Kimiad eur Zoudard Iaouank (Bombard Kerne)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kimiad ur soudard yaouank.

P. Le Goffic, 1866.
◄   Chapel Zand-Ervoan Kimiad eur Zoudard Iaouank Distro ar Zoudard e Breiz   ►


Kimiad eur zoudard iaouank


————


War Don : Al labourer


Ma c’haloun a zo frailled dre nerz ma enkrezou ;
Ma daoulagad entanet n’ho deuz mui a zaelou,
Deud eo siouaz ! ann devez ma rankann dilezel
Lec’h kaer ma bugaleach, ma bro gaer Breiz-Izel !

Keno d’id, ma zi balan, kuzet barz ann draonien,
Tachen c’hlaz var behini, bugel, e c’hoarien ;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol a bere,
E pad tomder ann hanvou, e kouskenn da greiz-de.

Keno ! Keno ! Mamm ha tad, breman, n’esperit mui
E chomfe ho mab kared da harpa ho kozni,
Evit gounid d’hoc’h bara, vel m’hoc’h euz graet d’ezhan,
Al lezen zo didruez, ho kuitaad a renkann.

Nag a wech, ma mamm dener, e renkfet-hu lenva,
Pa zeui ma c’hi ankenied e dro d’hoc’h da ruza ;

Pa welfot, war ann oaled, ma skabellik c’houllou
Hag ar c’hifnid o steui war ma fenn-baz derou.

Keno ! bered ar barrez, douarou binniget,
Pere a guz ma c’herent gand ar Zalver galvet ;
Da wel ann Anaoun klemmuz, n’inn mui war ho peziou
Da skuilla dour binniget mesket gant ma daelou.

Keno ! ma muia karet, ma dousik koant Mari,
Eur blaneden digar a zeu d’hon glac’hari ;
Euruzdet ha levenez skeduz zo tremenet
Vel enn hoabl ar goumoulen gant ann avel kaset.

Na welinn mui da lagad ker lemm ha ker laouen
O virvi gant plijadur, e ti pa erruenn,
Da zournig gwenn ker mibin o trei ar c’har e dro ;
Da vouez flour mui na glevinn o kana va gwerzo.

Pa oamp er c’hatekismou, hon daou c’hoaz bugale,
Hor c’halounou diskiant, e kuz a n’em gleve,
Dirag Gwerc’hez ar c’hroaz-hend, nag a wech e touejomp
Na erru-je birviken disparti etre-z-omp.

Iaouang ha dibreder, siouaz ! ne wiemp-ket
Nag a bet c’houerventez er vuez zo hadet ;
Evid omp ne oa, neuze, lezennou na Roue,
N’anveemp med eul lezen, hini ar garante.

Keno ! Ma nez-amezek, Iannig ma gwir vignoun,
Kamarad ma c’hoariou ; ma breur dre ar galoun,

Piou a gemero breman lod ebarz ma foanio ?
Piou a gomzo gan-in-me deuz ar gear hag ar vro ?

Hep-z-oun te ielo breman d’ar parreziou tosta,
Da bigosad al leuriou, barz el lajou-dorna ;
Hep-z-on te iel da c’hounid maout ar c’hourennadek,
Da chasa war rubanou ebarz ar varadek.

Keno ! Ma c’hazek velen, skanv evel eunn heiez,
Mistr evel ul logodenn, jentil vel eunn oanez ;
N’ez santinn ken, dindan-oun, gand ann hast, o tripal,
Ma daouarn mui ne stagind ar zaeien war da dal.

Keno ! Ma c’hi keaz, Mindu, ma leal kamarad,
N’efomp ken, dre ar c’hlizen, da glask roudou ar c’had ;
Na glevinn ken, er menez, da chilpaden skiltruz,
War ma dourn mui ne zantinn da deod garantezuz.

A benn eunn nebeud amzer, kalz a vignouned ien,
Barz er zoudard divroet, hep mar, ne sonjfont ken,
Mes da galoun te, Mindu, n’eo ket ken ankoezuz
Pell e ri c’hoaz va c’hanvou, gand da iezou klemmuz.

Keno ta plijaduriou, leuriou-nevez, prejou,
Nezadegou, nozvezou, foariou ha pardoniou,
Ebatou ker birvidik, biniou zard ha sklentin,
Na drido mui va c’haloun gand da zoniou lirzin.


Keno kemend a garann, keno da virviken !
Pell ouc’h a Vreiz me varvo, mantret gand ann anken,
Vel eur blanten gizidik, evid ar vro krouet,
A renk gwenvi ha mervel, kerkent m’eo divroet.


————


D’ann Aotrou Herri, e Kemperle,
GWIR VREIZIAD A GALOUN HAG A IEZ


————