Cloarec Creac’h-Mikêl

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kloarek Kreac’h-Mikel.

1890  (Levrenn I, p. 268-270)



CLOAREC CREAC’H-MIKÊL
____


Gwez-all, pa oann bihanic,
   Digodon tonton !
Er gêr, en ti ma zad,
   Mérino ma dondon
Er gêr, en ti ma zad.

   Me oe casset d’ar golach,
’Vit beza disquet mad.
   Pa oe deut poent ar medi,
Me oe kerc’het d’ar gêr,
   Nac evit mont d’ar pardon,
Da chapel sant Mikel.
   Me ’m boa eur c’hamarad euz a dostic d’am zi,
Ha me monet d’hen pedin evit donet ganin.
   Pa oann c’hoarvezet eno,
Ver gant ar gouspero.

   Ha ni ’vonet da bourmen
Dre ar verred, hon daou.
   Pa oe ac’hu ’r gouspero,
Ann dud o vont er maës,
   Me clevet diou blac’h iaouanc,
Ann eill ’lâret d’eben :
   - Setu braoa den iaouanc
’Zo ’n pardon Creac’h-Mikel !
   Mar credfenn dont d’hen pedi,
Da dont d’am c’hass d’ar gêr.
— Debonjour d’eoc’h, den iaouanc,
C’hui deufe d’am c’hass d’ar gêr ?
— Evit ho tisabuzi,
Ann dra-ze na rinn ket ;
   Me zo eur c’hloarec iaouanc,
O poursu ma studi,
   Am eus lezet ma levrio
En ti person Coadri ;
   Dre c’hracz ann Aotro Doue,
Me iel d’ho c’herc’had di.
   — Na oc’h ket re avancet
Evit galloud dimi ?
   — M’am bize c’hoant dimizi,
Me oa dimezet mad,
   Da eur Vinores iaouanc
A gichenn ti ma zad ;
   Hounnês e deveus mado,
Ha ti-forn ha milinn.
   Liorz caer da bourmeni,
En he c’hreiz, eur c’houldri,..


Canet gant Jannet Kerguiduff, en Taulé, 1850.


______________