Buhez ar Sent/1913/Heribert

◄   Lonjin Heribert Patris   ►



ar c’houezekved devez a viz meurs


SANT HERIBERT, ARC’HESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Worms ha mab da eunn dijentil braz euz ann Allemagn. Goude beza resevet er gear eunn deskadurez vad ha kristen, e pue kaset da eur gouent a eskopti Metz da studia ar Skritur Sakr hag ann theoloji. Eno ec’h en em blijaz kement ma vije bet joa ganthan chom ato enn eunn ti ker santel. Mes he dad a reaz d’ezhan distrei d’ar gear.

Ann impalaer Othon III, o veza klevet hano euz he skiant, euz he furnez hag euz he vouiziegez, her c’hemeraz da genta ministr. Ar prins-se a garie ann dud devot ha vertuzuz ; koumpren a rea ar vad a c’helle Heribert da ober d’ann Iliz ha d’ar c’houarnamant er memes amzer, ha setu perak ne roaz peoc’h ebed d’ezhan ken n’en devoue resevet ar velegiach.

Mes ann impalaer en doa c’hoant ive da ober eunn eskop anezhan ha n’oa ket eaz trec’hi humilite ar Zant e kenver ar poent-ma. Goulskoude, arc’heskop Kologn o veza maro, Heribert a oue choazet evit delc’her he blas. D’ann ampoent-se edo e kostez Raveenn enn Itali. Eunn tamm freuz a ioa savet dre eno, hag ann impalaer en devoa he gaset di da lakaat ar peoc’h ; rak eur mestr oa da unani ar sperejou.

Pa glevaz oa hanvet da eskop, ne espernaz netra evit pellaat ar zamm-ze dioc’h he ziouskoaz. Mes kaer en devoue klask digareziou, kaer en devoue lavaret ne oa nemed eur pec’her, eunn den heb deskadurez, ha traou all evelse, red e oue d’ezhan plega erfin ; rak guelet a reaz sklear he-unan ez aje a hent all a-enep bolontez Doue.

Eur vech sakret eskop, ar Zant a labouraz heb ehana evit silvidigez ann eneou a ioa enn he garg. Mall e oue ganthan ober tro he eskopti evit anaout ezommou ann holl, hag e peb leac’h e oue evel eunn tad evit ar beorien, evel eur medisin evit ann dud klanv, hag eunn alvokad evit ar re n’o doa den ebed d’ho difenn. He-unan e prezege d’ann dud fidel ha bez ez oa evitho hag evit ar veleien eur skouer a bep seurt vertuziou. Var evez e veze ato gant aoun na deuje he galoun da veza taget gant ann ourgouill, ha kastiza a rea he gorf dre ar binijenn evit he lakaat da zuja d’ar spered.

Epad eur gernez vraz a c’hoarvezaz d’ar mare-ze enn Allemagn hag e Frans, sant Heribert ne oue ket hebken providans he vro evel m’oa bet Joseph guechall providans ann Ejipt ; mes sikour a eure c’hoaz ann divroidi a ioa enn dienez. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ec’h aoze boued evitho, ha n’ho leze da vankout a netra euz ar pez o doa ezomm ken evit ho c’horf, ken evit ho ene.

Etre daou oa maro ann impalaer Othon, ha sant Herri, he vab, a ioa impalaer enn he blas. Unan bennag a gountaz gevier d’ann impalaer-ma divar benn sant Heribert. « — N’e ket c’houi, eme ann teod fall, a felle d’ann arc’heskop-se a vije impalaer varlerc’h Othon ; eunn all eo en doa c’hoant a vije. » Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun sant Herri, ha setu hen ha dont dioc’htu da Gololgn da rebech ann dra-ze da zant Heribert. Mes, epad m’edo enn hent, Doue a sklerijennaz he spered, hag enn eur erruout e Kologn ec’h en em strinkaz da dreid ann arc’heskop enn eur c’houlenn pardoun outhan abalamour m’en doa kredet re vuhan ann teod fall. Sant Heribert oa marteze humpla den a ioa var ann douar hag o velet ann impalaer oc’h en em strinka d’he dreid, en devoue muioc’h a boan eget n’en doa bet o klevet en devoa tennet he zroulans. Sant Herri a oue hiviziken leun a respet hag a istim evithan, hag aliez e kemere kuzul diganthan evit gouarnamant he rouantelez, evel a rea ann impalaer Othon.

Goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad tost da dri bloaz var’nn ugent, sant Heribert a gouezaz klanv e kouent Duitz a greiz ober he vizit a bastor etouez he zenved. Eno e varvaz d’ar c’houezek a viz meurs 1021, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ann impalaer sant Herri, o veza kredet re vuhan ar pez a ioa bet kountet d’ezhan divar benn sant Heribert, en em strinkaz da dreid ar zant-ma evit goulenn pardoun diganthan. Setu aze penaoz e c’hoar ar sent rapari ho faotou kerkent ha ma teuont da anaout int bet manket. Setu aze petra dleit da ober ive pa remerkit oc’h euz kredet re vuhan en doa unan bennag kasouni ouzoc’h, pe e klaske noazout d’ehoc’h, pe e lavare traou ac’hanoc’h. Mar kavit diez goulenn pardoun ouz ann den-ze, raparit da vihana ho faot enn eur ober goudeze muioc’h a stad anezhan hag enn eur rei d’ezhan brasoc’h merkou a fizians, a istim hag a garantez.