Buhez ar Sent/1913/Bibiana

◄   Tugdual Bibiana Fransez Zavier   ►



ann eil devez a viz kerzu


SANTEZ BIBIANA, GUERC'HEZ HA MERZEREZ
————


Ar paian Apronian, mignoun braz d’ann impalaer Julian, o veza bet hanvet da brefet e Rom gant ann impalaer-ma, a gollaz eul lagad enn eur vont di. Raktal e kredaz ne oa erruet ann dra-ze ganthan nemed dre eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag e troaz he gounnar ouz ar gristenien ; rak ar re-ma a gemere holl evit majisianed pe zorserien abalamour d’ar miraklou a reant. Bibiana a zo unan euz ar re a c’houzanvaz ar verzerenti dre he urs.

Ar zantez-ma a ioa ganet e Rom, hag e devoa evit tad ha mamm daou zen a feiz hag a zoujans Doue, ho hano Flavian ha Dafroza. Flavian a ioa bet prefet araok Apronian ; mes torret oa bet euz he garg abalamour ne felle ket d’ezhan nac’h he feiz, ha goudeze oa bet harluet enn Toskaan el leac’h m’oa marvet gant ann dienez.

Goude maro he fried, Dafroza a oue dalc’het eur pennad evel prizounierez enn he zi, asambles gant Bibiana hag eur verc’h all e devoa hag a ioa he hano Demetrii. Sonj Apronian oa, da genta, ho lezel eno ho zeir da vervel gant ann naoun. Mes abarz ar fin e reaz kerc’hat ar vamm hag he c’has er meaz euz a gear da zibenna.

Neuze Bibiana hag he c'hoar a oue tennet ive euz ho zi ha taolet enn eur prizoun striz ha tenval. Kement munud mad o doa a ioa bet lamet digantho nemed ho dillad, hag ar prefet a zifennaz rei netra d’ezho da zibri na da eva. Mes, ann Doue a ro he damm d’al labousik ha d’ann distera euz he grouadurien ne ankounac’heaz ket ken nebeut ann diou vinorez geaz ; ho maga a eure enn eur feson mirakuluz, ha pa ouent galvet dirak Apronian, hema a jomaz mantret o velet oant ker brao livet ha biskoaz ha ne oa chenchamant ebed ennho.

Goulskoude ar prefet ne anavezaz ket dorn Doue enn eunn dra hag a gave he-unan ker burzuduz. Er c’hountrol eo : implija a reaz he holl ijin hag he holl finesa evit lakaat ann diou c’hoar da adori ann idolou. « — Mar kirit senti ouzinn, emezhan, e vezo roet d'ehoc'h, enn dro ann danvez a zo bet lamet diganehoc’h, ha goudeze peb hini ac’hanhoc’h a c’hello ober eur fortun gaer. Ma ne zentit ket avad, n’oc’h euz da c’hortoz nemed ann taoliou fouet hag erfin ann taoliou bouc’hal. »

Mes Bibiana ha Demetrii ne rejont van evit klevet Apronian, hag ho diou asambles e respountchont dioc’htu oant prest da c’houzanv mil maro kentoc’h eget nac’h ho feiz. Hogen, enn eur gomz evelse, Demetrii a gouezaz maro-mik eharz treid ar prefed : Kredabl, ann Aotrou Doue a zigasaz d’ezhi ar maro trum-ze gant aoun na vije deuet he c’haloun da vankout divezatoc’h pa vije en em gavet dirak ar vourrevien.

Setu eta Bibiana chomet he-unan varlerc’h he zad hag he mamm, ha varlerc’h he c’hoar. Neuze Apronian a zonjaz lakaat anezhi etre daouarn eur vaouez fall ha fallakr da velet hag houma a c’hellje he gounit. Evit guir, ar vaouez-se ne espernaz netra, na komzou flour, na promesaou kaer, na gourdrouzou, na taoliou zoken, evit deseo ha touella ar gristenez iaouank ; mes koll a reaz he foan hag he amzer, ha Bibiana a oue bepred treac’h d’ezhi.

Ar prefet a ieaz enn egar pa glevaz ann dra-ma, ha raktal e roaz urs da ziviska ar Zantez enn noaz, ha d’he skourjeza gant fouetou ploumm keit ha ma chomje ennhi eur c’houezadenn vuez. P’e devoue ar verzerez kalounek laosket he huanad diveza, he c’horf a oue stlapet d’ar chas da zibri ; mes ar chas ne gredchont ket tostaat outhan, hag a benn daou zevez goude eur belek santel hen enterraz enn noz e kichen bez Dafroza ha bez Demetrii. Divezatoc’h e oue savet er plas-se eunn iliz enn henor da Zantez Bibiana, hag enn iliz-ma e virer c’hoaz he relegou ha re he mamm hag he c’hoar. He merzerenti erruaz er bloaz 363 goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Beza tentet gant ann dud, evel ma oue tentet santez Bibiana gant ar prefet Apronian ha gant ar vaouez fall ma oue lakeat etre he daouarn, a zo aliez danjerusoc’h eget beza tentet gant ann drouk-spered. Ann nep piou bennag eta a ve poulzet pe aliet da ober traou kountrol d’ar relijion pe d’ar vertuz gant tud hag o deuz eur c’halloud bennag varnhan pe gant tud hag a zo red d’ezhan beva enn ho c’houmpagnunez, hennez en deuz muioc'h a ezomm eged ar re all da veza ato var evez, da zifiziout bepred anezhan he-unan, da bedi Doue hag ar Verc’hez ha da dostaat aliez ouz ar zakramanchou. Evelse e c’hello gounit ar viktor var ann dentasion ; mes, a hent all, eo sur da goueza buhan el lasou a stegner dirazhan.