D’AL LENNERIEN


————


Sevel a ran Marvailhou ar Vretoned evit ar re-oll a gar ar Brezoneg, yez koz an Arvor.

Sevel a ran c’hoaz al levr-ma evit ma’z ay da greski niver al levriou brezonek a zo, siouaz, ker rouez !…

Yaouankizou hon amzer a zo troet war al lenn ; pa na lenner ket levriou mad, e lenner levriou fall. Ar re-ma a ziruilh warnomp eus Paris evit breina ar c’halonou ; rak, petra int peurvuia ? Marvailhou pe gonchennou hudur, flear ganto, gouest da lakaat ar vosen en eur vro a-bez ma na vije ket enebet outo. Ha koulskoude ez eer d’ezo evel ma’z a loened-zo d’an teil, respet d’eoc’h !

Gwasoc’h ive e troer war an traou gallek, o tilezel, siouaz ! giziou fur ar Vretoned koz, hor c’hendadou. Na lavaran ket e ve eun dra fall lenn al levriou gallek. Ar pez a gavan fall eo ar fae hag an dispriz a gresk dre ma troer muioc’h war ar galleg. War zigarez ma c’houzont eun tamm sklabez gallek, kals tud yaouank hirio a vez klevet dalc’hmad o c’hallegat, o kana soniou diboell pe lubrik, « Viens Poupoule », « C’est la lutte finale », ha me oar ?

Hor mennoz d’eomp-ni, Barzed Gourenez Breiz-Izel, eo miret e Breiz ar giziou koz, ar brezoneg, ar c’hanaouennou digaset d’eomp a rum da rum gant ar re a zo bet en hor raok ; ni a fell d’eomp miret an onestiz, ar peoc’h, ar garantez, an unvaniez hag an urz vad e-touez hor c’henvroïz. N’eo ket dre ar galleg, m’oar vad, na giziou iskiz ar C’hallaoued eo hon devezo kement-se.

Gant ar brezoneg eo deuet ar feiz e Breiz, ha gant ar brezoneg ez ay kwit, ma tle ar brezoneg mont kwit eun deiz bennak. Penaoz an dra-ze ?

Eur bobl hag a goll he yez hag he giziou a zo eur bobl direizet ha distur. Ankounac’haat a ra an hent heuliet ganti e-doug eun niver bras a gantvejou, evit mont ’vel eun den dall en eur stread risklus ha seul ziesoc’h m’eo nebeut anavezet… Sonjit ervad, Bretoned !

Skoazel eta d’ar Varzed, e leac’h o goapaat ! Skoazel d’ezo abalamour d’ar vad a reont ; ober a rajent c’hoaz muioc’h ma na gavchent ket kement a enebiez…

Peb Breizad kalonek a dlefe beza war sav en hon amzeriou trubuilhet evit difen ar Feiz, ar Yez hag ar Vro ! Mez d’an drubarded a dro kein d’ar madou sakr fiziet enno gant sent koz an Arvor, oberourien dispar hor bro !

Fellout a ra d’in ama rei meuleudi da Yaouankiz Kristen Breiz-Izel, he deuz ententet e tle an holl hirio e Breiz lakaat o foan da viret ar brezoneg, da rei d’ezan al leac’h a enor ; ententet he deuz n’eo ket eur c’holl-amzer pleal gant unan eus ar yezou kaera eus ar bed, beo-buezek hirio kouls hag en amzer ar roue Gradlon, sant Pol a Leon, sant Kaorintin ha sant Herve. Fellout a ra d’ezo kana e yez o bro.

E gwirionez, gwelet o deus sklear en amzer da zont, rak Breiz a chommo breizek, youl Doue eo !

War zav ! O c’houi holl hag a zo yaouank ! War zav evit Doue ha Breiz !… Ober a c’hellit kals a vad dre ho komzou ha, dreist-holl, dre hoc’h oberou. Diskouezit e peb doare, a-wel d’an holl, ho peus karantez evit ar yez venniget-se, hag e talc’hit tost d’ezi evel d’eun tenzor santel. Skrivit ho liziri e brezoneg, kanit kanaouennou Breiz ha komzit dalc’hmad e yez ho tud koz.

Oc’h ober evel-se ho pezo great ho tever dirak Doue ha dirak an dud.

Va levr a goms eus Klaodinaïg, ar Blougastelladen galonek a yeas d’ar gouent goude beza roet d’he c’henvroïz ar skouer eus an holl vertuziou kristen.

Ra vezo fur evelti an holl verc’hed yaouank, hag evelti e vezint eürus, zoken el labouriou tenna, abalamour eo Doue a skuilh e vennoz war an neb a vev en e zoujanz hag a zo bepred aketus d’e zever. Da bep-hini anezo e lavarin gant ar barz Yeodet :


O ! chomm e bro da gavel,
Chomm, chomm e Breiz-Izel !


nemet dont a rafe Doue dre eur burzud eus e vadelez d’o gervel davetan en eul leac’h distro, evel ma c’hoarvezas gant Klaodinaïg.

Ar marvailhou-ma, fizianz am eus, a vo lennet gant plijadur er goanv e-tal an tan, ha da zul goude ar gousperou.

It, deliennou skanv, it dre-oll : kasit e peb tu hekleo va mouez raouliet o hopal d’an emzav ; kanit dousik, kanit tener ; lakit al levenez da bara war daliou roufennet va c’henvroïz.

Koueriaded measiou an Argoat hag an Arvor, labourerien ter an douar, tud a boan, kemerit va levr skrivet penn-da-benn er yez a gomzit hag a garit ar muia ; kemerit ha lennit, rak evidoc’h eo em eus e zavet.

O lenn unan pe unan eus ar pennadou-ma e santot marteze ho kalonou o lammet en ho kreiz. Na stourmit ket, me ho ped, oc’h ar vouez dudius-se a lavaro d’eoc’h izel :


Da ganta Doue !
Breiz-lzel goude,
Hag he Yez ive !


Ha ra vezo ar c’homzou-ze reolen ho puez, a-vrema hag evit atao !


EVIT DOUE HA BREIZ, BEPRED


Landiviziau, 1a a viz Eost 1906.

KLAODA AR PRAT

/|\

Barz Plougastell.


————