Ouz troad ar mene, e sav drant (diou wech)
Lochennig plouz ma dousig koant.
Diskan :
Dousat eo ar garante !
Da veuli he dudi bemde,
Kanomp gê !
’N eul lec’hig koant, flour ha didrouz,
Lec’h ma kân noz de al lapouz,
Bemde, war ar roz alaouret,
Ec’h a da vêsa he denved.
El lanneg-ze, envor dousan !…
E welis anei da gentan.
Eun heol hanv a bare skedus,
Me a valee hunvreüs,
Pa glevis eur vouezig laouen,
O tiston seder en draounien.
Mouez sklintin eur vêsaerezig
Ken tener evel he zonig ;
Hag er roz, 'touez ar bleun melen,
‘Welis o lintran he hoef gwen.
« O plac’hig, kanet c’hoaz, m’ho ped ;
Ho tiskan a zo kaer meurbed ;
Ho son tener hag ho mouezig
A ra tridal ma c’halonig ! »
O ruian, ar vêsaerezig
A blegas he zellou doanik.
He dremm oa dous, he bleo melen
A glaouiere war he zal gwen…
’N hon c’hichen eun evn a gane,
Ha dre e zon e lavare :
Me ive, gantan goneet,
A laras d’ar plac’hig karet :
Kompren a reas ac’hanon
Breman, kevred, kan hon c’halon :
Nag e vemp disterik ha paour,
Evurusted zo gwell ’vit aour !
’N hon zi bihan, ’ skeud ar mene,
Ni vevo drant gant gras Doue.
Ni vevo seder, da c’hortoz
Mont da ganan d’ar Baradoz.
|