◄ Ma Vijenn Barz | Chapel Zand-Ervoan | Kimiad eur Zoudard Iaouank |
O tremen parrez Kalanhel
En em gaviz rez eur chapel ;
Eur chapel zaved a-nevez
Da zand-Ervoan-ar-Wiriounez.
Uz ann or dal zo kizellet
Skoed Du Parc, aotrounez brudet,
Gant o ger : Trec’hi pe vervel !
Ger tud dispouroun er brezel.
Ia ! C’houi zo bet tud-chentil reiz,
Marc’heien galloudeg a Vreiz.
Pegen kaer e ioa ho kwelet,
Stard, ter, war ho kezek sternet.
En em strinka, vel ann tarann,
Gand ho kleze dir, enn emgann,
Arog bepred, soun ho paniel,
O krial : Trec’hi pe vervel !
Ho kwad, vel dour en deuz redet,
Vit gounid bez Zalver ar bed :
Du Parc, eo unan ann Dregont
A drec’haz ar Zaoz divergont.
Stourmed hoc’h euz d’ar maro,
Vid ar Roue, ar feiz, ar Vro,
Marvet, ann dourn war ho kleze,
Ho taoulagad war-zu ann Ee.
Ann amzer, gand he falc’h garo,
En deuz raoged ho panniero,
Diskaret touriou ho kestel,
Poultrennet eskern ho kernel.
Hogen, chomet zo koulsgoude
Eur barz dister ouc’h ho ligne,
Evit kana, e iez Arvor,
Meuleudiou braz d’hoc’h evor.
Itroun, c’houi zo merc’h ouc’h o gwad,
Hag hen anzao a rit gant stad ;
Miret hoc’h euz karantez Breiz,
Bro al lealded hag ar feiz.
D’e-hoc’h e kinnigann va gwerziou,
Dister, vel brug hor meneziou,
Hag ho kaloun wir a drido,
O kleved ekleo ouc’h ar vro.