Buhez ar Sent/1913/Joseph Kupertin

◄   Gouliou sant Fransez Joseph Kupertin Janvier hag he goumpagnunez   ►



ann trivac’hved devez a viz guengolo


SANT JOSEPH A GUPERTIN
————



Ar zant-ma a ioa ganet e kear Kupertin enn Itali a dud a zoujans Doue, hag a dremenaz he vugaleach hag he iaouankiz enn eur burete vraz. He dad hag he vamm a ioa paour-Job, hag a lakeaz anezhan da zeski ar vicher a gere evit ma c’hellje gounit he voued. Mes, o veza ma oue pareet gant ar Verc’hez dioc’h eur c’hlenved hirr ha poaniuz, e savaz c’hoant ganthan da vont da vanac’h, ha setu hen ha goulenn beza resevet evel frer enn eur gouent euz a Urs sant Fransez. Resevet e oue ; mes a benn eiz miz goude e oue kaset kuit evel eunn den ha n’oa mad da netra.

Ar pez a ioa kaoz oa abalamour Joseph a veze ato o sonjal e Doue, ha ne daole evez oc’h netra all ebed. Evelse, pa veze o servicha taol, e leze ar plajou hag ann asiedou da goueza, ha kaer a ioa staga ann tammou torret oc’h he vruched pe ouz he gein evit ober mez d’ezhan, ne daole ket muioc’h a evez goudeze. Meur a vech e roaz bara du e leac’h bara guenn, ha pa veze skandalet evit ann dra-ze gant he zuperiored, e respounte ne c’houie ket anaout ann eil diouz egile.

Ann den iaouank keaz a oue glac’haret-holl pa oue lavaret d’ezhan ne vije dalc’het mui er gouent-se. Mes galvet oa gant Doue da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez, ha var bouez pedi hag aspedi, he vamm a obtenaz ma vije kemeret da baotr marchosi enn eur gouent all euz a Urs sant Fransez. Eno e c’hounezaz kalounou ann holl dre he humilite hag he zentidigez, hag heb dale he zuperiored her c’havaz din da viska sae ar Frered. Karet o devije zoken reseo anezhan e renk ann Tadou ; mes Joseph n’en doa ket great he studi hag he spered a ioa poud : penaoz e c’hellje-hen biken beza habil aoualc’h evit mont da velek ?

Gant gras Doue ha sikour ar Verc’hez e teuaz goulskoude a benn a gement-se, hag eur vech beleget ec’h en em strinkaz d’ann daoulin dirak he grusifi enn eur lavaret : « — Setu me, o va Doue, distag dioc’h ann holl draou krouet ; c’houi a vezo hiviziken va holl zenzor. » Evit guir, pell a ioa oa maro d’ar bed ha d’ezhan he-unan ; mes divar neuze n’e ket hebken he spered en em zave dalc’h-mad varzu Doue : he gorf a iea ive da heul he spered.

Ar guel euz ann tabernakl, euz ar groaz pe euz eunn imach bennag d’ar Verc’hez, ann hano hebken a Jezuz pe a Vari, lavaret dirazhan gant eunn all, a ioa aoualc’h evit he zibrada dioc’h ann douar hag he lakaat da zevel enn ear, avechou huel-huel. N’e ket a ganchou, mes a villerou, eo e c’heller kounta ann dud a bep stad hag a bep renk, eskibien, kardinaled, prinsed ha pabed zoken, a zo bet test euz eunn hevelep burzud, hag ar burzud-se a c’hoarveze ken aliez hag a bade keit ma’z eo diez lavaret e pe leac’h, pe var ann douar, pe azioc’hann douar, en deuz tremenet ar Zant al loden franka euz he vuez. Eur prins protestant euz ann Allemagn, o veza he velet eunn deiz o sevel enn ear evelse, en em ziskleriaz dioc’htu kristen katholik.

Joseph a lenne ive ar pez a ioa muia kuzet e goeled ar c’halounou ; digas a eure da zonj da veur a bec’her euz a bec’hejou o doa ankounac’heat, ha meur a hini all a lakeaz da ruzia divar benn stad ho ene. Anaout a rea ann dud libertin dioc’h ar c’houez fall a gleve gantho, ha diouthan ha dioc’h he zillad e teue eur c’houez vad dudiuz hag a ziskoueze pegen neat oa he goustians.

Enn despet d’ann holl donezounou-ze en doa bet digant Doue, ar Zant a oue tentet gant ann drouk-spered enn eur feson rust ha kasauz. Mes treac’h e oue bepred d’he enebour dre he aket da veilla varnhan he-unan, dre he iuniou hag he binijennou a bep seurt, ha dre ma oa difennet dalc’h-mad gant ar Verc’hez Vari.

He garantez evit he nesa a rea d’ezhan labourat heb ehana evit silvidigez ann holl, braz ha bihan, kos ha iaouank, paour ha pinvidik. Var fin he vuez, e oue kaset gant he zuperiored euz ann eil gouent d’eben, hag ann dra-ze a oue avechou tenn meurbed evithan. Mes n’euz fors petra en deveze da c’houzanv, e veze ato laouen ha rezinet da volontez Doue. Mervel a reaz erfin e kouent Osimo, d’ann 18 a viz guengolo euz ar bloaz 1663, oajet a dri-ugent vloaz ha tri miz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a zo bet tentet enn eur feson rust ha kasauz, petra bennag m’oa maro pell a ioa d’ar bed ha d’ezhan he-unan, ha m’oa bet karget gant Doue a zonezounou dispar. Ar brasa sent eo a vez ar muia tentet gant ann drouk-spered, abalamour ar re-ze eo en deuz ar muia ioul da c’hounit. Seul-vui ma’z oc’h tentet eta, seul-vui e tleit kaout fizians da veza e gras Doue. Rak ma vijac’h dija d’ann diaoul, hema ne gemerfe ket kement-se a boan evit ho tougen d’ar pec’hed. Red e d’ehoc’h goulskoude beza ato var evez, diouall da gounta re varnhoc’h hoc’h-unan, ha kendelc’her da c’houlenn sikour digant Doue ha digant ar Verc’hez.