Deut, Speret-Santel, eus an Eê

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sperèd Crouéour, deit ag en né ha Cantic evit goulen sclêrigen ar Speret Santel.



AR VENI CREATOR,
Evit goulen sclêrigen ar Speret-Santel.
Var an ton latin.


Deut Speret-Santel eus an Eê,
Deut da visita hon ene,
Ma vezo eus ho craç carguet
Ar galounou oc’h eus formet.

C’hui a so hanvet Consolateur,
Donezoun Doue hor C’hroueur,
Feunteun a vues, Tad Eternel,
Hac Onction Spirituel.

Seiz donezoun a zigacit ive ;
Rac c’hui eo bis dourn deou Doue :
C’hui so prometet gant an Tad,

Hac hon laca da gomz er vad.

Roit sclêrijen d’hor sperejou,
Roit carantez d’hor c’halonou,
Ha dre ho vertus rentit cre
Hor c’horf en e infirmite.

Pellaït ar speret adversour,
Roit deomp ho peoc’h hac ho sicour,
Ha grit dre ho cundu bepret,
Ma tioüallimp ouc’h peb pec’het.

Grit deomp anaout Doue an Tad
Grit deomp anaout Doue ar Mab,
Ha cridi ferm e zouc’h ive
Speret an eil hac eguile.

Ra vezo Doue an Tad meulet,
Ha Doue ar Mab ressuscitet :
Ra vezo c’hoas ar Speret Glan,
Meulet ive gant peb-unan. Amen.