Buhez ar Sent/1913/Magloar

◄   Alor, Alan hag Evarist Magloar Simon ha Jud   ►


ar seizved var ’nn ugent a viz here


SANT MAGLOAR, ESKOP


————


Ar zant-ma, ganet e Bro-Zaoz, a ioa kenderv gompez da zant Samson. Ho daou e ouent lakeat abred er skol gant sant Ildut ; mes, pa oue echu he studi ganthan, Magloar a zistroaz d’ar gear, ha Samson, er c’hountrol, a ieaz dioc’htu da vanac’h.

A benn eunn nebeut bloaveziou goude, Samson, dija belek, a oue galvet da vont var dro he dad a ioa kouezet goall glanv. Neuze Magloar, gounezet dre gomzou he genderv, a reaz ive he zonj da guitaat ar bed eveldhan, ha raklal ec’h heuliaz anezhan enn he gouent.

Samson, o veza bet sakret eskop divezatoc’h, a roaz ann Urs a avieler da Vagloar hag her c’hargaz da brezeg. Mes, etre daou, eunn eal a lavaraz d'ann eskop nevez treuzi ar mor evit dont da Vreiz. Samson a zentaz var ann heur ouz ar vouez-se euz ann env, hag a zigasaz ganthan he genderv.

Diskenn a rejont var douar Breiz e kichen kear Dol hag abarz nemeur Samson a oue choazet evit kenta eskop ar gear-ma. Magloar her sikouraz da c’houarn he eskopti, ha dreist holl, da gelenn var guirioneziou ar feiz ann dud a ioa o chom ennhan.

Ann dud-se a ioa c’hoaz paianed, lod anezho ; lod all a ioa badezet, mes n’o doa nemed ann hano a gristen, hag ho buez a ioa paian. Samson a labouraz betek he huanad diveza d’ho gounit holl da Zoue, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan a gemeraz evit skleraat ho sperejou ha lamet ann dizursiou hag ar giziou fall euz ho zouez. Hogen, Magloar a zalc’he bepred koumpagnunez d’he genderv e kreiz he labouriou abostolik, ha goude he varo e oue hanvet da eskop enn he blas.

Ebarz er garg-ma e prezege heb ehana evel Samson, hag, evel Samson ive, ez oa evit ar bobl eunn tad leun a garantez hag eur pastor meurbed eveziant. Mes tudchentil ar vro a veze aliez e brezel ann eil ouz egile, ha Magloar n’oa ket evit gouzanv ann dra-ze. Dont a reaz erfin da skuiza gantho ha goude beza gouarnet he eskopti epad tri bloaz, gant eur furnez hag eunn dousder hag a c’houneze d'ezhan kalounou ann holl, e lakeaz henvel sant Budok enn he blas, evit mont he-unan da ober he ermitach eunn hanter-leo dioc’h Dol.

Eno e tremene he amzer o pedi, o vedita hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Chom a rea pell hag hirr da veilla enn noz, hag aliez ne gouske banne. Ne zebre kouls lavaret tamm ken nebeut, ha ne eve morse nemed dour. Ato e veze guisket deread ; mes dindan he zillad all e touge bepred eur zae reun.

Ar brud euz he zantelez a reaz da eur maread tud diredet d’he gaout a bep tu. Darn a deue hebken evit he velet, darn all evit goulenn kuzul diganthan, ha darn all erfin evit he bedi da obten evitho digant Doue ar iec’hed pe eur c’hras all bennag.

Eur c’hount pinvidik euz a enez Jerze, o veza bet pareet ganthan dioc’h eur c’hlenved heuzuz, a roaz d’ezhan ann hanter euz ann douarou en doa enn enezenn-ze. Neuze ar Zant a ieaz di da zevel eur gouent, hag heb dale e oue er gouent-ma ouspenn tri-ugent manac’h. Prest goude, e oue eur gernez vraz e Breiz, hag eleiz a Vretouned, euz ar renk huela zoken, a oue dare d’ezho mervel gant ann naoun. Mes kaout a rejont sikour e kouent Magloar e Jerze. Ar Zant, leun a fizians e Providans Doue, a ingalaz entrezho ann ed hag ann traou all a dlie servichout d’ezhan da vaga he venac’h. Doue hen rekoumpansaz o pourvei da ezommou ar re-ma enn eunn feson burzuduz, ha n’e ket boued a vankaz d’ezho.

Sant Magloar a varvaz leun a veritou ha brudet dre he viraklou, d’ar 24 a viz here euz ar bloaz 586, oajet a bevar-ugent vloaz.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma ne zebre kouls lavaret tamm, ha ne eve morse nemed dour ; kement-se goulskoude n’en deuz ket miret outhan da veva betek ann oad a bevar-ugent vloaz. Dibri hag eva nebeut, ouspenn ma’z eo iac’huz d’ann ene, a zo ive iac’huz d’ar c’horf. Dibri hag eva re, er c’hountrol, ouspenn ma pounnera ar spered, ma toug d’ar pec’hed vil ha ma vir ouz ann den da c’hellout en em zevel varzu Doue dre ar bedenn, a zo c’hoaz noazuz d’ar c’horf hag a ziverra ar vuez. Ann dibri hag ann eva re, eme zant Aogustin, o deuz lazet muioc’h a dud eged ar c’hleze.