Buhez ar Sent/1913/Paol, Eskop

◄   Perpetua Paol, Eskop Gregor, Pab ha Doktor   ►



ann daouzekved devez a viz meurs


SANT PAOL, ESKOP HA PATRON ESKOPTI LEON
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz a Vro-Zaoz, ha ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa oue lakeat er skol gant sant Ildut. Epad m’edo eno e reaz eur mirakl hag a ziskouez peger braz oa dija he c’halloud dirak Doue enn he vugaleach. Sant Ildut en devoa gounezet ed enn eunn tamm douar a ioa e kichen he gouent; mes, pa oa tost ann eost, al laboused mor a deue da zibri ar greun. O velet ann dra-ze, sant Ildut a gargaz he skolaerien da ziouall ann dachenn noz-deiz, peb hini d’he dro. Eunn nozvez m’edo tro sant Paol, hema en em roaz da gousket, hag epad he gousk al laboused a reaz kalz drouk er park. Sant Paol, o veza dihunet, a gemeraz kement a aoun ma chomaz daou zevez heb mont dirak he vestr. D’ann trede deiz, edo o kaozeal gant he gamaladed pa deuaz adarre al laboused mor da laerez. Neuze e lavaraz d’ar skolaerien all : « — Pedomp ann Aotrou Doue da rei d’eomp ar c’hras da gaout peoc’h dioc’h al laboused-se. » Kerkent he gamaladed hag hen en em daolaz d’ann daoulin, ha goude beza great ho fedenn, e rejont ann dro d’ar park, e tastumjont al laboused enn eur vandenn, hag e kaschont anezho d’ar gouent evel eur vandenn zenved. Sant Ildut a ioa o pourmen er porz. « — Setu ama, eme zant Paol d’ezhan enn eur erruout, al laeroun o deuz great kement a zrouk enn ho park. Ho digas a rann d’ehoc’h evit ma root d’ezho ar binijenn a gerot. » Sant Ildut a oue souezet o velet eunn hevelep mirakl ; bennigen a reaz al laboused, hag ar re-ma a nijaz raktal varzu ar mor heb distrei morse hiviziken.

D’ann oad a bemzek vloaz, sant Paol a guiteaz he vestr evit mont da ober he ermitach enn eur plas all a gostez. Eno e tremene he holl amzer o pedi, o lenn ar Skritur Sakr hag o kastiza he gorf dre ar rusta pinijenn. Ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; eunn tamm bara zeac’h hag eur banne dour, setu aze he vevans ordinal, ha c’hoaz ne rea peurvuia nemed eur pred bep daou pe dri devez. Da zul evelato ha d’ar goueliou braz e tebre eunn tamm pesked pe eunn tamm legumach bennag.

O veza bet beleget pa oue enn oad, ar Zant en em lakeaz da brezeg ann Aviel e Bro-Zaoz asambles gant daouzek belek iaouank all hag a ioa bet eveldhan er skol gant sant Ildut. Mes etre daou eunn eal a lavaraz d’ezhan a berz Doue oa galvet da vont da eur vro all el leac’h m’en devije c’hoaz muioc’h a eneou da zavetei. Paol a zentaz raktal, hag a gemeraz eur vag evit treuzi ar mor gant he zaouzek koumpagnoun: ar re-ma a anaveze anezhan dija evit ho mestr hag ho zuperior.

Erruout a rejont evelse enn enez Eusa e Breiz-Izel, hag eno e savchont eur chapel ha trizek tiik taouarc’h toet e soul. Tud ann enezenn-ze a ioa c’hoaz paian ; mes ar Zant hag ann daouzek belek a ioa oc’h he heul a brezegaz d’ezho gant kement a nerz hag a frouez ma ouent holl gounezet d’ar feiz a benn c’houec’h miz. Neuze eunn eal a lavaraz da Baol mont larkoc’h adarre, ha setu ar Zant hag he zaouzek koumpagnoun o pignat enn eur vag evit ann eil guech : enn dro-ma e tigouezchont enn douar braz e bro Leon.

