Craou Bethleem
Ar greden euz a eun Doue oc’h en em ober den a zo bet chomet ato etouez an dud, daoust pegement a denvalijen a voa deut da c’holo ar virionez dre ma pelleat dioc’h ar penn kenta euz ar bed. E guirionez, azalek pec’het Adam, map Doue en doa prometet dont da brena an dud reuzeudig a voa en em verzet d’an drouk speret.
Ar bromessa-ze ne voa ket ancounac’het. Ar baianet zoken, pe gen diskiant bennak ma voant oc’h adori loenet ha pep seurt falz idolou, o devoa gouscoude ar greden euz a eun Doue deut da chom en ho zouez dindan furm an den.
Hogen ar bromessa-ze zo bet sevenet, hag ar c’hraou a velomp savet bep bloaz e pep ilis da Nedelec a zigas da zonch deomp ez eo e guirionez map Doue en em c’hreat den, hag ez eo deut da chom en hon touez.
Jesus a deu er bed, dianavezet, paour ha dister. Guelet a rit-hu, dioc’h an abardaez, o vont goustadik gant an hent, tost da gaerik Bethlehem, eul labourer en he vella oad, scoaz oc’h scoas gantha, eur Verc’hez hag e deuz a vec’h pemzek vloaz ? Ar re-ze eo Mari ha Joseph. Deut int di euz a Nazareth ; hogen den n’eo falvezet dezhan rei digemer dezho. Re baour int, hag e clascont brema en dro da gaer eul leac’h bennak da dremen an nos. Digouezout a reont en eul leac’h ma’z eus toullou mengleuz, a zo lod anezho toullet egis creier pe lochennou, hag eleac’h ma teu avechou ar vessaerien pe ar bastored divar dro da glask ar goudor, epad ma tiouallont ho loenet er meziou a zo eno a dost.
En unan euz an toullou-ze en em denn Mari ha Joseph, hag eno, e creiz an noz, eo ganet map an oll-c’halloudek. He vam santel n’e deus nemet truillou da lacat en dro dezhan, eun nebeut plous da lacat dindanha, hag eur manjouer da rei dezhan da gavel. Roue an env hag an douar a deuaz eta didrouz er bed-ma. Ne dlie ket gouscoude chom dianavezet. Eun ael zo casset da gas ar c’helou eurus d’ar bastored a zioualle ho loenet er meziou var dro Bethlehem. An ael en em ziskuez dezho e creiz eur sclerijen gaer hag ho c’halonou a voue carget a drubuil hag a spont. Sonjal a reant guelet Doue, hag ar bobl a Israël a c’houlenne ne velje ket Doue gant aoun da vervel. Dindan al lezen goz e voa an amzer a aoun hag a zoujans ; hogen brema e voa deut amzer ar garantez hag ar fizians.
« N’o pezet aoun ebet, eme an ael dezho ; eur c’helou a zigasan deoc’h hag a roio eul laouenidigez vras deoc’h ha d’an oll bobl. Eur zalver zo ganet evidoc’h hirio e kaer David. » Ha setu kerkent eur vanden aelez o cana a eur vouez : « Gloar da Zoue e barr an envou, ha var an douar peoc’h d’an dud a volontez vad. » Var gement-se an aelez a ieas kuit.
Ar vessaerien pe ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp da Vethlehem da velet ar burzud zo discleriet deomp. » Dont a reont d’ar red. Caout a reont Mari, Joseph hag ar bugel gourvezet er c’hraou. Eno e vouent kenteliet, a lavar deomp an aviel. Mari, ep mar, a voue ar genta a brezegaz aviel he map. Messaerien euruz ! mont a rejont ac’hano en eur renta gloar da Zoue euz a gement o doa guelet ha clevet.
Ar c’hraou a Vethlehem en deus roet tro d’an dud a galon da zevel creier, pephini ervez he zevosion, evit digas sonch euz a c’hinivelez ar mabik Jesus. Ama e cavot eun dorgen pe eun duchen savet ; e beg an dorgen-ze eun toul craou gant eun ejen hag eun azen diabarz, ha neuze ar bugel Jesus er manjouer gant Mari ha Joseph en he gichen. E troad ar menez, bandennou denved o tostaat, lod tostoc’h, lod pelloc’h, hag ar bastored varlerc’h o vont da velet ar bugel nevez ganet. Setu ar pez am eus guelet va unan en eun iliz eleac’h ma vijen chomet a dra zur eun anter dervez da zellet oc’h ar bandennou denved ha pastored-ze a lavarfac’h a ve oll e prez o clask gouzout piou a vezo da genta e kichen ar mabik Jesus. Ne deus netra hag a gomsfe oc’h calon eur c’hristen evel eun tamik menez evelse.
