C’huec’h trâ so necesser evit ober ur goëssion-vâd

L. Prud’homme, 1846  (p. 399-402)



Petra-so necesser evit ober ur goëssion-vâd ?
C’huec’h trâ.

I. E renquer goulen sclerigen ar Speret Santel : evit ober ur goëssion-vâd eo necesser deomp anaout, detesti hor pec’hejou, hac en em gonvertissa : hoguen, ne allomp quemen-ma, nemet dre sicour an êe : goulennomp eta a greiz hor c’halon, evel sant Augustin, ar c’hraç da anaout-mâd an Autrou Doue, ha d’en em anaout-mâd hon-unan : noverim te, noverim me ! [1] En em anaout hac en em zisprisout eo a ra ar guir furnez, hervez levr an Imitation : se cognoscere et despicere summa sapientia est [2]. Sant Frances Borgia en em gave mâd e pep leac’h, abalamour m’en devoa sourci, emezan, da gaç e pep leac’h en e roc an anoudeguez anezan e-unan [3]. Leveromp eta, da guenta, ur beden-bennac evit goulen ar c’hraç d’en em anaout.

II. Examinomp-mâd hor c’houstianç : aroc commanç an examin-ma, guelomp pegueit-so abaoue hor c’hoëssion diveza : ha nî hor boa bet an absolven : ma n’hor boa quet bet an absolven, ha mar en em adressomp da ur c’hoessour-all, goude beza coësseet ar pec’hejou cometet abaoue hor c’hoëssion diveza, e tleomp ive coës ar pec’hejou cometet abaoue an absolven diveza hor boa bet. Guelomp neuse ha nî hor boa bet ur guir glac’har d’hor pec’hejou hac ur propos ferm d’o c’huitaat : mar hor boa nac’het ur pec’het bennac, pe vanquet da ober ar pez a voa recommandet deomp gant hor c’hoëssour, evel da bardoni, da restitui, da rapari an tor hon doa græt d’an nessa en e vadou pe en e reputation, e tleomp commanç dre en em accusi eus a guemen-ma. Evit anaout hon offançou, songeomp e pep-unan eus a c’hourc’hemennou Doue hac eus a c’hour-c’hemennou an Ilis, er pec’hejou capital, en deveriou hor stad, er plaçou hac er personachou hon deus darempredet.

III. E renquer en em excita, a greiz calon , d’ar glac’har da veza offancet Doue. Pebes calonad evit ur c’hriminal pa vel e quichen tribunal e varner traou pere a rent testeni en e-enep, evel an alc’huëziou a bere ez-eo en em zervichet evit laërez, an ostilhou gant pere en deus græt e vuntrerez, al fals-lizerou dre bere en deus tromplet e nessa ! evel-se ive, peguer-bras ne dlê quet beza glac’har ar pec’her, pa zonch er plaçou hac er personachou en deus hentet, er moyenou hac er memprou a bere ez eo en em zervichet evit cometi e grimou ? Seblantout a ra dezan o c’hlêvet o crial venjanç en e-enep : guelet a ra e zaouarn rus eus a voad un Doue leun a vadelez pehini en deus crucifiet a nevez dre e vuez-fall ; dont a ra dezan da zonch penos en deus collet ar barados ha militet an ifern : ô pebes goal-eur evithan ! ô terrupla coll ! ô brassa motivou a gueuz hac a c’hlac’har !

IV. Ret eo caout ur propos ferm d’en em zihoal eus ar pec’het en amzer da zont, ha da ober ar binigen gourc’hemennet gant ar c’hoëssour, da lavaret eo, ret eo caout ur volontez sincer da cench a vuez ha da heuill an avisou-mâd a vezo roet deomp eus a bers Doue, en dribunal santel eus ar binigen. Evel ma tle an den clân beza resolvet da ober ar pez a ordren e vidicin, evel-se ive e tleomp beza resolvet da ober ar pez a ordren deomp ar c’hoëssour, evit gallout en em viret eus ar pec’het : hor propos ferm, eme an deologianet, a dle beza effedus ha padus : assanti a dleomp da guitaat hon ty, hor bro, hor c’hærent, da goll ha da souffr pep-tra, quentoc’h evit cuëza a nevez er pec’het ha memes quentoc’h evit chom en occasion eus ar pec’het. Mar de ho troad pe ho lagad caus deoc’h da offanci Doue ha da goll ar barados, eo ret deoc’h en em zizober anezo hac o zeuler pell-diouzoc’h, eme Jesus-Christ [4].

V. Coës hon oll bec’hejou gant simplicite, humilite ha sincerite : gant simplicite, evel ur c’brouadur pehini a lavar guella ma ell, quement en deus guelet ha clevet ; gant humilite, evel ur c’hriminal pehini a esper touch e varner o lavaret ar virionez : gant sincerite, evel ur merour honest pehini a rent, bep bloas, gant lealdet, cont d’e væstr… Ret eo esplica ar zirconstançou pere a cench ar speç eus hor pec’hejou : an oll circonstançou-se a zo comprenet er c’homzou-ma : quis ? quid ? ubi ? quibus auxiliis ? cur ? quomodo ? guando ? [5]Quis ? piou oc’h, hac e pe stad en em gavit ? ha c’hui-so angaget er briedelez ? consacret da Zoue, pe diangach ? rac, suposit ho pe cometet ur pec’het lubric, ar pec’het-se a vezo diffarant, hervez an diffaranç eus ho condition hac eus ho stad : etre tud diangach, eo hepquen fornication : cometet gant un den dimezet, eo un aoultriach, ha gant un den consacret da Zoue, ur sacrilach. 2° Quid ? pe seurt pec’het eo ; laza ne dê quet canna hepquen ; brassoc’h pec’het eo laërez cals a draou eguet laërez nebeud a drâ : laërez bioc’h ur paour eguet laërez bioc’h un den pinvidic… 3° Ubi ? e peleac’h ? hac en ilis eo hoc’h eus scoet pe laëret? ha dirac cals a dud eo hoc’h eus blasphemet, drouc-preseguet, pe laëret ?… 4° Quibus auxiliis ? gant petra ? dre valiç, pe hep songeal ?… 5° Cur ? perac ? hac evit noazout d’an nessa eo hoc’h eus lavaret ar guær-se ? hac evit en em ficha da blijout d’an dud eo hoc’h eus collet hoc’h amzer?… 6° Quomodò ? penos ? pe seurt moyenou hoc’h eus implijet evit dont a ben eus ho tessin ?… 7° Quandò ? p’heur ? epad an ofiç divin eo hoc’h eus-hu evet ? danset ? aliet hoc’h eus-hu ar re-all da ober eveldoc’h ?… Mar gouzoc’h just, ped guech hoc’h eus cometet ar memes pec’het, e tleit lavaret just ped guech en deiz, er sizun, er mis, er bloas, epad ar goëssion, ne dê jamaes permetet henvel den : dihoallit ive da rei da anaout, en ur fæçon bennac, ar re o deus pec’het assamblez gueneoc’h.

  1. [Aug., Soliloq. II, 1, 1.]
  2. [Cf. Tho. Kemp., Imit. Chr., I, 2, 4 (ad verb. : Hæc est altissima et utilissima lectio, sui ipius vera cognitio, et despectio).]
  3. […]
  4. [Matth. XVIII, 8-9.]
  5. [Lavar boutin (alies lakaet war gont Kwintilian).]