-dôl a zigoras d’ezan e zaoulagad. Eun devez ma oa o vont da gerc’hat boued loened, e kouezas diwar e varc’h hag en em c’hlazas, hag e oe dare d’ezan bezan tizet gant an enebourien.

En em erbedi a reas ouz ar Werc’hez, a ’n em ziskouezas d’ezan : « Yan, emezi, ne lavarez mui da Rozera ; ze zo kiriek d’an dra-man da vezan c’hoarvezet. »

Yan, hepdale, o welet pegen danjurus oa bezan dindan an armou, evit an ene kouls hag evit ar c’horf, a zizroas d’e vro, en esper gwelet e dud. Tremenet oant, pell a oa. Neuze en em reas marc’hadour-baleer, hag e rede ar vro o werzan tôlennou ha levriou santel.

Er bla 1540, e reas lizer-marc’had eus eun ti, en Grenad, hag eno e roë digemer d’ar glanvourien paour hag e plêe gante gant eun evez hag a oa souezus. Kristenien madelezus a c’hoantaas rei dorn d’ezan, hag evelse e tiazezas Urz ar Garante, a zalc’h, en amzer-man, man nemet en Frans, daou-ugent hospital gant pevar mil glanvour bennak enne.

Dal ma teue ar beorien d’e di, Yan a walc’he d’eze o zreid, o lake en o gweleou hag a louzaoue d’eze o gouliou. Goude-ze, ec’h ee en kêr, da gestal ar pez a vije red evit o gwiskan hag o bevan.

Ar garante an evoa evit e beorien a lake anezan da vezan ijinus. Eun devez, en kreiz ar leur-gêr, en em lakas da huchal muian m’halle :

« Gret vad d’ac’h hoc’h-unan, ôtrone ! Gret vad d’ac’h hoc’h-unan ! »

An holl a gomprenas e brezegen hag a roas d’ezan gant largente.

E garante evit e beorien a ’n em ziskouezas, dreist-oll, pa grogas an tân-gwall en e hospital. Yan a ’n em dôlas en ti, a redas eus an eil kambr d’eben, a zougas ar glanvourien er-mêz, an eil goude egile ; a stlapas an arrebeuri dre ar prenestr. En eun tol, ar moged hag an tan a ra an dro d’ezan : grêt eo gantan. Dre gêr e red ar vrud eo devet, mes eur pennad goude, e weler an den santel o tont eus a greiz an tan bras. E valven hepken a oa rostet, en testeni eus ar burzud grêt en e genver gant an Otrou Doue.

Ar vad a rê da gorfou ha da eneou e glanvourien ne re ket kalz a blijadur da Zatan, a glaskas alïes e douelli, e spontan hag e wapât. Eur wech, dindan furm eur paour, e c’houlennas outan an aluzen : « Ya ! eme Yan, bezan az pezo, pa c’houlenni en han’ Doue. »

Neuze, an drouk-spered a darc’haoas gantan eun tol ken pounner, ma reas d’ezan mont a-drenv ; n’eus forz, trec’het e oa !

Eur wech-all e kavas war an hent eur c’hlanvour dinerz. Samman a reas anezan war e ziskoa, da zigas d’an hospital. Lakat a reas anezan war eur gwele, hag e walc’has d’ezan e dreid. Mes pa oa o vont da bokat d’eze, e welas e oant toullet, evel re Hon Zalver, hag ec’h anavezas, diouz an dra-ze, en devoa douget an Otrou Doue e-unan.

— Yan, eme Jezuz, kement a rez d’ar beorien a zo grêt d’in ma-unan ; o gouliou eo ma re, ha ma zreid ma-unan eo a walc’hez, pa rez an aluzen-ze d’ar paour.

Dal m’an evoe lavaret ar ger-ze, Jezuz a bignas adarre en nenv.

Goude bezan labouret evelse, epad dek vla, war-dro an dud klanv, e kouezas klanv d’e dro. Arc’heskob Grenad a roas d’ezan e zakramanchou. En noz war-lerc’h, e savas eur wech-all c’hoaz, eus e wele ; en em dôl a reas d’an daoulin da vriata kroaz Hon Zalver binniget, hag o vezan lavaret ar gomz-man : « Jezuz ! Jezuz ! etre ho taouarn e c’hourc’hemennan ma ene ! » e varvas en pok an Otrou, d’an eiz a viz meurz 1550, en e bempvet bla ha hanter-kant.

Leon XIII an eus e hanvet da batron an hospitaliou hag ar glanvourien zo enne, ha gourc’hemennet an eus laket e hano en Litaniou an tremenvan.

————


KENTEL


Bezomp tud a galon


Jezuz-Krist, pa deuas war an douar-man, ne ziskouezas ket e c’hloar ; ne ziskouezas ket e ouiziegez ; ne ziskouezas nemet e vadelez : « Deut holl davedon-me, emezan, ha me ho tiboanio ; » hag an eus digemeret an holl, ar re vras, ar vugaligou, ar beorien, ar bec’herien, ar re a ve re ane en pep lec’h.

N’an eus klasket nemet eun dra : bezan karet ; n’an eus gourc’hemennet nemet eun dra : karet. « En em garet an eil egile. »

Arabad d’e ziskibien peurzistagan ar bennduen hanter-dorret, na mougan ar voucheden a deu moged diouti c’hoaz.

Jezuz-Krist a zo bet, dreist-oll, madelezus. Ar vadelez eo ar pez a glasker ive, dreist pep tra, en e ziskibien. Pardoni a rêr d’eun den ha n’an eus ket a spered ; kammed d’eun den ha n’an eus ket a galon. Ar spered a zo diêsoc’h da lemman evit ar galon da domman.

Ar gerent a dle kustumi o bugale da vezan mat : mat en kenver al loened, mat en kenver ar beorien, mat en kenver ar re goz, mal en kenver ar re-all eus o oad ; deski d’eze rannan, deski d’eze ’n em dremen ; deski d’eze bevan.