Buhez ar Sent/1912/Yan ha Pôl

◄   Salaün Yan ha Pôl Irene   ►


C’houec’hvet devez warn-ugent a Vezeven


Sant Yan ha Sant Pôl
Merzerien (***-362)



Yan ha Pôl a oa daou vreur, ginidik eus a Rom hag a oa o serviji en ti ar brinsez Konstanz, merc’h an impalaer Konstantin, eur gristenez eus ar re wellan. Pa deuas o mestrez da vervel, o vezan n’he devoa bet nemet d’en em veuli aneze, e lôskas gante he holl feadra.

Au daou vreur a ouezas lakat ar madou-ze da dalvezout, rak rannan rênt aneze war hanter etre ar beorien hag i.

Pa bignas an impalaer Julian war an trôn, e lakas goulenn oute dont da zerviji en e lez, evel m’oant bet en amzer Konstantin hag e vugale ; mes i a respontas ne oant tamm jalet da vont da zerviji gant eun nac’her-e-Zoue evel Julian, en devoa troet kein da Jezuz-Krist, hen badezet, evit heuilh relijion ar baganed.

An impalaer, kounnaret o klevet ar respont-se, a reas kemenn d’eze o doa dek devez d’ober o zonj, ha d’an dekvet, nemet roët o dije o ger da ginnig ezans d’an doueou ha da vont dindannan, e tleent bezan laket d’ar maro.

Yan ha Pôl, epad an deveziou-ze, a roas kement o devoa d’ar beorien, evit ma vijent skanvoc’h da nijal etrezek an Otrou Doue, ha m’o dije mignoned da rei an dorn d’eze da bignal war dreujou ar baradoz.

D’an dekvet devez, Terensian, unan eus ofiserien vrasan al lez, a yeas d’o c’haout, skeuden an doue Jupiter gantan, hag a c’hourc’hemennas d’eze, en hano an impalaer, plegan o glin diraki ; anez, emezan, e oa ar maro war o zeuliou.

An daou vreur a oa o pedi, hag a lavaras ec’h adorent Doue a deod hag a spered, ha n’o devoa aon ebet rak ar maro.

Terensian, gant aon n’en em zavje ar bobl en e eneb, ma vijent lazet a-well d’an holl, o dibennas raktal en o zi, d’ar 26 a vezeven 362, hag a roas urz d’o sebelian didrousan ma c’helljed. Brudet a oe, zoken, e oant kaset d’an harlu ; mes an drouk-sperejou a ziskuilhas ar wirione, rak mab Terensian, perc’hennet e gorf gant an diaoul, a oe pareet e-tal be ar verzerien. Goude ar mirakl-ze, Terensian hag e vab a gredas en Jezuz-Krist hag a c’houlennas ar vadeziant ; war a leverer, i eo a skrivas bue ha merzerenti an daou vreur.

————


KENTEL


Ali d’or zervijerien


Spered an den a zo ken skanv ma teu a nebeudou, ha hep gouzout d’ezan, kouls lavaret, da gemer plegiou ha doareou ar re ma vev gante.

Evelse, e weler tud vat ha, pa gouezont en eur barouz digristen, a ’n em goll, ha tud fall ha, pa gouezont en eur barouz kristen, a deu da wellât.

C’houi eta hag a renk mont eus ar gêr da c’honid ho para, tôlet evez en ti biou en em gaout.

Abarz lammat, gouve pelec’h,
Gant aon da derri penn pe vrec’h.

Klasket, dreist pep tra, eun ti kristen ; n’eo ket an arc’hant a ra an eürusted, ar relijion an hini eo.