D’Alc’houeder park ar Mestr

Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 129-130)



D’ALC’HOUEDER PARK AR MESTR
————



\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c' {
        \clef treble
        \key d \minor
        \time 6/8
        \partial 8*3
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Andantino } }
d8 f e | d4. e8 f g | a4. g8 a d | c4. a8 c bes | \break
a4. g8 a d | c4. bes8 a g | f4. g8 a bes | a4. g8 f e | d4. ~ d4 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Al -- c’houe -- der koant, ev -- nig te -- ner,
Tar -- nij dre -- oll ha kân se -- der,
Skuilh e pep lec’h, gant ma -- de -- lez,
Komz Dou -- e, peuc’h ha le -- ve -- nez.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #160
    %  ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}


Diskan :



Alc’houeder koant, evnig tener,
Tarnij dre-oll ha kân seder ;
Skuilh e pep lec’h, gant madelez,
Komz Doue, peuc’h ha levenez !

War-dro gant an neve-amzer
Ha bleun kentan ar prajeier,
Eul lapousig, eun alc’houeder,
A gân e Breiz soniou tener.

A-us da barouz Pont-Melve,
E kân dreist-oll gant karante,
O vont d’an Nenv gant ar beden
Pe gant ar mennad o tisken.


En pep kalon, ’n pep tiegez,
E strink dihued ha levenez,
Rak e brezoneg, hon yez kaer,
E kân stank stank an alc’houeder.

Bep sûn, betek ma zraouiennig,
E tiskenn hekleo e vouezig ;
Goneet gantan ma ine
Evurus a lar trugare ;

A lavar trugare gwirion
D’ar rener mad, den a galon,
A stign telen an alc’houeder,
Hen stumm kenkouls ’n e labour kaer.

Neuze e sonjan gant dudi :
Arabad c’hoaz fall-galoni !
Keid m'he do ebestel ken reiz,
Ar fall ne gludo en hon Breiz.

Pa glask kement a fall-skridou
Breina spered ha kalonou,
Frealzus eo gwelet sevel
Dre-oll kelaouennou santel.

D’eze holl mil bennoz Doue
Hag en hano Breiz, trugare !
Ra vevfont pell ’kreiz an enor,
Da deul frouez santel en Arvor !