D’eur c’henvreur

G. Fischbacher, 1880  (p. 63-71)



D’EUR C’HENVREUR


I



Kelo, Breiziz kez, euz a bell bro
Euz ar brezel am euz bed kelo

Ar gwasa brezel hoc’h euz klevet
Aboe ar Saozon, ’ti ann Turked ;

Ha war-benn ann emgann divezan
Kalz na oelont ha dlefont goelan.

Diskaret ann dud dre ann hent ru,
’Vel ra ar meder ’n eur park ed du ;

Ha tud a c’hleve, troc’het ho gouk,
Ho stripo ’mez, kousket oar ho chouk ;

Hag ar chas a vandenn, kant a kant,
krignat penno hep badiant :

Pa dremener aboe ’nn emgann vraz
Evel er vered rer sin ar groaz.


Toullerien, eur be, gred eur be don,
Toled eno ann dud digalon ;

D’ann holl vrezelourien toulled c’hoaz
Nemed d’ar re ho gweled, siouaz !

Kollet ho gweled, ar beorien gez,
Ha ter c’hoarig emaint ’n ho evez.


II


Chetu eur zoudard oar he wele
Eunn dallig evelhen a glemme :

— Dirag ar maro na spontann ket,
Lec’h na c’hortoer n’euz spont ebed ;

Ha n’am bo keun ’bed ouz ma bue,
Pa n’a zo den en eo keun d’in-me.

D’ann dud doaniet a deu divalo,
Divalo d’in-me deu ann Anko,

Evel oar eul leur ar gourenner
’Zo ar c’hrea’ gemer he amzer.

Gweled ar gistinen re daro,
Euz ar ween eberr hi goueo


Hag’ vo dastumet oar ar ieoten,
Me ’vo moustret gant ’nn dremenerien.

Na keun kennebeut d’am gweled vad,
Pa na zistroinn da di ma zad

Lec’h garenn selled heolik Doue,
Pa na oa kuzet ma heolik-me.

Keun ebed. Med eur belek santel
Hogen c’houlann me arog mervel,

’Vid na dremeninn ket ’vel eur c’hi :
Ha gand Doue inn, pa n’inn gant-hi. —

Ken enkrezet zoudard a Vro-C’hall
Ken a freuze kalon ar re all.

Na deuaz ket eunn tad kovesour,
Me na larann ket eur verc’hik flour ;

Kovezour n’euz ket troadik ken skanv ;
Hag eunn ezen vad oar ann dud klanv,

Pa deuaz eno ann dimezel
Hag hi liou erc’h gwenn oar be eunn el

Pe ’vel ar bleunio enn eur vro ien
Lec’h ann awel goanv ’c’houez da viken.


D’he diou c’hoar enn eur skuilla daero
A lare eunn neubeut a gomzo :

— O klevet he-man am euz true
True ha glac’har ’leiz ma ine,

O klevet he-man o kimiadi,
Rag euz Bro-C’hall ’m euz sonj, em-ez’hi.

Daero skuille ’vel eur Vadelen ;
Ar iaouanka komzaz evelhen :

Divezad, ma c’hoar, eo haout true,
Ar glac’har pa ve houet enn ine.

Eunn de diwiski da iaouankiz
’Vel da vroz kaera e neve giz

D’ann abarde, goude ar gouelio.
Glaz int bet, ’rog gwenva, ann delio ;

Pa goueont, euz ar c’hoad ’deu ann holl :
Ha pa c’hai da iaouankiz da goll,

D’id ann dud iaouank na kounfont ken.
Neuze, ma c’harik, ar binijen. —

Ar verc’h iaouanka gomzaz ’velse,
Hag he mouezik lenn a garante.


III


Petra rez oar ann doen mein glaz,
Aze, ma c’houlm, ha n’eo ket de c’hoaz ;

Euz da gerc’hen eul lizer dougez.
Euz pelec’h ’ta, ma beacherez ?

Brema-zonn e korn ann oaled pri
Oa sioul eur gefniden o steui :

Hirie, me chans, dai eur c’helo fall,
Ar c’helo-man euz ma c’henvreur dall.

Ma c’houlmik, kemer da nij huel
’Dreuz ann heol, n’eo ket da Vreiz-Izel ;

D’am c’henvro kas ar son ’m euz savet
’Vit-han e Pariz, ar ger vrudet,

E Pariz, ken pell euz Koad-ann-Noz
Hag euz ’nn ifern zo d’ar baradoz.

Ke lec’h ’vel kelien e leaz troet
A varvann dud, med int frealzet.

Ha d’ann distro, eunn de mar kerez
’Tu ar c’huz-heol niji, goulmik kez.


————