ugdual, leshanvet Pabu, da lavaret eo Tad, a ioa mab
da Hoel I, roue Breiz. Mes e Bro-Zaoz eo e c’hanaz
abalamour he dad hag he vamm a ioa eat di evit tec’het
araok armeou Klovis, roue Frans. Ne oa c’hoaz nemed
eur c’hrouadur pa oue lakeat er skol gant sant Ildut,
hag heb dale e teuaz da veza habil-braz. Mes he vertuz
a ioa c’hoaz treac'h d'he zeskadurez ; rak n’en doa ken
sonj na ken ioul nemed da blijout da Zoue ha da zavetei
he ene.
Pa oue echu he studi ganthan, e reaz fae var ar fortuniou kaer a c’helle da esperout er bed evit kemeret sae ar venac’h enn eur gouent euz ar vro. Goulskoude ann drouk-spered n’hen lezaz ket eno e peoc’h : tentet e oue noz-deiz, ha tentet enn eur feson skrijuz. Mes, dioc’h he gostez, ar Zant ne ehane da bedi ha da gastiza he gorf dre ar binijenn. Kousket a rea var ar c’halet, ne zebre nemed bara zeac’h ha griziou louzou, pe frouez a vechou, ha ne eve nemed dour : evelse e oue eaz d’ezhan gounit ato ar viktor var he enebour.
A benn eunn nebeut bloaveziou, Tugdual a oue hanvet da abad pe da zuperior enn he gouent, hag ar furnez a ziskouezaz er garg-se a c’hounezaz d’ezhan kalounou ann holl. Mes etre daou e varvaz he dad, ha neuze e treuzaz ar mor evit dont da Vreiz, asambles gant he vamm, he c’hoar Seva, ha daouzek ha tri-ugent manac’h all.
Diskenn a reaz enn douar e kichen Konk-Leon, var barrez Plouvonger, ha goudeze e savaz eur gouent el leac’h m’ema hirio bourg Trebabu. Mes ne jomaz ket pell er gouent-ma. O velet ann ezomm o devoa ann Arvoriz da veza kelennet var guirioneziou ar relijion, ec’h en em lakeaz da rei misionou d’ezho gant sikour daouzek euz he venac’h.
Hogen, ar misionou-ze a zougaz kement a frouez m’o devoa holl barreziou Leon ha Treger, hed-a-hed ann Arvor, c'hoant da glevet ar Zant pe unan bennag euz he ziskibien. A bep tu e teuet ive da ginnig plasou d’ezhan da zevel kouenchou nevez. Ar vrudeta euz ar re-ma a oue ann hini a zavaz e traonienn Trekor, el leac’h m’ema brema kear Landreger.
Prest goude, Tugdual a oue hanvet da eskop er vro-ze, kaer en devoue klask miret. Mes ar re a ioa bet leun a istim evithan, d’ann ampoent ne rea nemed prezeg ha rei misionou, a droaz enn he enep pa her gueljont oc'h en em zervichout euz he c’halloud a eskop evit diarbenn ho dizursiou ha lamet ar giziou fall euz ho zouez. Ober a rejont d’ezhan goasa a c’helljont, hag evit kaout peoc’h dioutho, ar Zant en em dennaz eur pennad e kouent Trebabu pe e kouent he choar Seva.
Lod a lavar zoken ez eaz neuze da Rom da vizita beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol. Ar pez zo sur eo e oue daou vloaz er meaz euz ar gear. Mes, epad ann amzer-ze, he enebourien a oue skoet gant dorn Doue dre ar gernez hag ar vosenn, ha pa zistroaz Tügdual d’he eskopti, ec’h anavezchont ho faot, hag e ouent adarre leun a garantez hag a zoujans enn he genver.
Ar Zant a gendalc’haz da labourat evit ho zilvidigez, ha da ziskouez d’ezho hent ar baradoz, ken dre he gomzou, ken dre he oberiou, keit ha ma oue ennhan eur c’houezadenn vuez. Mes pell a ioa en doa gounezet he gurunenn, ha mervel a eure erfin, brudet dre he viraklou, d’ann deiz diveza a viz du euz ar bloaz 564. He gorf a oue enterret e kouent Trekor, hag eur maread miraklou nevez a c’hoarvezaz var he vez.
Sant Tugdual hag eleiz a zent all o deuz kastizet ho c’horf dre ar binijenn, petra bennag ma’z oant bet ato pur ha chast. Ha ni, goude beza bet saotret dre gen aliez a bec'hed ha dre bec'hejou ker braz, ne glaskomp nemed ober stad euz hon hini. Ann distera diezamant a erru ganthan hon laka d'en em jala. Petra zo enn hor penn-ni eta ? Ha kredi a reomp-ni eo bet faziet ar Zent ? Allaz ! anzavomp eo ni hon-unan a fazi, o kaout kement-se a aoun rak ar boan hag ar binijenn.