Chapelet ar gurunen eus ar Verc’hes

L. Prud'homme, 1849  (p. 651-657)


DEVOTION PARTICULIER

Da enori ar Verc’hes, an Dreindet sacr ive dreizi, lavaret ar Chapelet bian eus he c’hurunen, evit obteni ar c’hraç da gaout ur maro mad.

GOude beza roet deoc’h ar fæçon da recita ofiç an hano hac ar gurunen eus ar Verc’hes Vari en commançamant al levr-ma, em eus sonjet rei deoc’h er fin anezan ive ar fæçon da lavaret ar cha- pelet bian eus ar memes curunen, evit ma plijo gant he benediclion, oc’h obteni digant Doue ar c’hraç da nep en em servijo eus an heuriou-ma evit he bidi, da veza exaucet gant he drugarez divin. Amen.

Ar gurunen-ma eus ar Verc’hes sacr, mam hor Salver, a so composet eus an deir Pater noster hac a zaouzec Ave, Maria. An teir Pater-se a vez lavaret en enor d’an tri ferson adorabl eus an Dreindet pere ho deveus ornet a c’hraçou ar Verc’hes Vari dreist an oll : hac an daouzec Ave, Maria, a vez lavaret en memor eus an daouzec privilej e deveus recevet digant al liberalite a Zoue, hac a so represantet (hervez sant Bernard) dre an daouzec stereden pere a orne ar curunen a ioa var ben an itron admirabl-hont eus an Apocalips er scritur sacr. Ouzpen e reer ouz ar Verc’hes goulennou er chapelet-ma eus he c’hurunen evit ma plijo gant-hi obteni deomp digant he map quer ar graçou pere a gonsideromp oc’h he lavaret.

Chetu ama’ta ar fæçon da lavaret chapelet ar gurunen-ma. Goude beza grêt sin ar groas ha recitet ar Gredo devotamant en brezonec en enor d’an Dreindet sacr e leverrot an teir Pater hac an daouzec Ave, Maria, non pas diouz-tu ; rac an daouzec Ave, Maria-se a bartajet en teir loden, o lavaret peder Ave, Maria varlerc’h peb-hini eus an teir Bater.

Ar guenta Pater a leverrot en enor d’ar c’henta person eus an Dreindet, an Tad eternel, evit he drugarecaat eus ar peder donæson ha privilej en deveus roet d’he verc’h guer ar Verc’hes sacr, da c’houzout eo :

Da guenta, eus he fredestination eternel, o veza bet choaset ganta da veza mam d’he Vap unic ha da veza ar barfeta hac an excellanla eus he oll grouadurien bur, hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive an donæson bras ho predestination d’ar c’hloar digant an Tad eternel. D’an eil, eus he c’honception bur hac immaculet, pa ê bet preservet ganta diouz taic’h eus ar pec’het orijinel ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h diganta ive ar c’hraç da gonceo en hoc’h oll œuvrou un intantion bur hac eün da blijout da Zoue.

D’an trede, eus he nativite pe he guinivelez, en pehini ez ê bet ornet gant ur santelez an excellanta, gant vertuziou ar re vrassa, ha gant peb seurt perfectionou ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive ar santelez.

D’ar pevare, eus an incarnation, pa zigaças etrese ac enni un Arc’hel da annonç dezi ar myster incomprenabl-se, o tigaç ive dezi neuse souden he Speret-Santel hac erfin he Vap propr ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h an impression, an hevelidiguez hac ar frouez eus ar gommunication adorabl-se en deveus quemeret Doue gueneomp dre an incarnation.

Evit goulen eta ouz ar Verc’hes ma obteno deoc’h ar peder seurt graçou-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deus recevet digant an Tad, e leverrot en enor dezi, en calite a verc’h dezan, ar peder Ave, Maria, varlerc’h ar Pater guenta-se ho pezo lavaret en enor d’an Tad eternel.

An eil Pater noster a leverrot en enor d’ar Map, an eil ferson eus an Dreindet, evit he drugarecaat eus ar peder donæson pe brivilej gant pere en deveus ornet he vam sacr ar Verc’hes Vari, da c’houzout eo :

Da guenta, da veza bet chomet en spaç a nao mis en he c’hof santel, ha da veza bet sortiet anezan hep offans ebet d’he guerc’hdet, hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ur burete vras a gorf hac a ene.

D’an eil, da veza ma en deveus bet sunet he leaz virginal, ha quemeret he vagadur eus he divron sacr ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ar vagadurez eus hoc’h ene, pehini eo he gorf sacr hac he oad precius.

D’an trede, da veza ma en deveus-hi bet great ar rejantes hac ar c’houarneres eus he vuez endra edo en minorite ; hac e c’houlennot outhi ma her pedo ive d’ho couarn ha d’ho possedi antieramant.

D’ar pevare, d’he beza bet rentet compagnunez dezan en oll drevel eus he vuez hac eus he varo ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h ive diganta ar c[’]hraç [1] da anduri gant patiantet diouz an exempl anezi, quement a blijo gant Doue da rei deoc’h dn souffr.

Evit goulen eta ouz ar Verc’hes ma obteno deoc’h digant he Map ar peder seurt graçou-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deveus recevet diganta, e leverrot en enor dezi, en calite a vam deza ar peder Ave, Maria, varlerc’h an eil Pater-se pehini ho pezo lavaret en enor d’ar Map.

