◄ | KENSKRID, gant J.-M. Perrot |
D’AL LENNERIEN ► |
- Sant-Nouga, deiz Gouel bras ar Rozera 1906.
- KLAODA, VA MIGNON MAD,
Va fedi ’rit da ober d’eoc’h eur pennad skrid, da lakaat e-tal ho levr nevez.
Perak ’ta, p’eo gwir ho pije va c’havet atao en dizro eus a bep leac’h, n’ho peus ket goulennet an dra-ze digant unan bennak-all hag en divije bet, tra ken nemet e hano, galloud awalc’h da lakaat dioc’htu ar zell da goueza war he levr ?
Gouzout a rit ervad e vezo dister ar pez a rin, ha daoust da ze e pedit ac’hanon gant kement a galon ma na c’hellan miret da glask ober plijadur d’eur Breizad kalonek eveldoc’h.
Warlene e lakeac’h moulla « Mouez Reier Plougastell », ho levr kenta ganet, gwersiou nemet ken ennan, kouls lavaret. Eul levr kaër oa hennez ha n’en deus ket bet digant an dud an digemer ’oa dleet, a gav d’in, en divije bet. Ar bobl — an hini ma skrivomp evitan — n’en deus ket c’hoaz, pe gentoc’h n’en deus ket ken en e spered, a eskell nerzus awalc’h da dizout ganto an uhelderiou m’ho peus c’hoant e lakaat da zevel enno.
Er bloaz-man dioc’htu, daoust da labouriou tenn ho stad, ho peus kavet amzer da gempenn adarre eul levrig koant, muioc’h diouz doare hor c’henvroïz en taol-man, « Marvailhou ar Vretoned e-tal an tan » e hano.
« Marvailhou »… tra ken nemet an hano-ze a dalvezo da alc’houez d’ho levr nevez da gaout dor zigor da vont e meur a di ; hag eur wech m’en devezo kemeret e skabell, ne vezo ket diskabellet buhan, n’eus ket ezom da gaout aoun : re zies e vezo kavet en em zizober eus eur mignon ker plijadurus.
Mez da vont e meur a di-all e leac’h m’en deus ezom da vont koulskoude, e vezo an hano-ze didalvez ive, hag e kavo dor brennet, rak ar « Marvailhou », a leverer, a zo echu o amzer.
Gwechall e oa anezo stank e-touez an dud : an holl a ouie eun dra bennak, ha lod ne veze fin ebed d’o re.
« Kaer am ens kounta — a lavare d’in eur marvailher koz — nemet kounta a rafen, e kavan atao da gounta. »
Labouriou teun an hanv a veze skanvaet ganto, nosvesiou hir ar goanv a verraent ; plijadur vad ha mac’had mad a reant d’an holl, ar pez a yoa kaër, rak « eur zant trist, evel a lavar sant Fransez a Zal, a zo trist e zantelez »… Hag an ali a gavan e skridou Marianna Abgrall a zo eus ar re fura : « Tec’hit diouz tud tenval ; an dour pa na red ket a ve louz peurvuia, leun a amprevaned… »
Gwechall e oa « Marvailhou » ; sperejou an dud n’oant ket ken divoedet ha brema.
En deiz a hirio, troët evel ma’z oar war an destum arc’hant, ar blijadur a gaver o selaou ar rimadellou hag ar c’honchennou koz ne gont ket ken.
N’eus meneg ebed ken eus a vidanellerez evelse, eo m’oar vad sur :
Kaoz ar c’hezeg ha kaoz ar zaout,
Kaoz all ’bet ken n’oar goest da gaout
Nemet eun all izeloc’h c’hoaz,
Siouaz !
Setu aze ar wirionez !
Spered pobl Breiz, ar spered-ze bet maget ker mad en amzer goz, ar spered-ze hag en deus bet eskell ken nerzus da zevel etrezek kement tra gaër. mad ha gwir a zo, a ya bemdez war zisteraat, war zinerzaat, war izellaat.
N’en deus ket ken a zigor war an amzer da zont hag ankounac’haat a ra an traou presius o deus lakeat kement ha kement a rumm dud da zont betek ennan e doug ar chantvejou tremenet.
Madou ar c’horf a ya war gresk,
Madou ar spered a ya da hesk.
Piou zo da veza tamallet eus eun darvoud ken trist ?
N’eo ket c’houi eo da vihana ; rak rouez eo ar re a ro, ken dizamant ha ma roit c’houi, kement o deus evit lakaat eur vuez nevez d’en em skigna war douar Breiz-Izel ; hag o c’houzout ne c’heller ket mont war raok nemed harpet e vefed war an amzer dremenet, ho peus lakeat ho poan da zestum « Marvailhou ar Vretoned », an traou-ze hag a zo enno bannou spered burzudus eur ouenn gaẽr, hag a zo mall o destum araok ma vezint peurzisfelebet ha peurgollet da viken.
