Buhez ar Sent/1913/Denis

◄   Berc’hed Denis Fransez Borjia   ►



ann naved devez a viz here


SANT DENIS, ESKOP HA HERZER
————



Denis a ioa eur paian euz ar re habila euz he amzer, hag unan euz ar pennou braz euz a gear Atheenn er Gres. Kounta a reer e remerkaz ar fallaenn mirakuluz a oue var ann heol enn deiz ma varvaz hor Zalver var ar groaz, ha raktal e lavaraz : « — Euz a zaou unan : pe vestr ar bed a zo beac’h varnhan, pe ar bed he-unan a zo distreset. »

Ann abostol sant Taol o veza eat da Atheenn da brezeg ann Aviel, Denis a oue gounezet d’ar feiz gant ar re genta, ha prest goude e oue sakret eskop. Neuze e labouraz d’he dro da skleraat sperejou ar re ne anaient ket c’hoaz ar guir Doue, hag he gomzou a zougaz kement a frouez ma kreske bemdez niver ar gristenien e Atheenn.

Etre daou, e oue galvet da Jerusalem, asambles gant ann Ebestel ha diskibien all hor Zalver, evit beza test euz a varo ar Verc’hez, ha bez’ en devoue ann eur da erruout abred aoualc’h evit kement-se. Rak he-unan e verk d’eomp enn he skridou edo var al leac’h pa zispartiaz ene Mari diouz he c’horf, pa oue enterret he c’horf, hag ive pa oue kavet he bez goullou a benn tri devez goude.

O veza distroet da Atheenn, Denis a lakeaz henvel eunn eskop all enn he blas, ha goudeze e teuaz da Rom da gaout ar pab sant Klemant. Ar pab-ma hen digasaz e Frans gant ar belek Rustikus hag Eleutheer, avieler. Ann tri misioner a reaz da genta eur bale enn Allemagn, hag ac’hano e skojont da Baris. Hogen, tud Paris a ioa holl paianed d’ann ampoent ; mes Denis a brezegaz d’ezho gant kement a nerz ma lakeaz dioc’htu eur maread da zigeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz ha da c’houlenn ar vadiziant.

Beleien ann doueou faoz a ieaz enn egar o velet ann dra-ze, hag ar Zant a oue diskuillet d’ar gouarner Fesennin. Hema a roaz urs raktal d’he deuler er prizoun gant he zaou goumpagnoun, ha d’ho skourjeza ho zri betek ar goad. Goudeze e lavaraz astenn Denis var eur c’hrill houarn hag a ioa glaou beo dindanhi, evit ma vije rostet he gorf a nebeudou. Mes ar glaou beo ne rejont droug ebed d’ezhan.

Neuze ar gouarner her c’houndaonaz da veza draillet ha debret gant al loaned gouez ; mes Denis a reaz sin ar groaz var ar loaned-se, ha kerkent e teujont da c’hourvez eharz he dreid heb ober drouk ebed d’ezhan ken nebeut. Enn despet d’ar burzud nevez-ma, Fesennin a ordrenaz stleper ar Zant enn eur forn raz evit ma vije devet ez-veo ; mes Denis en em gavaz eno evel ann tri den iaouank e fournez Babilon : ar flammou tan en em jenchaz evithan enn eunn ezennik fresk ha dudiuz.

Abarz ar fin ar gouarner her c’houndaonaz da veza dibennet asambles gant Rustikus hag Eleutheer. Kaset e ouent ho zri var eur menez a ioa e kichen Paris, hag eno e oue trouc’het ho gouzoug a daoliou bouc’hal. Ar menez-se a zo bet hanvet a-c’houdevez Monmartr, da lavaret eo, Menez ar verzerien, ha varnhan eo e saver hirio eunn iliz gaer enn henor d’ar Galoun-Zakr.

Var a gounter, sant Denis a zougaz he benn etre he zaouarn varnhed diou leo ac’hano, betek eur bourg hag a zo deuet abaoue da veza eur gear hanvet Sant-Denis. Eno e oue enterret, ha var he vez e oue savet divezatoc’h eunn iliz el leac’h ma veze enterret guech all rouaned Frans hag ar brinsezed pe brinsezed euz ho lignez.

Merzerenti sant Denis a erruaz e tro ar bloaz 117, epad m’edo a ren he vloaz ha kant. Ar zant-ma en deuz skrivet levriou hag a zo brudet meurbet etouez ann dud habil euz ann Iliz.


SONJIT ERVAD

Evel Fransizien, e tleomp beza anaoudek-braz e kenver sant Denis p’e guir eo unan euz ar re genta o deuz digaset sklerijenn ar feiz e Frans dre ho frezegennou hag ho labouriou abostolik. Henoromp-hen eta ha roomp meuleudi d’ezhan da zeiz he c’houel ; mes poaniomp dreist peb tra da gerzet bepred var he roudou enn eur veva hervez lezennou ann Aviel, ha nann hervez lezennou pe genteliou ar bed.