Da vap Doue en em c’hreat den
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889 (p. 17)
Da vap Doue en em c’hreat den.
————
Mar tleomp da Zoue ar brasa anaoudegez vad evit hor beza crouet, evit beza roet deomp ar vuez, kement on euz ha kement ma zomp, e tleomp c’hoas muioc’h dezhan evit beza roet he vap muia karet evit hor prena, e tleomp c’hoas muioc’h d’an Doue Salver-ze en deus teurvezet en em ober den ha mervel var ar groas evit hor savetei ; rag an iliz a c’half eurus fazi pe bec’het hon tad kenta, abalamour anez n’hor bije ket bet eun hevelep dasprener, eun hevelep Salver. Meuleudi an Doue Salver-ze, meuleudi he hano santel a dlefe beza dalc’h mad e ginou pep kristen. Setu perag e laker ama eur goms bennag en he henor.
————