Guelet a rit ar mabik Jesus en he gavel pe mar kirit, en he vanjouer. E beg eur menez ema, en eun toul craou. A bep tu e velit pastored, prez varnezho, o tont d’he velet ; ama zoken, mar kirit sellet mad, e velot eur pastor, lezet gantha lod euz he zenved var he lerc’h, evit en em gaout kentoc’h. Hag ar mabik divin, euz he graou anter digor, a vusc’hoars oc’h an oll vessaerien pe bastored-ze a deu a brez d’he velet ha d’he adori.
En eul leac’h all, e cavit eur c’hraou toet gant plous. Tro var dro eur vezen bin bennag gant scourrou carget a rubanou paper, a gemerfac’h, en eur vont en iliz, evit erc’h, ha zoken, goude beza bet eur pennad o taoulina dirag ar mabik Jesus, e sonch deoc’h c’hoaz eo guez goloet a erc’h eo a zo en dro d’ar c’hraou coant-ze, hag e lavarit : O va Doue, penauz ec’h ell ar bugel paour-ze herzel gant ar riou pe an anoet !
En eul leac’h all c’hoaz e cavit eur c’hraou anter dizolo. Ælez zo o c’hournijal tro var dro ; ar c’hraou avad zo ken dirapar ma tle ar re zoken zo crea ho goad, crena enha gant ar riou. — Pephini evelse en hor bro a Vreiz-Izel, pep parrez a ro da vap Doue eur merk euz he c’harantez hag euz he anaoudegez vad.
Ar c’hraou pe ar manjouer ma c’hourvezas Jesus-Christ enhan e Bethlehem, a zo hirio e Rom, en ilis Santez-Mari major a c’halver ive avechou ilis Santez-Mari-ar-C’hraou. An tamou coat-ze, a zo bet cavel Jesus, a zo hirio prenvedet ha couls lavaret brein. Bep bloaz e vezont roet da ziskuez, da Nedelek, ha tud ep niver, an daelou en ho daoulagad, a deu da zellet outho ha da bidi dirag an tamou coat-ze, ar re bresiusa zo er bed goude coat ar guir groas. An tamou coat-ze zo hirio en eur voest caer great gant cristal, hag an oll a ell ho guelet. Kement christen zo a zrid gant levenez deis ginivelez an hini zo en em c’hreat evidomp bihan, paour ha dister. Ar zonch euz ar mabik bihan-ze, ganet en eur c’hraou, e creiz ar boan, ar baourentez, an dienez a bep tra, ne dai morse euz eur galon hag e deuz eur zantimant vad bennak. Santez Tereza, o veza eun dervez o vale dre he c’houent, a velaz en eun taol dirazhi eur bugel bihan, coant evel ar verelaouen. Souezet meurbet, ar zantez a c’houlennas :
— Piou oc’h-hu ?
Ar bugel a lavaras :
— Livirit din da genta hoc’h hano.
— Me, eme ar zantez, eo Tereza Jesus.
— Ha me, eme ar bugel, eo Jesus Tereza.
Meur a zant all o deus bet an heur vad da velet ar mabik Jesus oc’h en em ziskuez dezho ha d’hen derc’hel etre ho divrec’h, evel sant Bernard, sant Anton a Badou, sant Stanislas Kostka ; hounnez a dra zur zo eur c’hraz euz ar re vrasa ; hogen ne ket red he c’haout ; avoalc’h eo deomp gouzout e chom Jesus e calon an hini her c’har, e calon an hini zo e stad a c’hras. Hiniennou a lavaro marteze e carfent guelet map Doue evel ma her guelas Mari ha Joseph e craou Bethlehem. Hogen na vezomp ket nec’het ; her guelet a raimp goude ar maro, ha neuze ne ket evit eur pennadig epken e vezo, mes evit an oll eternite.
Leveromp eta dirak craou ar mabik Jesus. « Gloar da Zoue en huela euz an envou, ha peoc’h var an douar d’an dud a volontez vad. »