◄ Ignas, Eskop ha Merzer | Purifikasion ar Verc’hez | Jenovefa ► |
ervez lezenn ar Iuzevien guech all, ar gragez a dlie
mont d’en em burifia d’ann templ eur pennad goude
beza lakeat eur c’hrouadur bennag er bed. Ar re anezho
a ioa pinvidik a roe eunn oan bloaz hag eur goulm pe
eunn durzunell evit beza kinniget e sakrifis da Zoue. Ar
re n’oant ket pinvidik a roe diou goulm pe ziou durzunell,
da lavaret eo, eur goulm pe eunn durzunell muioc’h
e plas ann oan. Neuze ar belek a bede evitho, ha goudeze
e c’hellent distrei da veva etouez ann dud evel diagent.
Al lezenn-ma n’oa ket great evit ar Verc’hez Vari, p’e
guir oa deuet da veza mamm heb koll tamm euz he
guerc’hded. Evelato e falvezaz d’ezhi ober evel ar merc’hed
all, ha d’ar mare merket ez eaz d’ann templ gant
eur c’houblad turzunelled; rak n’e devoa ket a be a
dra da gaout eunn oan.
Hervez lezenn ar Iuzevien c’hoaz, ar mab hena euz a bep ti a ioa da Zoue dre vir, hag he dud a dlie her c’has d’ann templ hag he brena digant Doue enn eur baea evithan eur priz merket. Ar mabik Jezuz o veza Doue he-unan ha par d’he Dad e peb tra, al lezenn-ze ne zelle ket outhan ken nebeut. Goulskoude e falvezaz d’ezhan he miret evel ma falveze d’ar Verc’hez miret lezenn ar burifikasion. Kaset e oue eta d’ann templ gant Mari ha Joseph evit beza kinniget da Zoue, ha prenet diganthan enn doare m’oa gourc’hemennet el lezenn.
Pebez kentel gaer a ro d’eomp ama Jezuz ha Mari ! Jezuz, guir Vab Doue, Mari, guir vamm da Zoue, a fell d’ezho miret lezennou ha ne zellent ket outho, ha ni, krouadurien da Zoue, ni, pec’herien, ne fell ket d’eomp miret al lezennou a c’houzomp ervad a zo great evidomp ! E pe leac’h eta ema hor zentidigez, e pe leac’h ema hor c’harantez evit Doue?
D’ann ampoent ma’z ea ar Verc’hez d’en em burifia ha da gas he Mab d’ann templ, ez oa e Jerusalem eunn den a zoujans Doue, he hano Simeon. Ann den-ma a ioa ato var c’hed euz a zonedigez hor Zalver ; rak ar Spered-Santel en doa roet d’ezhan da anaout en devije ann eur da velet ar Mesias abarz mervel.
P’edo eta Mari ha Joseph o tigouezout enn templ gant ar Mabik Jezuz, Simeon a erruaz eno ive, digaset gant ar Spered-Santel. Kerkent e kemeraz ar bugel dre he zivreac’h, ha goudeze e trugarekeaz Doue enn eur lavaret : « — Brema, o va Doue, e c’hell ho servicher mervel e peoc’h, p’en deuz bet ann eur da velet ar Zalver a dlie dont var ann douar evit beza sklerijenn ar boblou paian ha gloar ar bobl a Israel. »
Simeon a roaz he vennoz da Vari ha da Joseph, hag a
lavaraz d’ar Verc’hez : « — Ar bugel-ma a vezo kiriek
da galz a dud d’en em goll dre ho dallentez; mes tro
a roio ive da galz a re all da zistrei ouz Doue ha d’en
em zavetei. Enn despet d’he vurzudou, eleiz a enebourien
en em zavo enn he enep, ha c’houi hoc’h-unan
a vezo treuzet ho kaloun gant eur c’hleze a
c’hlac’har. »
D’ar mare-ze ez oa c’hoaz e Jerusalem eunn intanvez santel, he hano Anna. Ann intanvez-ma a ioa oajet a bevar bloaz ha pevar-ugent, ha ne denne penn euz ann templ. Na noz, na deiz, ne ehane da bedi, ha iun a rea bemdez. Ar vaouez-se a anavezaz ive ar Mabik Jezuz evit he Zalver p’edo Mari ha Joseph o tont ganthan d’ann templ, ha goudeze e komze anezhan da gement hini a ioa o c’hortoz donedigez ar Mesias.
Da genver ann deiz-ma e vez benniget ar goulou gant solanite araok ann offerenn bred. Hogen, ar goulou-ze a verk Jezuz-Krist, sklerijenn ar bed. Enn eur c’houlaouenn ez euz tri zra : ar c’hoar, ar vouchenn hag ar flamm, pa vez var elum. « Mad, eme zant Anselm, ar c’hoar, great gant ar guenan (ar guenan azo loanedigou guerc’h), a verk korf hor Zalver, ganet euz ar Verc’hez Vari; ar vouchenn a verk he ene, hag ar flamm a zao enn ear da rei sklerijenn a verk he zivinite. »
Ar goulou-ze a vez douget var elum epad ar prosesion, epad ann aviel, hag azalek ar gorreou betek kommunion ar belek.
Epad ar prosesion, e tigasont da zonj d’eomp eo Jezuz-Krist ann Hent, anp hent n’euz nemethan hag a c’hellfe hor c’has d’ar baradoz, hag a dleomp da heul dindan boan d’en em goll da viken.
Epad ann aviel, e verkont eo Jezuz-Krist ar Virionez, ar virionez ne laka den da fazia hag a dleomp da gredi ha da zelaou dindan boan da veza touellet gant gevier ha kenteliou faoz ar bed.
Erfin, azalek ar gorreou betek kommunion ar belek, e tigasont da zonj deomp eo Jezuz-Krist ar Vuez, ann hini a zo diskennet euz ann env evit rei d’eomp buez ar c’hras er bed-ma ha buez ar c’hloar er bed all. Hogen, buez ar c’hras a dleomp da vaga ennomp dreist peb tra dre ar gommunion. Sakramant ann aoter a zalc’ho ann tan euz a garantez Doue bepred var elum enn hor c’haloun evel ar flamm er goulou benniget.