Buhez ar Sent/1913/Simon ha Jud

◄   Magloar Simon ha Jud Narsis   ►


ann eizved var ’nn ugent a viz here


SANT SIMON HA SANT JUD, EBESTEL


————


Simon a ioa ganet e bourg Kana er Galilee, hag abalamour da ze e oue leshanvet Kananean. Lod a lavar zoken eo enn he eured e chenchaz hor Zalver ann dour e guin, hag e oue ar mirakl-ma ar penn-kaoz ma kuiteaz peb tra evit heul Jezuz-Krist.

Jud, leshanvet ive Thadee, a ioa breur da zant Jakez ha mab da Vari Kleophas, c’hoar-gaer d’ar Verc’hez. Bez’ez oa eta kenderv gompez d'hor Zalver, ha Jezuz her c’harie evel unan euz he vrasa mignouned.

Goude m’oa diskennet ar Spered-Santel var ann Ebestel, Simon a ieaz da brezeg ann Aviel d’ann Ejipt, ha Jud d’ar Mesopotamii. Gounit a rejont ho daou eur maread eneou da Zoue, hag a greiz he labouriou abostolik Jud a skrivaz eul lizer d’ann holl dud fidel euz a gostez ar Zao-Heol evit diarbenn ar fals kredennou a ioa dija diouanet enn ho zouez.

Abarz ar fin, Simon ha Jud en em gavaz asambles er Pers, hag eno ho frezegennou a zougaz adarre kement a frouez ma ne c’houfe den niveri ar baianed a zigore ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. O velet kement-se, beleien ann idolou a gemeraz kaz outho, hag a c’houlennaz kounje digant ar roue da ziskouez oa ho doueou galloudusoc’h eged hini ann daou abostol. Ar roue a roaz kounje d’ezho, ha setu hi neuze ha gelver dirak ar prins holl alvokaded ar vro, enn eur lavaret: « — Ma ne c'hellomp ket miret ouz ann dud-ma da barlant, ni a anzao n’oump mad da netra. »

Evit guir, ann alvokaded a jomaz mud epad c’houec’h heur dioc'htu dirak beleien ann idolou hag ar roue, hag a zistroaz d’ar gear goloet a vez. Mes unan bennag ho aliaz da vont da gaout Simon ha Jud, hag ar re-ma a lavaraz d’ezho : « — Mar kirit kredi e Jezuz-Krist, c'houi a vezo treac’h d’ho tro da veleien ann idolou. » Ann alvokaded a anavezaz dioc’htu Jezuz-Krist evit ho Zalver hag ho Doue, ha goudeze e c’houlennjont beza galvet adarre dirak ar roue asambles gant beleien ann idolou. Galvet e ouent, hag ar vech-ma beleien ann idolou a jomaz mud d’ho zro. Unan euz ann alvokaded a ziskouezaz d’ezho ker sklear ne oant nemed gaouiaded, ha ne oa ho doueou nemed drouk-sperejou, ma ne c’helljont ket respount eur ger.

Beleien ann idolou en em venjaz o lakaat, dre eunn taol maji, eur maread aered da zifourcha dirak ar roue. Ar prins a gemeraz aoun, hag a c’halvaz ann daou abostol d’he zikour. Simon ha Jud, o veza erruet, a zastumaz ann aered enn ho zae hag a hejaz anezhi goudeze oc’h beleien ann idolou. Ar re-ma a oue flemmet e meur a leac’h, hag ar roue a felle d’ezhan e vijent lezet da vervel evelse. Mes ann daou abostol a bareaz ho gouliou.

Enn despet d’ar mirakl-ma, lod anezho a jomaz aheurtet enn ho dallentez, hag en em lakeaz da redet ar vro evit planta pennadou er bobl a enep Simon ha Jud.

Ann daou abostol, o veza eunn devez e kear Suanir, a oue treinet unan anezho dirak idol ann heol, hag egile dirak idol al loar. Mes, petra bennag a rejot, ne oue ket dare d’ezho kinnig ezans d’ann idolou-ze. Neuze ar bobl a ieaz enn egar outho, hag ho lazaz ho daou var ar plas. Sant Simon a oue heskennet he gorf dre an hanter, ha sant Jud a oue dibennet.

SONJIT ERVAD

Beleien ann idolou a gemeraz kaz ouz ann daou abostol-ma o velet pegement a baianed a c’hounezent da feiz Jezuz-Krist. Evelse ive, bep vech m’o pezo c’hoant da ober eunn dra bennag evit gloar Doue pe zilvidigez ann eneou, ann drouk-spered hag ar re a zo he vevellien var ann douar a raio brezel d’ehoc’h hag a glasko kaeat ouzhoc’h. Mes ne rit van evit ann dra-ze : abred pe zivezad, Doue a vezo ato treac’h d’he enebourien. Hag evidoc’hui na gemerit ket neac’h ma teu ann dud fall d’ho kasaat ; muioc'h a ze e plijot da Zoue.