An c’hount Withur a c’houarne bro Leon d’ann ampoent, hag ar c’hount-se a ioa o chom enn enez Vaz. Sant Paol a ieaz di d’he velet hag a oue digemeret mad ganthan; rak Withur a ioa eunn den a relijion hag eunn den devot zoken. Epad m’edont o kaozeal ho daou, e teujot da zigas d’ar c’hount eur pikol pesk, a ioa nevez paket e kichen ann enezenn, hag a ioa eur c’hloc’h ganthan enn he chinou. Sant Paol en doa goulennet ar c’hloc’h-ma digant eur roue euz a Vro-Zaoz p’edo o kimiada diouthan; mes ar roue n’oa ket bet falvezet d’ezhan he rei, ha setu brema Doue he-unan hen digase d’ar Zant e ginou eur pesk. Ar c’hloc’h-se a virer c’hoaz hirio e kathedral Kastell.

Ar c’hount Withur, estlammet-holl o velet kement all, a gomzaz neuze da zant Paol euz a eur zarpant braz skrijuz a ioa enn enezenn, hag a lonke ann dud hag al loaned. Sant Paol a dremenaz ann noz varlerc’h o pedi Doue, hag antronoz-vintin, goude beza offerennet, ez eaz da gavarn ar zarpant gant he viskamant offerenn. O veza roet urs d’ezhan da zont er meaz, ar Zant her c’habestaz gant he stol hag hen treinaz betek eur garrek a zo enn hanter-noz d’ann enezenn. Enn eur erruout eno, e lamaz ar stol divar dro he c’houzoug, hag e c’hourc’hemennaz d’ezhan a berz Doue en em deuler var he benn er mor. Ar zarpant a zentaz var ann heur, hag abaoue al leac’h-se a zo hanvet Toull ar zarpant.

Ar brud euz ar miraklou-ze a rea d’ann holl beza leun a istim hag a respet evit sant Paol. Ar c’hount Withur en em glevaz gant Childebert, roue Frans, evit ma vije hanvet da eskop e Leon, ha setu ar pez a oue great, kaer en devoue ar Zant klask miret. Eur vech sakret eskop, sant Paol ne espernaz netra evit lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn he eskopti; rak eleiz a baianed a ioa c’hoaz er vro. Erfin, oc’h en em velet dija koz ha dinerzet dre he labouriou abostolik, sant Paol a roaz ann dilez euz he garg, hag en em dennaz e kouent enez Vaz. Ar c’hount Withur en doa roet he di d’ar Zant evit ober eur gouent anezhan. Er gouent se e varvaz, oajet a ouspenn pevar-ugent vloaz, ar zervicher braz-ma da Zoue, en deuz roet he hano da gear Kastell-Paol hag a zo bet choazet gant Leoniz evit patron ho eskopti.


SONJIT ERVAD

Ar zarpant a zo menek anezhan e buez ar zant-ma a c’helle beza eur guir zarpant; rak meur a vro a zo c’hoaz el leac’h ma’z euz zarpanted hag a zebr e guirionez tud ha loaned. Marteze evelato ar zarpant-se, evel a gred lod, a zinifi ann drouk-spered, a oue kaset kuit euz a vro Leon dre brezegennou ha dre viraklou sant Paol. N’euz fors petra eo, Leoniz ne c’houfent biken trugarekaat re ann Aotrou Doue evit ar vadelez en deuz bet da zigas ar misioner santel-ma d’ho zadou koz. Eunn dever eo d’ezho beza ato devot da zant Paol, hag he bedi a dleont dreist peb tra da obten evitho digant Doue ar c’hras ma vezo ho bro bepred din da veza hanvet :

... Eur c’harter demeuz a Vreiz,
El leac’h ne vank morse ar feiz.