Pebez hordennad traou brao ho peus pennaouet hep ezom da vent pell…
Etouez ar « Marvailhou »-ze, unan zo hag a gavan dispar : « Klaodinaïg ». En hennez ho peus lakeat hoc’h ene hoc’h-unan, ha kement tra en deus great dudi ho kalon a vugel p’edoc’h gwechall o redek measiou Plougastell, ha pa ne oa ket eno nak eur roc’h nak eur vodenn ha ne vije ket anavezet ganeoc’h.
« Klaodinaig » n’eo ket eur marvailh koz, mez savet eo e yez ar re goz ha skrivet ganeoc’h en doare kaër-ze a ouezit lakaat anezan da gemeret dindan ho pluen dir.
Bezit dinec’h, Minorez Kerzadiou a zo eneet ganeoc’h krenv awalc’h da badout keit hag ar Brezoneg, evel m’eo great ar Brezoneg da badout keit ha reier Plougastell.
Pegouls ’ta ne vezo ket ker fallakr pe ker berwelet ar re o deus da welet war skoliou Breiz-Izel ma vezo gellet koms, skriva ha kana enno, e yez ar Vro, evel ma rear en holl vroiou-all eus ar bed ?
Na pegen plijadurus n’oa ket gwelet d’an 29 a viz Gwengolo diweza lizer-meur an Aotrou Mercier, Arc’heskob gwiziek ha brudet Malines, o c’hourc’hemenn ma vije desket ar flamanteg en holl skoliou e eskopti ! — Ar flamanteg er vro-ze a zo yez ar bobl, evel m’eo ar brezoneg er vro-man. — Pegouls ’ta e vezo taolet evez ouz hon yez-ni ivez ha dishualet hor bro baour ? Pa blijo gant Doue, gwir eo ; mez pa labouro ar Vretoned a-zevri ivez.
Kendalc’hit eta. va mignon ker, da labourat evel a rit, da gerzet gant an ero ho peus boulc’het, da stourm evit gwiriou ar bobl vreton, da zestum kement tra a c’hell maga, sevel ha rei eskell da spered ar Vro.
Nak a bed, tud desket koulskoude war o meno, tud savet gant ar bobl, skoliet diwar goust e c’houezen, maget eus ar bara a c’hounit d’ezo, hag a dleje na petra ’ta neuze, dleourien d’ezan evel ma ’z int, e sklerijenna ; hag e leac’h ober an dra-ze ne reont nemed e zalla muioc’h-mui ha rei an dourn d’ezan d’en em laza. Nak a bed !
« Ma karfe an dud pinvidik teurel eur zell bep ar mare war ar re a zo izeloc’h egeto, nak a vad a gavfent tro da ober [1]. »
Ya, sur ! ma karfe an dud pinvidik, pe i a zo pinvidik eus madou an douar, pe eus madou ar spered, n’eus forz, ranna gant ar re baouroc’h, na pegen uhel ne vefe ket savet ar Vro ! Rak seul-vui e rofed, ha seul-vui e kavfed da rei.
Mez n’eo ket evelse eo a c’hoarvez. Ar re o deus a zalc’h tost d’ar pez o deus ; brao c’hoaz pa ne c’hoarzont ket d’ar re a ro.
Daoust da ze, epad ma kas enebourien gouenn ar Vretoned o labour war raok, arabad deomp-ni chom da zellet ouz ar stered. N’eo ket bras hon niver : « N’eus forz ! » evel ma lavar an Aotrou Roudot en e bez-teatr dudius war « Maro sant Tremeur » :
« Eus an doueou eo e teu ar gounid ha n’eo ket eus niver pe eus galloud an dud [2]. »
« Skrivomp, lennomp, komzomp ha kanomp e brezoneg [3] » ; lakeomp dirak daoulagad ar bobl vreton e wiriou sakr a vez breman breset etre an treid dirazan.
Ar gwir zo treac’h d’ar bed !
Labouromp gwella ma c’hellimp hep ober van eus an dud dibreder n’o deus ken micher nemed kaout abeg e kement a ra ar re-all ; greomp hon ero, re-all a deuio war hon lerc’h hag a raio gwelloc’h, rak eur ouenn nevez a zo o sevel, kredit ac’hanon.
Dourn ha dourn eta, holl a unan atao ha war raok bepred, ha Breiz a vezo adsavet ha ne dremeno biken ; rak, evel a livirit gant kement a wirionez,
« Eur boblad tud n’hell beza dispennet
« P’ eo ar memprou etrezo unanet. »
Kenavezo. Ra ’z ay ho levr, bennoz Doue warnezan, da ober vad ha plijadur d’ « Ar Vretoned » bodet « e-tal an tan ».
Ho servicher a greiz kalon,
- J.-M. PERROT.