Cantic evit goulen sclêrigen ar Speret Santel

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sperèd Crouéour, deit ag en né ha Deut, Speret-Santel, eus an Eê.

J.-B. Lefournier, 1836  (p. 5-6)



CANTICOU
SPIRITUEL
COMPOSET EVIT USACH
AR MISSIONOU.
————


AR VENI CREATOR.
Cantic evit goulen sclérigen ar Speret-Santel.
Var an ton latin :


Deut Speret-Santel eus an Eê,
Deut da visita hon ene,
Ma vezo eus ho craçz carguet
Ar galounou oc’h eus formet.

C’hui a zo hanvet Consolateur,
Donezoun Doue hon C’hroueur,
Feunteun à vues, Tad Eternel,
Hac Onccion Spirituel.

Seiz donezoun a zigacit ive ;
Rac c’hui eo bis dourn deou Doue :
C’hui zo prometet gant an Tad,
Hac hon laca da gomz er vad.

Roït sclerigen d’hor sperejou,
Roït carantez d’hor c’halounou,
Ha dre ho vertus rentit cre
Hor c’horf èn é infirmite.

Pellaït ar Speret adversour,
Roït deomp ho peoc’h hac ho sicour,
Ha grit dre ho cundu bepret,
Ma tioüallimp ouc’h peb pec’het.


Grit deomp anaout Douë an Tad
Grit deomp anaout Douë ar Mab,
Ha cridi ferm e zouc’h ive
Speret an eil hac eguile.

Ra vezo Douë an Tad meulet,
Ha Douë ar Mab ressuscitet :
Ra vezo c’hoas ar Speret Glan,
Meulet ive gant peb-unan.

Amen.