Buhez ar Sent/1913/Janvier hag he goumpagnunez

◄   Joseph Kupertin Janvier hag he goumpagnunez Eustach hag he goumpagnunez   ►



ann naontekved devez a viz guengolo


SANT JANVIER HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————



Janvier a ioa eskop e kear Benevant enn Itali d’ar mare ma tougaz ann impalaer Dioklesian eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Daou avieler euz a Bouzzool, ho hano Sosii ha Prokulus, o veza bet prizouniet er gear-ze asambles gant daou vourc’hiz kristen, eskop Benevant a ieaz di d’ho guelet evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun. Raktal e oue diskuillet d’ar gouarner Timothee, hag hema a ordrenaz kregi ennhan d’he dro, hag he gas da gear Nool.

Timothee a ioa o chom eno, ha ne espernaz netra evit lakaat Janvier da adori ann doueou faoz ; mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, e reaz he stleper enn eur forn c’horet evit he zevi ez-veo. Hogen, er forn-ze, ann eskop santel ne oue ket zoken rostet eunn tamm euz he zillad nag eur vlevenn euz he benn. Pa velaz ann dra-ma, ar gouarner a ieaz enn egar hag a lavaraz he vourrevi ken na vije torret he holl izili outhan.

Epad ann amzer-ze, ann avieler Festus hag ar c’hloarek Desiderius a oue kroget ennho ive, hag a benn eunn nebeut deveziou goude, Janvier hag hi a oue great d’ezho bale da Bouzzool araok karr Timothee, petra bennag m’oant karget a jadennou. Pa errujont eno, e ouent taolet er prizoun el leac’h m’edo dija ann daou avieler Sosii ha Prokulus asambles gant ann daou vourc’hiz kristen, ha koundaonet eveldho da veza dispennet ha lonket gant al loaned gouez.

Antronoz eta e oue laosket al loaned gouez var ann eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Mes al loaned-se a deuaz da veza don enn eunn taol kount, ha setu hi ha gourvez eharz treid Janvier, heb ober drouk ebed d’ezhan na d’ar reall. Ar gouarner a gemeraz ar burzud-ma evit eunn taol maji pe eunn taol sorserez, hag a goundaonaz ar seiz merzer da veza dibennet. Mes kerkent e kollaz ar gueled.

Goulskoude Janvier a bedaz evithan, ha Timothee a velaz adarre ker sklear ha biskoaz. Ar mirakl nevez-se a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar relijion gristen. Mes ar gouarner a jomaz bepred aheurtet, ha gant aoun rak tenna varnhan droulans ann impalaer, e lavaraz d’ar vourrevien dibenna dioc’htu ann eskop santel hag he c’houec’h koumpagnoun. Ho merzerenti a erruaz d’ann 19 a viz guengolo euz ar bloaz 305.

Korf sant Janvier a oue kaset divezatoc’h da gear Napl, el leac’h ma’z euz kalz a zevosion evithan. Eno e virer ive eur vuredad euz he c’hoad, ha dre eur burzud hag a bad ouspenn pemzek kant vloaz zo, ar goad-se, kaledet ha pouloudennet gant ann amzer, a deu da danoaat ha da virvi kerkent ha ma vez tosteat ouz penn ar merzer kalounek.


SONJIT ERVAD

Ar mirakl great e kenver ar gouarner Timothee a reaz da dost pemp mil paian anaout ar virionez euz ar relijion gristen ; mes he-unan e chomaz aheurtet enn he zallentez a spered goude beza bet pareet dioc’h he zallentez a gorf. N’e ket heb abeg e Tavar Abraham da Lazar, e parabolenn ar fals pinvidik : « — Ar re ne zelaouont na Moizes, nag ar bropheted, ne rafent ket muioc’h a van ha pa deufe unan bennag euz a douez ar re varo da brezeg d’ezho. » N’euz netra diesoc’h eget lakaat eur pec’her aheurtet da zistrei ouz Doue ; diouallit eta dreist peb tra ouz ann aheurtamant-se.




ann ugentved devez a viz guengolo


SANT EUSTACH HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————



Eustach a ioa kabiten enn arme ann impalaer Trajan, hag eur c’habiten brudet dre he vaillantiz. Pinvidik-mor oa gant ann dra-ze ha mad d’ar paour, petra bennag ma’z oa paian. Eunn devez m’edo o chaseal var eur menez e velaz eur c’haro braz-braz a bell, hag e c’hoanteaz he baka. Hogen, a greiz ma rede var he lerc’h, e remerkaz enn eunn taol kount etre he gerniel imach hor Zalver stag ouz ar groaz, hag ann imach-ma a gomzaz outhan evelhenn : « — Perak e teuit-hu var va lerc’h evelse ? Me eo Jezuz-Krist a henorit heb he c’houzout, hag hoc’h aluzennou a zo pignet betek ennon. »

Eustach a oue ker spountet o klevet kement all ma kouezaz divar he varc’h ha ma chomaz eunn heur semplet. Pa zizemplaz, ar vouez en doa klevet a lavaraz d’ezhan adarre : « — Me eo Jezuz-Krist, ann Doue en deuz