Buhez ar Sent/1913/Jenovefa

◄   Purifikasion ar Verc’hez Jenovefa Andre Korsin   ►



ann trede devez a viz c’houevrer


SANTEZ JENOVEFA, GUERC’HEZ
————


Jenovefa a ioa ganet e Nanteer, teir leo dioc’h Paris. Iaouankik-flamm oa c’hoaz, mes dija devot evel eunn eal, p’en em gavaz sant Jermen, eskop Aoser, da dremen dre eno enn eur vont da Vro-Zaoz. Ar Zant he remerkaz etouez ar bobl tud a ioa diredet da reseo he vennoz, ha setu hen ha goulenn outhi ha n’e devoa ket a c’hoant da gemeret Jezuz-Krist da bried. « — Eo avad, eme ar plac’hik, pell zo n’em euz ken c’hoant nemed hennez. »

Neuze Jermen a gasaz anezhi ganthan d’ann iliz, hag epad m’edot o kana gousperou, e talc’haz he zorn deou astennet azioc’h he fenn a vel d’ann holl dud fidel. Antronoz e c’houlennaz outhi adarre : « — Ac’hanta, va merc’h, sonj oc’h euz euz ar pez oc’h euz lavaret d’inn deac’h ? » « — Ia, sonj am euz, eme Jenovefa, ha gant gras Doue ha sikour ho pedennou, e talc’hinn mad d’am ger. »

D’ann ampoent, ann eskop santel a velaz var ann douar eur vetalennik koueur hag a ioa eur groaz varnhi. Raktal e tastumaz ar vetalennik-se, hag e roaz anezhi d’ar plac’hik enn eur lavaret : « — Lakit houma enn dro d’ho kouzoug, hag hiviziken ne zougit mui nag aour, nag arc’hant, na perlez : rak ma karit braoigou ar bed, n’o pezo ket a berz eunn deiz e gloar ann env. » D’ar mare-ze, Jenovefa a c’helle beza dek pe unnek vloaz.

D’ann oad a bevarzek vloaz, e kemeraz voal ar guerc’hezed, ha goude maro he zad hag he mamm, ez eaz da jom da Baris, da di he maerounez. Eno e lugernaz evel ann heol dre ar zantelez euz he buez, ha dre ann nerz euz he chomzou e c’houeze e kalounou ann holl ann tan euz a garantez Doue.

He holl amzer, kouls lavaret, a dremene o pedi ; da zadorn da noz ne d-ea morse da gousket, hag araok Pask e rea bep bloaz eur retred hag a bade azalek gouel ar Rouanez betek ar Iaou Gamblid. Ne zebre nemed diou vech er zizun, da zul ha da iaou, ha c’hoaz ar pez a zebre ne oa nemed eunn tamm bara heiz gant eunn nebeut fa poazet enn dour pemzek dez araok. Evelse iunaz betek ann oad a hanter-kant vloaz. Neuze, dre ali ann eskibien, rak ouz ar re-ma e sente ato, e kounzantaz dibri pesked hag eva eur banne leaz bennag ; mes biskoaz ne falvezaz d’ezhi dibri kig nag eva guin.

Goulskoude tud aviuz ha fallakr a gavaz abeg enn eur vuez ker santel ha ker pinijennuz. Lavaret a rejont a bep seurt traou euz a Jenovefa. Ne oa, emezho, nemed eur fals devodez, guenn dioc’h ann dianveaz, ha ken du hag ann diaoul dioc’h ann diabarz. Mes sant Jermen a dremenaz adarre dre Baris enn eur vont da Vro-Zaoz evit ann eil guech, hag a stankaz ho ginou d’ann dud-se enn eur ziskouez sklear d’ar bobl ha d’ezho ho-unan ne oa nemed gevier oc’h ho heul.

Er bloaz 451, ar roue Attila, leshanvet Goalenn Doue, a zaillaz var douar Frans gant eunn arme a bemp pe c’houec’h kant mil den, enn eur lakaat ar goad da ruill hag ann tan e peb tra dre gement leac’h ma tremene. Paris a ioa var he hent, hag ar Barizianed o doa aoun ken a grenent. Jenovefa a lavaraz d’ezho n’o devije drouk ebed mar karjent goulenn sikour digant Doue dre ar iun hag ar bedenn. Lod a gredaz anezhi, mes lod all ive a reaz fae var he c’homzou. Hogen ar pez e devoa lavaret a erruaz : Attila a ieaz var he giz ha Paris a oue espernet. Ann holl a anavezaz raktal oant dleourien euz ar c’hras-se da c’halloud ar Zantez dirak Doue.

Pemp pe c’houec’h vloaz goude, ar Barizianed a oue goasket enn eunn doare all : ar gernez a ioa e kear, ha meur a hini a ioa dija maro gant ann naoun. Mes Jenovefa a ia d’ar c’heariou all da glask ed da ober bara, hag a benn eun nebeut amzer e teu enn dro gant unnek bag vraz karget a c’hreun. Evelse e saveteaz ho buez da gement a dud ma ne c’houfet ho niveri.

Epad ar veach-se e reaz eur maread miraklou, hag ann dra-ma a greskaz muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithi. Ar rouaned ho-unan a zente outhi aliez ; obten a eure gras digantho evit meur a dorfetour koundaonet d’ar maro, hag hi eo a lakeaz ar roue Klovis da zevel eunn iliz gaer enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol. Mes e kreiz ar stad a reat anezhi Jenovefa a ioa bepred humbl evel eur c’hrouadur.

Beva a reaz betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent pe var dro, hag he maro euruz a erruaz er bloaz 512. He c’horf a oue enterret enn iliz sant Per ha sant Paol, hanvet a-c’houdevez iliz santez Jenovefa.

Goude he maro e kendalc’haz da ober vad da gear Paris evel m’e devoa great epad he buez. Er bloaz 1129, e klanvaz kalz tud eno gant eur c’hlenved estranch ha speguz. Ann anken hag ar spount a ioa e peb leac’h, ha kaer a ioa, ne gavet louzou ebed ouz ar c’hlenved heuzuz-se. Neuze ann eskop a roaz urs da zougen arched santez Jenovefa e prosesion, ha kerkent ann dud klanv a bareaz holl nemed tri : ann tri-ma, kredabl, n’o doa ket bet a fizians aoualc’h e galloud ar Zantez. Abaoue, ar Barizianed a zo bet ato devot braz da zantez Jenovefa, hag hirio c’hoaz e teuont a vandennadou, da zeiz he gouel hag epad ann eiz dez varlerc’h, da zaoulina ha da bedi dirak he bez ha dirak he relegou.


SONJIT ERVAD

Ar brinsed hag ar rouaned koz a Frans a zo c’hoaz ive ho beziou e Sant-Denis, e kichen Paris. Ha guelet a reer morse den ebed o taoulina hag o pedi dirak ar beziou-ze ? Nann, den ebed ; ha dirak bez ha relegou santez Jenovefa, er c’hountrol, e veler tud a bep oad, a bep stad hag a bep renk, o tont da zaoulina bep bloaz ha bemdez zoken evit goulenn sikour diganthi. Anavezomp eta n’euz netra par d’ar zantelez evit beza istimet hag henoret, abred pe zivezad, gant ann dud kouls ha gant Doue.