Buhez ar Sent/1913/Bertin

◄   Lorans Justinian Bertin Ren   ►



ar c’houec’hved devez a viz guengolo


SANT BERTIN, ABAD
————
(Gouel ar zant-ma a errue deac’h)



Bertin a ioa ganet e kear Konstans er Suis, hag a zeskaz a-vihanik karet ar vertuz ha disprijout ar bed. Iaouank-flamm oa c’hoaz pa’z eaz da gouent Lukseuill asambles gant daou vignoun hag a ioa ho hano Mommolin hag Ebertram. C’hoant en doa da gerzet var roudou sant Omer, he genderv, a ioa eat di enn he raok.

Er gouent-se e reat skol d’ann ampoent var gement tra a zell oc’h ar relijion, hag heb dale Bertin hag he zaou vignoun a deuaz da veza habil-braz var ar skianchou sakr, evel ma’z oa dija sant Omer. Mes aketuz oant ive da zantifia ho studi dre ar bedenn ; rak ne glaskent nemed plijout da Zoue e peb tra.

Etre daou, sant Omer a oue hanvet da eskop e Terouann, hag a benn daou vloaz goude, abad Lukseuill a gasaz d’ezhan Bertin, Mommolin hag Ebertram, evit he zikour da c’hounit tud ar vro-ze da feiz Jezuz-Krist. Guir eo, ann Aviel a ioa bet prezeget eno guech all ; mes ann anaoudegez anezhan n’oa ket eat doun er sperejou, ha tost kant vloaz a ioa m’oa ankounac’heat.

Ne c’houfe den lavaret pegement a boan o devoue ann tri visioner o lakaat eur bobl, hag a ioa hanter-c’houez, da zilezel servich he idolou ha da guitaat he vuez fall. Goulskoude Doue a vennigaz ho labour, ha bez’o devoue erfin ann eur da zastum eunn eost puill a eneou enn eur vro ha n’oa ket doareet da zougen kalz a frouez.

Bertin hag he zaou goumpagnoun a zavaz eur gouent evitho var eur menez, ha Mommolin a oue lakeat da zuperior abalamour m’oa ar c’hosa. Mes, a benn nebeut bloaveziou, ar gouent-se ne oa mui braz aoualc’h evit loja ar re a deue da c’houlenn beza resevet ennhi. Savet e oue eta eur gouent all, eul leo ac’hano, enn eur plas hanvet Sithieu, ha Bertin a oue choazet evit beza superior ar gouent nevez-ma.

Heb dale e oue guelet eno kant hanter-kant manac’h, ha betek daou c’hant zoken. Bertin a zalc’he eunn urs kaer enn ho zouez ; mes ive bez’ez oa he-unan evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Miret a reant a boent da boent ar reolenn a vuez roet gant sant Kolomban d’he ziskibien. Ne zebrent nemed bara ha louzeier glaz, pe griziou poazet enn dour, ha ne event morse a vin.

Rannet oant e meur a rumm evit gellout kana noz-deiz meuleudiou ann Aotrou Doue, ha peb rumm a iea d’he dro d’ann iliz evit ann dra-ze. Ar re all a veze o labourat ; mes enn eur labourat ne ehanent ket da bedi ken nebeut. Goulskoude ho labour a ioa tenn meurbed, hag eunn eston eo sonjal er basianted o deuz renket da gaout evit ober douar mad euz ar guerniou hag euz ann toullou-lagenn a ioa kent var dro Sithieu.

Goude beza gouarnet ar gouent-se epad seiz vloaz hag hanter-kant, sant Bertin a roaz ann dilez euz he garg, hag a lakeaz eunn all da abad enn he blas. Divar neuze e tremene he holl amzer enn eur chapelik en doa savet enn henor d’ar Verc’hez e kichen ar vered. O c’houzout erfin e tostea he heur diveza, ec’h asamblaz he venac’h enn dro d’ezhan, ha goude beza lavaret d’ezho chom el leac’h ma edont ha kendelc’her da zervicha Doue evel a reant, e varvaz e peoc’h d’ann 9 a viz guengolo euz ar bloaz 709, oajet a ouspenn kant vloaz.


SONJIT ERVAD

Ann holl n’int ket galvet gant Doue da guitaat ar bed ha da vont d’ar gouent ; mes ann holl a dle labourat d’en em zantifia ha da zavetei ho ene, enn eur ren, peb hini enn he stad, eur vuez e guirionez kristen. Hag evelse eo a rit-hu ? Ha poania a rit-hu e guirionez da drec’hi hoc’h ioulou fall ha da bellaat dioc’h ar pec’hed ha dioc’h kement tra a zoug d’ar pec’hed ? Ma ne rit ket, n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, ha ma n’emaoc’h ket var hent ar baradoz, diouallit !... Ann hent all eo hent ann ifern ; rak n’euz nemed daou hent evit ann den er bed-ma. Hervez ann hini o pezo heuliet epad ho puez c’hui a gavo, d’hoc’h heur diveza, euruzdet pe boaniou nag a bado da viken.