C’houæc’hved pennad — VIII

R. Prud’homme, 1903  (p. 175-176)



VIII


Noz-du en Jeruzalem. — An dud ebarz, ar chas e-mæz !


Terri hon fenn d’imp a ra ar Judevien. Hep keu eta ec’h eomp e-mæz euz o sinagogen. Petra bennak eo tremen koulz d’imp distrei d’ar gær. Ouspenn c’houæc’h heur hanter eo : æt eo an heol da guzan, ha kaset ’n euz gantan an domder vraz ; deut eo an noz ’n eun taul, ha ganti amzer fresk ha terziennuz evidomp-ni. Ouspenn ze, n’eo ket diriskl bale dre ruio Jeruzalem goude serr-noz, dreist-holl en karter ar Judevien. Setu perak (marvad e zo bet eun *enkleo etre renerien ar pelerinaj ha renerien kær), setu perak e kavomp war dreuzo ar sinagogen eun ofiser euz ar polis turk, an em lak da gerzet en hon rauk. Goaz breman da neb a drofe ’n e benn noazout ouzimp ! N’eo ket stank ar goloio a ziskoue d’imp hon hent, ha na roont ket kalz muioc’h a sklerijen evit golo lutik. Koulskoude hon deuz ezom da welet ’pelæc’h e kerzomp. Mar na dioallomp ket, e lakfomp hon zreid war ar bernio *fagn e ver krog da deurel war ar ru ’vit bean liped gant ar chas. Dija eo stag ar re-man gant o friko : troieta ’reont, ha c’houesa, ha ’n em deurel etre diouhar an dremenerien. Mes ’benn eun nebeudik aman, na deuio den e-bed d’o nec’han. Difennet eo bean an noz war ar bale, dindan ar boan da vean laket en disheol an de warlerc’h, mar ver tapet. Ar ru ’zo neuze d’ar chas ’vit bean dilouzet gante. Arc’hoaz, mar gan en kær beure-mad, e kavin ’nê, ’vel ma ’m euz græt aliez, o peurachui o labour.


————