Buhez ar Sent/1913/Eustach hag he goumpagnunez

◄   Janvier hag he goumpagnunez Eustach hag he goumpagnunez Maze   ►



ann ugentved devez a viz guengolo


SANT EUSTACH HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————



Eustach a ioa kabiten enn arme ann impalaer Trajan, hag eur c’habiten brudet dre he vaillantiz. Pinvidik-mor oa gant ann dra-ze ha mad d’ar paour, petra bennag ma’z oa paian. Eunn devez m’edo o chaseal var eur menez e velaz eur c’haro braz-braz a bell, hag e c’hoanteaz he baka. Hogen, a greiz ma rede var he lerc’h, e remerkaz enn eunn taol kount etre he gerniel imach hor Zalver stag ouz ar groaz, hag ann imach-ma a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak e teuit-hu var va lerc’h evelse ? Me eo Jezuz-Krist a henorit heb he c’houzout, hag hoc’h aluzennou a zo pignet betek ennon. »

Eustach a oue ker spountet o klevet kement all ma kouezaz divar he varc’h ha ma chomaz eunn heur semplet. Pa zizemplaz, ar vouez en doa klevet a lavaraz d’ezhan adarre : « — Me eo Jezuz-Krist, ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar, hag a zo en em c’hreat den, a zo maro var ar groaz, a zo bet lakeat er bez hag a zo savet euz a varo da veo, a benn tri devez goude, evit savetei ar bed holl. » Neuze Eustach a respountaz : « — Kredi a rann, Aotrou, kement tra a livirit. » « — Mad, eme ar vouez, it eta da gaout belek ar gristenien ha pedit-hen d’ho padezi. »

Enn eur erruout er gear, ar c’habiten a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha var dro hanter-noz ez eaz asambles ganthi hag asambles gant daou vab iaouank en devoa da c’houlenn ar vadiziant digant belek ar gristenien. Hema, o velet ho feiz, a vadezaz anezho ho fevar goude beza ho c’helennet eunn tammik var guirioneziou ar relijion.

Pa deuaz ann deiz, Eustach a ziqtroaz d’ar menez el leac’h m’oa bet o chaseal enn derc’hent. Eno hor Zalver en em ziskouezaz d’ezhan evit ann eil guech enn eur lavaret en devije kalz poaniou da c’houzanv, hag e vije lamet he holl vadou diganthan evel m’oa bet lamet he re guech all digant ann den santel Job. Ar c’habiten kalounek a respountaz : « — Me zo prest da c’houzanv ar pez a gerot, gant ma root d’inn ato nerz da zougen va c’hroaz. »

Heb dale he loaned hag he zervicherien a varvaz holl gant ar vosenn, ha goudeze al laeroun a reaz skrab ha rins enn he di enn eunn hevelep feson ne jome mui netra ganthan. Neuze e sonjaz treuzi ar mor evit en em denna en Ejipt gant he c’hreg hag he vugale. Pignat a reaz gantho enn eul lestr ; mes pa deuaz ar mare da ziskenn enn douar, n’en doa ket a arc’hant da baea ho flas hag he hini, ha mestr al lestr a zalc’haz he c’hreg da gred evit ar pez a vanket d’ezhan.

Setu eta Eustach dispartiet dioc’h he bried. Abarz nemeur e oue dispartiet ive dioc’h he zaou vab. Guelet a eure unan anezho o vont gant eur bleiz, hag egile o vont gant eul leon, a greiz m’edo o treuzi eur ster zoun evit dont da gerc’hat ann eil goude beza dija kaset ar c’henta enn tu all. Mes dre c’hras Doue ann daou baotr a oue saveteet ho buez d’ezho gant tud vad, hag ar re-ma a bourveaz goudeze d’ho holl ezommou. Greg Eustach ne oue great drouk ebed d’ezhi ken nebeut, hag Eustach he-unan erfin enn eur geriadenn el leac’h ma oue karget da ziouall ann douarou a ioa d’ar geriadenn-ze. Petra bennag n’edo kel he vugale goall bell diouthan, ne glevaz menek ebed anezho, nag hi anezhan, epad ar pemzek vloaz ma chomaz eno.

Etre daou, ann impalaer Trajan a reaz klask Eustach e kement korn a ioa enn he rouantelez evit he lakaat adarre e penn ann arme. Kavet e oue abarz ar fin, ha gounit a eure eur viktori euz ar re gaera enebourien ar vro.

Hogen, he zaou vab a ioa ive enn arme, hag hen ne c’houie dare ; rak kredi a rea ato oant bet debret gant al loaned gouez. He c’hreg eo ho anavezaz da genta ; rak he c’hreg a ioa o chom e kichen tachenn ann emgann, hag ann daou vreur soudard a ioa bet kaset di da loja. Raktal, heb lavaret netra d’ezho, ez eaz he-unan d’en em rei da anaout d’ar c’habiten, ha goudeze e teuaz da gerc’hat ann daou baotr iaouank evit ho diskouez d’ho zad. Eustach a vriataz he zaou vab gant karantez, ha setu he galoun karget adarre a joa goude beza bet beuzet epad keit amzer enn eur mor a c’hlac’har hag a anken.

Pa zistroaz da Rom, ann impalaer Adrian hen digemeraz gant ar brasa henor (ann impalaer Trajan a ioa dija maro d’ann ampoent). Mes, Adrian o veza ordrenet kinnig eur sakrifis d’ann doueou evit ho zrukarekaat, Eustach ne d-eaz ket d’ar sakrifis-se. Ann impalaer her galvaz evit goulenn outhan perak n’oa ket eat, hag ar c’habiten a respountaz dioc’htu oa kristen ha ne adore nemed ar guir Doue, en deuz great euz a netra ann env hag ann douar. Adrian a zavaz kounnar ennhan o klevet ar respount-se, hag a goundaonaz Eustach da veza lakeat asambles gant he c’hreg hag he zaou vab, e kof eunn taro houarn hag a vije great eunn tanteziad tan dindanhan. Evelse ec’h echuaz ar pevar merzer ho buez d’ann 20 a viz guengolo euz ar bloaz 120.


SONJIT ERVAD

Doue ne abandoun morse ar re a laka ho holl fizians enhan, hag a zo prest ato d’en em rezina d’he volontez. Histor Job guech all ha buez sant Eustach a zo daou desteni kaer euz ar virionez-se. Ma ne espern ket he vrasa mignoned, ne vank ket ive d’ho c’hennerza. Rak-se, ma vec’h skoet ganthan, n’o pezet aoun ebet : he zourn madelezuz a zo goest da barea gouliou ar galoun koulz ha re ar c’horf.