Covizion Jannet
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kovizion Janed.
Emile Bouillon, 1890 (Levrenn II, p. 46-48)
COVIZION JANNET.
____
Ter mestrezic me am boa bet
Na ouïenn deuz pini zellet :
Unan oa tort, enn all oa cam,
Eun all oa dantier,’vel he mamm.
Ann dort a lâr a dimezo,
Gwinco ar gam pez a garo.
’Benn eiz dez goude oamb dimêt,
Setu van clanv ma dous Jannet ;
Setu van Jannet clanvourès,
Clasket ar c’hure d’hi c’hovès.
P’oa ’r c’hure o coves Jannet,
Oa Jann er prennestr o sellet.
Skei ’n or en ti gant eun tôl troad,
Saludi ’r c’hure gant eur fassad :
— Me n’am, boa gwelet biscoaz den
Covès ar merc’hed dre benn ho glin !
— Ho croeg, ’mezhan, ’zo bouzarès,
Ve rèd mont uz d’ei d’hi c’hovès .....
____________