◄ Paol, Eskop | Gregor, Pab ha Doktor | Mathild ► |
regor a ioa mab da eur senatour romen, hag he-unan
e oue lakeat e renk ar senatourien petra bennag ma’z
oa c’hoaz iaouank flamm, hag hanvet goudeze da brefet
e Rom. Mes aoun en doa ato d’en em goll er bed, ha
setu, goude maro he dad, e roaz ann dilez euz he garg
evit ober eur gouent euz he balez ha kemeret sae ar
venac’h euz a Urs sant Beneat. Heb kounta ar gouent-ze,
e savaz c’hoaz c’houec’h kouent all er Sisiil el leac’h
m’en doa kalz leve, hag ann nemorant euz he zanvez a
ingalaz etre ar beorien. Ann holl a ioa souezet o velet
eunn dijentil ker pinvidik, a veze kent ar seiz hag ar
perlez o lugerni enn dro d’ezhan, guisket brema evel
eur paour hag o servicha he-unan ar re baour.
Ar pab Pelaj Eil her c’hasaz da Gonstantinopl da c’houlenn sikour digant ann impalaer Tiber a enep al Lombarded. Obten a reaz ar pez a c’houlenne, ha pa zistroaz da Rom e oue digemeret gant ann holl evel eunn eal a beoc’h. Prest goude e oue hanvet da abad pe da zuperior enn he gouent.
Ar pab Pelaj o veza maro gant ar vosenn, Gregor a oue choazet evit delc’her he blas ; mes ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se. Etre daou ar vosenn a voasea, hag ar Zant a lavaraz ober eur prosesion solanel dre gear enn eur gana litaniou ar Verc’hez. E penn ar prosesion e oue douget eunn daolenn hag a ioa varnhi imach mamm Doue. Hogen, e kement leac’h ma tremene ann imach sakr, ann ezenn fall a dec’he dirazhan, hag ar bobl o veza tavet eunn tammik, rak ne rea nemed gouela hag hirvoudi, e oue klevet ann elez o kana enn ear :
Quia quem meruisti portare, alleluia !
Resurrexit sicut dixit, alleluia !
Ar mirakl-ma a roaz kaloun da C’hregor, ha setu hen
hag achui ar c’houblad enn eur gana var ar memes ton :
Kerkent ec’h ehanaz ar vosenn, hag abaoue ann Iliz a gan pe a lavar ar c’homzou-ze, da fin he offisou hag e plas ann Angelus, azalek ar zadorn-Fask betek sadorn ann Dreinded ; rak ar mirakl-ma a erruaz da zadorn-Fask er bloaz 590.
Pa oue ehanet ar vosenn, ar Zant a ieaz da guzat var ar meaz evit miret na vije lakeat da bap. Mes kavet e oue, digaset da Rom enn dro, ha sakret erfin d’ann trede a viz guengolo. Eur vech ma oue azezet var gador sant Per, he humilite a reaz d’ezhan skriva ato e penn he liziri : « Gregor, servicher servicherien ann Aotrou Doue, » hag ar c’hiz-ma a zo bet heuliet a-c’houdevez gant ar pabed a zo deuet var he lerc’h. Lakaat a reaz ober eur roll euz a holl beorien Rom hag euz ar re divar dro evit gellout pourvei da ezommou peb hini anezho. Bemdez e reseve daouzek divroad ouz he daol, hag enn ho zouez ec’h en em gavaz eunn eal eur vech, hag eur vech all, hor Zalver Jezuz-Krist he-unan.
Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ne espernaz nag he boan nag he amzer evit lakaat ann heretiked, ar chismatiked hag ar Iuzevien da anaout ar virionez euz ar relijion gatholik, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o tilezel ho fals kredennou. Kas a reaz misionerien da Vro-Zaoz, hag ar visionerien-ma a brezegaz eno gant kement a frouez ma c’hounezchont ar Zaozon holl da feiz Jezuz-Krist.
Gregor a labouraz ive da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel ha da lakaat urs enn offisou ann Iliz. Merka a eure he-unan pe seurt orezoun, pe seurt abostol ha pe seurt aviel a dliet da lavaret bemdez enn offerenn, ha chench a reaz doare d’ar c’han evit ma vije kaeroc’h. Savet en doa daou di e Rom evit ober skol d’ar gurusted, hag aliez ez ea he-unan da zeski d’ezho kana. Petra bennag n’en doa tamm iec’hed ebed, koulz lavaret en deuz skrivet kalz levriou evit kelennadurez ann eskikien, ar veleien hag ann holl gristenien, hag ann avieler Per en deuz roet testeni da vega guelet ar Spered-Santel dindan furm eur goulm aziorc’h he benn epad ma veze o skriva al levriou-ze.
Erfin, goude beza gouarnet ann Iliz epad trizek vloaz, c’houec’h miz ha dek devez, ar pab santel hag ann doktor braz-ma a ieaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, d’ann daouzek a viz meurs euz ar bloaz 604. Edo neuze o ren he bevar bloaz ha tri-ugent.
Da genta. — Ann nep a vouel d’ho bec’hejou, hag a deu adarre da goueza buhan er pec’hed, ne c’hoar ket ober pinijenn, pe ne ra nemed ann neuz da ober.
D’ann eil. — Evit kaout eur guir garantez, e renker karet he vignoun e Doue, hag he enebour abalamour da Zoue.
D’ann trede. — Ann nep a zo karantez Doue enn he galoun a labour evit gloar Doue ; ann nep eta ne ra netra evit gloar Doue n’ema ket karantez Doue enn he galoun.
D’ar pevare. — Beza mad e kenver ar re a zo mad evidomp ne virit nemeur beza meulet ; mes beza mad e kenver ar re a zo a enep d’eomp a virit kalz meuleudi.