Buhez ar Sent/1913/Berc’hed

◄   Serj ha Bakus Berc'hed Denis   ►



ann eizved devez a viz here


SANTEZ BERC’HED, INTANVEZ
————



Ar zantez-ma a ioa ganet er Sueed a dud a lignez huel, hag a oue devot evel eunn eal azalek he bugaleach. Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa glevaz diskleria ar Basion, hag ann histor truezuz-se a skoaz eunn taol ker pounner enn he c’haloun ma tiroliaz da lenva. Enn noz varlerc’h, hor Zalver en em ziskouezaz dirazhi he gorf leun-c’hoad, egiz pa vijet bet o paouff he staga ouz ar groaz. « — O va Doue, emezhi kerkent, piou eta en deuz great kement all d’ehoc’h ? » Ha Jezuz a respountaz : « — Ar re a ra fae var va gourc’hemennou. » Divar neuze ne c’helle mui sonjal e passion hor Zalver heb skuill eur mor a zaelou.

Pa oue enn oad da fortunia, Berc’hed a zimezaz da Vulfon, prins a Nerisii, evit senti ouz he zad ; rak hi a vije bet guell ganthi chom bepred guerc’hez. Doue a roaz d’ezhi eiz krouadur, pevar mab ha peder merc’h. Daou anezho a varvaz ez-vihanik, hag ar c’houec’h all a greske bepred e furnez dre ma kreskent enn oad ; rak ho mamm ne esperne netra evit ho c’helenn ervad hag ho hencha da vont d’ar baradoz.

Ar Zantez ne espernaz netra ken nebeut evit dougen he fried d’ann oberiou a zevosion. Boaza a eure anezhan da lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez, ha mont a rejont ho daou da bardouna da Zant-Jakez a Gompostel e Spagn asambles gant ho bugale. Kalz poan o devoue epad ar veach-se, hag enn eur zont ac’hano Vulfon a gouezaz goall glanv e kear Arras e Frans. Mes parea a reaz dre c’hras Doue, ha pa oue distro d’ar Sueed, ec’h en em dennaz enn eur gouent gant asant Berc’hed.

Hogen, mervel a eure eno evel eur zant abarz bloaz goude, ha Berc’hed, deuet da veza intanvez, a rannaz he danvez etre he bugale evit en em rei holl d’ann oberiou a binijenn. Guiska a reaz dillad paour ha dister, ha n’e devoa ket a vez o tibri gant ar beorien enn hospitaliou pe var ar ru ; avechou zoken ez ea da glask ann aluzenn asambles gantho. Tud ar bed a gave abeg ennhi hag a c’hoarze divar he c’houst ; mes hi ne rea van evit kement-se ; rak n’e devoa ken ioul nemed da blijout da Zoue.

Epad ann deiz e tremene kalz amzer dirak ar Zakramant, meulet ra vezo, ha dioc’h ann noz e chome c’hoaz pell hag hirr da bedi enn he chambr. N’e devoa evit guele nemed eur pallenn ledet var ar pave pe var ar zolier, hag enn dro d’he c’horf e touge bepred eur zae reun. Erfin, iun a rea peder guech er zizun, ha da verner, divar bara ha dour.

Araok diskregi euz he danvez, Berc’hed e doa savet e Vastein eunn Urs nevez a leanezed hag a zo anavezet dindan ann hano a Leanezed Sant-Salver. Goulskoude ne gemeraz ket he-unan sae ann Urs-se abalamour ma oue lavaret d’ezhi gant Doue mont da bardouna da Rom ha da Jerusalem. En em lakaat a eure raktal enn hent asambles gant santez Katell, ar iaouanka euz he bugale, hag epad eur veach ken hirr ha ken tenn e kendalc’haz da veva evel a rea diagent.

Enn eur erruout e Rom evit ann eil guech, goude beza bet oc’h ober he zro e Jerusalem, ar Zantez a jomaz klanv eno epad bloaz dioc’htu, ha mervel a reaz erfin leun a veritou d’ann 23 a viz gouere euz ar bloaz 1373, oajet a eur bloaz ha tri-ugent. He c’horf a oue kaset goudeze da gouent Vastein er Sueed.

Doue en deuz diskleriet da zantez Berc’hed, epad he buez, eur maread traou kuzet. Ann traou-ze a zo bet lakeat dre skrid gant ar Zantez, hag ar skrid-ma a zo bet lennet piz meur a vech, ha pouezet peb ger anezhan gant kardinaled ha tud all, heb na ve bet kavet ennhan netra kounlrol d’ar feiz ha d’ar relijion.


KENTELIOU SANTEZ BERC’HED

Da genta. — N’e ket eur zin vad beva heb eur boan, eunn anken pe eunn dentasion bennag, p’e guir Jezuz-Krist en deuz lavaret : « — Ann nep ne zoug ket he groaz bemdez n’e ket din ac’hanon-me. »

D’ann eil. — Ar bedenn a galoun eo magadurez ann ene, ha dreizhi evel dre eur c’han e skuill Doue varnomp ar gliz euz he drugarez.

D’ann trede. — Ne zilezit ket ar bedenn a galoun, ha pa ne gavfac’h saour ebed ganthi ; mes chomit ato dirak Doue, hag ho polontez vad a zalc’ho leac’h d’ehoc’h a bedenn.

D’ar pevare. — Ann nep a gouez aliez enn eur faot bennag dre zempladurez ne dle ket dizesperi evit kement-se, mes en em humilia : ann ourgouill a ra d’ann den fallgalouni, mes ann humilite a ro eunn nerz nevez d’he galoun.