Buhez ar Sent/1913/Patris

◄   Heribert Patris Gabriel   ►



ar seitekved devez a viz meurs


SANT PATRIS, ABOSTOL ANN IRLAND
————


Patris a ioa ganet er Skos var a lavar lod, mes lod all a lavar oa ganet e Breiz-Izel. Ar pez zo sur eo e oue kelennet mad enn he vugaleach var guirioneziou ar relijion. Ne oa ket c’hoaz c’houezek vloaz echu pa oue kemeret gant eur vandenn dud gouez ha difeiz, ha kaset d’ann Irland. Eno e oue lakeat da ziouall al loaned, hag en devoue kalz poan gant ann naoun ha gant ar riou; rak ne veze ket roet hanter-voued d’ezhan hane oa ket hanter-zillad var he dro. Mes Patris en doa sonj ato euz a genteliou he vamm, ha n’euz fors pe seurt amzer a rea, pe e vije glao, pe e vije erc’h pe skorn, ne vanke morse da bedi Doue kant guech enn deiz ha kant guech enn noz.

Chouec’h vloaz a ioa m’edo evelse enn esklavach pa deuaz eunn eal da lavaret d’ezhan e kavche eur vag enn aod evit distrei d’he vro. Patris en em lakeaz raktal enn hent. O veza erruet var ribl ar mor, e kavaz eur vag enn aod, mes potred ar vag ne felle ket d’ezho he gemeret abalamour n’en doa ket a arc’hant da baea he blas. Abars ar fin goulskoude o devoue truez outhan hag her c’hemerjont evit netra.

Goude beza tremenet eunn nebeut bloaveziou enn he vro, Patris a gouezaz adarre etre daouarn eur vandenn dud gouez. Mes a benn daou viz e oue laosket da redet, ha neuze ez eaz da gaout sant Martin, eskop Tour : ar zant-ma a ioa eontr d’ezhan dioc’h kostez he vamm. Chom a reaz pevar bloaz gant sant Martin, ha goudeze e tistroaz d’ar gear dre ali he eontr.

Epad m’edo er gear, e velaz eunn nozvez dre he gousk eur c’hannad euz ann Irland hag a ioa eur maread liziri ganthan enn he zorn Var unan euz al liziri-ze oa skrivet ar c’homzou-ma : « Mouez ann Irlanded. » Kerkent e kavas d’ezhan klevet ar vouez-se, hag hi krenv ha splamm, o komz outhan evelhenn : « — Enn han’ Doue, den iaouank, hast affo dont adarre enn hon touez. » Er memes amzer holl vugale ann Irland a astenne ho divreac’h varzu ennhan, hag a c’houlenne sikour diganthan enn eur grial hag enn eur lenva fors. Patris, o veza dihunet, a goumprenaz oa galvet gant Doue da vont da brezeg ann Aviel d’ann Irland, ha setu hen dioc’htu ha kuitaat he gerent hag he vro evit en em lakaat e stad da c’hounit ann Irlanded da feiz Jezuz-Krist.

Evit kement-se ez eaz da genta da Rom da studia ar skianchou sakr. Goudeze e chomaz c’hoaz trivac’h vloaz e Frans evit deski gant sant Jermen, eskop Aoserr, ar guir feson d’en em zantifia he-unan ha da zantifia ar re all. Erfin, o veza distroet da Rom, ar pab sant Selestin her sakraz eskop hag her c’hasaz d’ann Irland evel misioner abostolik.

Ar Zant a labouraz heb ehana, epad tregont vloaz pe ouspenn, da lakaat sklerijenn ar feiz da bara e kement korn a ioa enn enezenn-ze. Prezeg a rea er c’heariou ha var ar meaz, dirak ar rouaned ha dirak ar bobl. Dalc’h-mad ez ea euz ann eil tu d’egile, euz ann eil keriadenn d’eben, ato var he droad hag hano Jezuz-Krist bepred var he vuzellou. Ar c’halounou ar re galeta, ar sperejou ar muia aheurtet, ne c’hellent ket herzel ouz ann nerz a roe Doue d’he gomzou hag ouz ar burzudou a c’hoarveze e kement leac’h ma tremene ; rak ober a rea ken aliez a virakl hag a gammed. Ann dud a zirede a vandennadou da c’houlenn ar vadiziant, ha dre ma kreske niver ar gristenien, Patris a rea beleien nevez, a zave ilizou ha kouenchou, hag a lakea eskibien ama hag ahont da c’houarn ann dud fidel. Evelse e teuaz heb dale ar feiz hag ann devosion da veza krenv enn Irland hag ann enezenn vraz-ma, a ioa kent leun a baianed, a veritaz hiviziken beza hanvet Enezenn ar Zent.

E kreiz he veachou hag he labouriou abostolik, sant Patris ne golle morse ar zonj euz a Zoue. He adori a rea tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin, hag enn noz e lenne levr ar salmou e daou bennad. Beva a eure betek ann oad a zaouzek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he varo euruz a erruaz er bloaz 464.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma, enn he iaouankiz, a bede Doue kant guech enn noz, ha divezatoc’h epad m’edo o prezeg ann Aviel enn Irland, hen adore tri c’hant guech bemdez var bennou he zaoulin heb kounta ar salmou a lavare enn noz. Ezomm oc’h euz da bedi Doue bemdez, n’euz fors piou e veac’h ; rak bemdez oc’h euz ezomm euz he c’hrasou, Mes red eo he bedi dreist holl dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz : dioc’h ar mintin, evit kinnig d’ezhan ho tevez hag ho labour, ha dioc’h ann noz, evit he drukarekaat ha goulenn pardoun diganthan euz ho pec’hejou. Seul-vui a labour oc’h euz da ober, seul-vui e tleit pedi ; rak netra ne deui da vad ganehoc’h ma ne ro Doue he vennoz d’ho labour. Mes red eo pedi gant respet ha gant devosion ; penaoz e fell d’ehoc’h beza selaouet gant Doue ma ne c’houzoc’h ket hoc’h-unan petra livirit ?