Cantic var maro Jesus-Christ er groas
Evit en em excita d’ar c’heûz d’he veza offanset, ha d’ar resolution d’en em distaga diouz vaniteou ar bet. Var an ear gallec : Des folies d’Espagne, pe autramant, Le bon Jésus nous prie et nous exhorte.
HA possubl ve, va Salver ha va buez,
Ho pe’r maro evidon gouzanvet,
Ha n’am be quet ouzoc’h an anaoudeguez
Pe diouz malêr hoc’h eus ma gouarantet ?
Jesus maro, staguet gant tachou cruel
Ouz ur potanç ha curunet a spern,
D’am dilivra diouz ar maro eternel,
Diouz an diaoul ha diouz tân an ifern.
Sell, va ene, tachet er groas he vemprou,
Squillet he c’hoad evit dont d’as coualc’hi ;
Sell peguement a boan hac a dourmanchou
En deus souffret evit da sauvetei.
He souffrançou ne d’int quet cuzet ouzit ;
Dreizo ar vein so bet en em fraillet ;
Hac hen alfe soufr quen evit da c’hounit ?
Couscoude ez out ingrat outan bepret.
Te vel maro nep en eus bet da grouet,
Dre da grimou te so bet he vourreo ;
Ha c’hoas ne d’ê morse da galon touchet ;
Quent-se ne rez nemet pec’hi peb tro.
O va Jesus ! grit eta, me ho supli,
Ma vezo leun va c’halon a regret,
Rac ma’z on deut quen terrubl d’hoc’h offansi,
Ha ma’z oun bet quer criz en hoc’h andret.
Ar bed a zeuas ouz ho maro da grena :
Grit ma creno gant queuz hor c’halonou,
Ma teuint ivez eguis ar vein da ranna,
Pa’z omp-ni bet quiriec d’hoc’h oll boaniou.
Cunduit pelloc’h, va Salver, hor c’hamejou ;
Pardonnit deomp an amser dremenet,
Ha n’hon list quet da zistrei d’hor pec’hejou,
M’hor servijimp en amser da zonet.
Fizianç am eus, va Doue, en ho madelez,
P’hoc’h eus quement evidon anduret,
Ne glasquit quen [ ] nemet [2] ober trugarez :
En hoc’h eta ec’h esperin bepret.
Evid hoc’h-hu epmuiquen e renonçan
D’a[n] [3] dromplerez [a] [4] vaniteou ar bed :
D ec’h-hu epquen, va Jesus, en em rentan,
Ha ne c’hortoan nemet hoc’h eürusdet. Amen.