An drede Pater noster a leverrot en enor d’ar Speret-Santel, an trede ferson eus an Dreindet, evit he trugarecaat eus ar peder stereden-all ha privilej, hac eus an donæsonou excellant en deveus bet accordet d’he bried chast ar Verc’hes Vari, da c’houzout eo :

Da guenta, d’he beza rentet mam ha guerc’hes assambles ; hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h diganta ur soumission barfet hac ur resination antier d’an urz ba d’ar volontez a Zoue, evel e deoue-hi pa lavaras d’an Æl : Eccè ancilla Domini, chetu ama servijeres an Autrou, etc.

D’an eil, da veza ma en deveus bet grêt he zemeuranç enni evel en he dempl sacr ; hac e c’houlennot outi ma obteno deoc’h ar c’hraç da veza ive un templ d’ar Speret Santel, eleac’h ma raï he zemeuranç actuel ha perpetuel, oc’h ho conservi bepret en stad a c’hraç.

D’an drede, eus he maro santel hac eürus pehini a erruas ganti dre un effort ar brassa eus he c’harantez pur hac ardant en andret Doue, goude pehini he diguemeras en he assomtion glorius en eê, eleac’h ma he greas rouanes d’an Ælez ha d’an dud hac e c’houlennot outhi ma obteno deoc’h digant ar Speret Santel ive un assomtion eus ho speret hac eus ho calon etrese an eê, ma raï deoc’h sevel continuelamant ho sonjesonou, hoc’h affectionou hac ho tesirou varzu an eürusdet eternel.

D’ar pevare, eus he c’h[u]runamant [2] en eê, oc’h he beza curunet eno gant ur pomp, ur manifiçanç hac ur c’hloar inconcevabl en creis an assamble eus an oll gourtisanet celestiel, en calite a rouanes hac a impalaëres var ar bed universel, hac etablisset an alvocades evit ar bec’herien dirac Doue, ar gonsolatrices d’ar re afflijet, hac an dispensatrices eus an oll densor a c’hraçou Doue ; hac e c’houlennot outhi ma plijo ganti ober deoc’h santout an effet hac ar profit eus an oll galiteou excellant-se e deveus recevet, hac obteni deoc’h er fin ur maro santel diouz an exempl eus he hini.

Hac evit goulen ouz ar Verc’hes sacr ma obteno deoc’h digant ar Speret Santel ar peder seurt donæson-ma, hac en memor eus ar peder brivilej-ma e deus recevet diganta, e leverrot en enor dezi en calite a bried dîn deza, ar peder Ave, Maria varlerc’h an drede Pater-se pehini ho pezo lavaret en enor d’ar Speret Santel.

Pa na ellac’h quet derc’hel memor eus an traou-ma oll o lavaret ar chapelet bian-ma eus a gurunen ar Verc’hes, ne dleit quet evit quement-se lesel hep he lavaret, ar merit ho pezo na mui na meas oc’h he offr d’an tri ferson adorabl eus an Dreindet ha d’ar Verc’hes sacr er memes intantion-ma eguis ma ho goar Doue hac ar Verc’hes.

Curunen ar Verc’hes quen chapelet quen a ofiç a so un devotion approuvet mad. Sant Charles en he instruction d’ar gonfessoret a recommand dezo disqui d’ho fenirantet ar fæson da recita devotamant ar chapelet, ar gurunen hac an ofiç eus ar Verc’hes, hac ar seiz salm eus ar binijen pere so ama diaraoc.

Er formuler eus an induljançou accordet gant hon tadou santel ar babet Innoçant ha Clemant unnecvet, etc. da nep a zoug chapeledou, croasiou ha medalennou benniguet ha privilejiet, hervez an decret eus a Alexandr VII er c’huec’hvet a C’huevrer 1657, er formuler-se, a lavaran, e veler recommandet ive curunen ar Verc’hes, daoust pe o lavaret ar chapelet anezi, evel ma em eus en desquet deoc’h brema souden ; pe o lavaret an ofiç eus ar memes curunen, evel ma em eus en lequeet deoc’h en commançamant al levr ma. Chetu ama an articl eus ar formuler-se evit ar gurunen, hac evit devotionou-all pere a gueffot en heuriou-ma.

Nep a vezo custum, da viana ur veich er sizun, da lavaret ar gurunen, pe ar rosera, pe an ofiç bian eus ar Verc’hes, pe offiç pe gousperou an Anaon ; pe ar seiz salm eus ar binijen gant litaniou ar sænt hac ar pedennou so valerc’h, a c’hounezo d’an deizio-ma ho lavaro, cant devez a induljançou ouspen ar re en deveus accordet ar pab eürus Pii V evit ar memes devotion-se. Comsou all lavaret Formuler int, eleac’h ma ajouter c’hoaz an articlou-ma.

Piou-bennac, pa son ar c’hloc’h diouz ar mintin, da greisdeiz ha diouz an nôz, a lavaro an Angelus Domini, etc., pe, ma n’he goar quet, a la-varo da viana ur Paier gant teir Ave’. ha toudememes pa sono glas evit Anaon, nep a lavaro neuse an De profundis, pe, ma n’he goar quet, ur Pater hac un Ave, e c’hounezo ive cant devez a induljançou.

Piou-bennac a examino be gonsianç gant ur guir regret d’he bec’hejou ha gant ur propos ferm d’en em amanti, hac a lavaro devotamant teir Pater hac Ave en enor d’an Dreindet, pe autramant pemp Pater ha pemp Ave, en enor d’ar pemp gouli eus hon Autrou Jesus-Christ, a c’hounezo dememes cant devez a induljançou, pere a allet ive da applica evit an Anaon eus ar purgator.



  1. Moullet : chraç.
  2. Moullet : c’heuru-.