Buhez ar Sent/1913/Lorans Justinian

◄   Roza a Viterb Lorans Justinian Bertin   ►



ar pemped devez a viz guengolo


SANT LORANS JUSTINIAN, ESKOP
————


Lorans a ioa ganet e Veniz a dud a lignez huel, hag a ziskouezaz enn he vugaleach eur furnez dreist he oad. Pa oue deuet da baotr iaouank, e savaz c’hoant ganthan da guitaat ar bed, hag, evit guelet hag hen a c’hellje en em ober dioc’h ar vuez pinijennuz a rene ar venac’h er c’houenchou, ec’h en em voazaz da gousket ato var ar plench pe var ann douar noaz.

Goulskoude he vamm e devoa kavet eur fortun gaer evithan. Ar Zant a jomaz eunn tammik da varc’hata : mes abarz ar fin e lavaraz, enn eur zellet ouz he grusifi : « — Ennhoc’h-hu, o va Doue, ema va holl esperans, » ha prest goude ez eaz da c’houlenn beza resevet enn eur gouent hag a ioa eur c’hart leo bennag dioc’h kear.

Divar neuze ne falvezaz d’ezhan mui kemeret plijadur ebed var an douar. Evelse, ne lakea morse he dreid e chardin ar gouent, ha ne zistroaz ken da di he dud nemed p’ edo he vamm var he zremenvan. Ne zebre nemed evit delc’her he gorf enn he za, ha ne eve morse netra etre he brejou. Pa veze lavaret d’ezhan eva eunn dra bennag var digarez ma veze tomm ann amzer, pe var digarez ma veze skuiz, Lorans a respounte : « — Ma ne c’hellomp ket gouzanv ar zec’hed, penaoz e c’hellimp-ni gouzanv tan ar purkator ? »

He zentidigez, he zousder, ha dreist holl he humilite, a ioa par d’he spered a binijenn ma n’oant ket treac’h zoken. Klask a rea bepred al labouriou distera, hag he blijadur oa mont da gesta dre ar ruiou a ioa muia darempredet e Veniz, enn esper e vije great goab anezhan gant unan bennag. Evit maga ann holl vertuziou-ze enn he ene, ne ehane da bedi, hag a greiz he bedenn e veze aliez douget a spered betek ann env.

Ar pab Eujeen IV o veza he joazet evit beza eskop enn he vro, ar Zant a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit pellaat ar garg-se diouthan ; mes senti a renkaz erfin. Hogen, eur vech eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva. He arrebeuri, he vele, he voued a oue ato ken dister ha biskoaz.

Ne felle d’ezhan kaout var he dro nemed eunn nebeut servicherien, abalamour, emezhan, m’en doa kalz bugale, da lavaret eo, kalz peorien da vaga. N’euz fors piou a iea d’he c’houlenn a veze digemeret gant karantez, ha pourvei a rea da ezommou ann holl evel eunn tad leun a vadelez.

Pa n’en deveze mui a arc’hant he-unan, ec’h ampreste evit ober aluzenn. Var he Zalver Jezuz e kounte, emezhan, evit paea he zle. Hag, evit guir, Providans Doue a zigasaz arc’hant d’ezhan meur a vech euz al leac’h n’edo ket o c’hortoz ha d’ar mare ma sonje nebeuta.

Sant Lorans a zavaz eur maread kouenchou evit ar merc’hed enn he eskopti. Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa diarbenn ann dizursiou, ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet ken etouez ann dud fidel, ken etouez ann dud a iliz. Ne espernaz evit kement-se nag he boan, nag he amzer, hag evelse e veritaz beza hanvet Gloar ann Eskibien gant ar pab Eujeen IV.

Eur blavez, epad m-edo oc’h offerenna da noz ar pelgent, en devoue ann eur da velet Jezuz-Krist dindan furm eur bugel hag a ioa koant evel ann deiz. Doue a roaz d’ezhan ive ann donezoun a viraklou, ha dre he bedennou hebken e paree ar re glanv, ha e lakea ann drouk-spered da gemeret ann teac’h.

Erfin e kouezaz klanv he unan, hag he zervicherien o doa c’hoant da ober d’ezhan chench guele ; rak gouzout a reant e kouske ato var ar c’halet. Mes ar Zant a respountaz : « — Petra, emezhan, va Zalver a zo maro var ar groaz, hag eur pec’her eveldon-me a varvfe var ar plun ! »

Oc’h ho guelet o vouela enn dro d’ezhan, e lavaraz d’ezho adarre : « — Ar c’haera deiz euz va buez ne dle beza evit den eunn devez a ganv. » Goudeze e lavaraz c’hoaz, enn eur drei he zaoulagad etrezek ann env : « — Mont a rann davedhoc’h, o va Jezuz, » ha kerkent e tremenaz e peoc’h d’ann 8 a viz genver euz ar bloaz 1455, oajet a drizek vloaz ha tri-ugent. He gorf a oue lezet daou viz heb he enterri, hag epad ann amzer-ze e chomaz bepred ker fresk ha pa vije beo. He c’houel a vez great d’ar bemp a viz guengolo abalamour ma oue sakret eskop da genver ann deiz-ma.


SONJIT ERVAD

Lorans Justinian a ziskouezaz enn he vugaleach eur furnez dreist he oad, ha goudeze e oue eur manac’h hag eunn eskop santel. Eur blantenn iaouank, hag hi ehun, a ia ato var vellaat eur vech m’e deuz great he griziou. Er c’hountrol, eur vezenn hag a zo bet lezet da gemeret eur pleg fall a viro ar pleg-se keit ha ma pado. Kentel gaer evit ar vugale, ha kentel gaer ive evit ann tadou hag ar mammou ! Ar vugale a dle kemeret abred eur pleg mad, hag ho zud a dle hen rei d’ezho, ha pa ve red poania kalz evit kement-se.