A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 143-161)



Da zant Joseph.
————

Sant Joseph discleriet patron an ilis catolik. D’an eiz a vis kerzu 1870, deis gouel conception didach ar Verc’hez Vari, an tad santel en deus great discleria ar pez zo ama varlerc’h :

« Evel ma en doa Doue lakeat Joseph, map ar patriarch Jacob, da vestr var an oll Ejipt evit ma c’helje miret ed da vaga ar bobl ; evelse pa’zeo deut an amzer hag ar mare da zigas var an douar he vap unik Salver ar bed, en deus dibabet eun eil Joseph, a behini ar c’henta n’oa nemet ar skeuden, evit beza mestr ha prins var he di, hag ar gardian euz he zanvez hag euz he vella tenzoriou. »

« E guirionez Joseph en deus bet evit pried ar Verc’hez didach Mari a behini eo ganet dre vertuz ar Speret Santel hor Zalver Jesus-Christ pehini en deus teurvezet tremen e touez an dud evit map da Joseph ha beza sentuz outhan. Hag an hini o doa kement a rouaned hag a brofeted c’hoant da velet, ar Joseph-ze en deus, ne ket epken he velet, mes bevet ganthan ; he vriatet en deuz hag he garet evel eun tad. Maget en deus gant ar brasa soursi an hini a dlie an oll dud fidel eun dervez da reseo evel ar bara beo diskennet euz an Env evit rei ar vuez eternel. »

« Abalamour d’ar reng huel-ze roet gant Doue d’he zervicher meurbet fidel, an iliz e deuz ato henoret Sant Joseph dreist ar zænt all, ar muia goude he bried ar Verc’hez mam Doue, hag e deus goulennet he zicour er brasa izomou. »

« Hogen en amzeriou glac’harus-ma, evel ma zeo an iliz he unan taget e pep leac’h gant he enebourien, ha ma zeo flastret dindan reuziou ker bras mao deuz an dud difeiz esper d’he guelet erfin trec’het gant an ifern, an Eskeb euz an oll bed catolig o deus pedet an tad santel ar Pap, en ho hano hag en hano an oll gristenien fidel da lacat sant Joseph da batron d’an iliz oll. Ar pedennou hag ar goulennou-ze zo bet nevezet meur a vech e sened braz ar Vatican, hag hon tad santel. ar Pap Pii nao, mantret he galon o velet pe gen ankeniuz eo an doare ma za brema ar bed, a zo falvezet dezhan lacat dindan patroniach galloudus Sant Joseph, hen he unan hag an oll gristenien fidel, ha rei evelse ho goulen d’an Eskeb. »

« Rak ze en deus discleriet gant solanite e voa Sant Joseph Patron an ilis catolik, hag en deus gourc’hemennet e vije iviziken great he c’houel, d’an naonteg a vis meurs, doubl euz ar c’henta clas, ep eisvet gouscoude abalamour m’ema neuze ar c’horais. Falvezet eo dezhan ive choaz deis conception didach Mari, pried glan sant Joseph, evit discleria kement-ma. »

Kement a oufet da ober pe da lavaret a eneb ar pez a zo discleriet ama, n’en deffe talvoudegez ebet.

————

Abaoue ma en deuz ar Pap roet Sant Joseph evit patron d’an iliz oll, an devosion evit ar patriarch santel-ze a zo cresket cals. Mont a ran da verca ama unan bennag euz ar burzudou great gant Sant Joseph e kenver ar re o deuz en em erbedet outhan ha goulennet he scoazel. Ho zenna a ran euz eul levrig hanvet Almanac arc’hbreuriez Sant Joseph, e Beauvais.

Eun den iaouang a Lyon, goude beza renet eur vuez skueriuz, en doa great he zonch da guitat ar bed evit labourat guelloc’h d’en em savetei. He gerent n’hen leschont ket da heul ar vouez her galve, hag e chomaz er bed evit plijout dezho. Hogen o tarempred ar bed e teuas d’en em ancounac’hat, ha da ienaat e servich Doue. Ar frankiz a lezet ganthan, ar plijadurezou a gave var he hent, ar goal skueriou a vele dirag he zaoulagad, a reas dezhan lezel he zeveriou a gostez, ha goudeze coeza en dizurs. Ep dale zoken e reaz evel ar map prodig, e kuiteas ti he dad, hag e zeas da zoudard. Hogen er vicher nevez-ze ne c’hounezas ken nemet ar brud euz a eun den dizuch. Ar brovidans a otree kementse evit punisa var eun dro he dud hag hen ; he dud evit beza miret outhan da heuilla ar vouez a Zoue, hag hen he unan da veza great ar scouarn vouzar oc'h ar vouez her galve. Gouscoude he gerent, glac’haret braz o velet ho map en em rentet sclaf d’an drouk speret, a scrife alies d’an den iaouank reuzeudik liziri glibiet gant ho daelou. He bidi a reant calonek da chench buez ha da zistrei da di he dad eleac’h ma cafje ar guella digemer. Erfin, en ho anken, o velet ne c’hellent gounit netra var galon ho map, en em drojont oc’h Sant Joseph, oc’h he bidi da viret oc’h an den iaouank da vont da goll. Sant Joseph a zilaouaz ho feden ; lacat a reaz ho map da gaout eur c’heuz ar brasa d’he vuez tremenet. Kuitaat a reaz an arme, hag e tistroas da di he dud, eleac’h ma c’houlennas pardon outho euz ar boan en doa great dezho, hag en em lakeas da ren eur vuez skueriuz evel en doa great en he genta iaouankis. Evelse e c’hellet lavaret anezhan ar pez a lavar an Aviel euz ar map prodik : Maro oa, hag eo distroet d’ar vuez ; collet oa, ha setu hen cavet adarre.

E couent Carmel e Perpignan e voa eur manac’h hag a ioa vertuzus meurbet. Eun nosvez ar speret a denvalijen a deuas, gant he oll nerz hag he oll gounnar, d’he denti o clask he lacat da goeza en impurete. Ar stourmad-ze a badaz epad an noz. Ar manac’h strafuillet oll, a boanie guella ma c’helle, da bellaat diouthan ar sonjou vil a lakea an ærouant en he speret. Hogen caer en devoa, an drouk-speret a zalc’he mad, ha deut oa an deiz abars ma c’hellas gant gras Doue, lakat he enebour da gemeret an tec’h.

En dervez-ze, o veza eat e kear gant priol ar gouent, e velaz o tont etrezeg enhan eun den coz, eun ear dezhan euz ar respectapla, pehini a lavaras dezhan : « Va zad, perag er stourmajou-ze ken tenn oc’h eus bet da zouten en nos tremenet, n’eus ket deut a zonch deoc’h euz a sant Joseph ? Perak n’oc’h eus-hu ket he c’halvet d’ho sicour ? »

Ar manac’h, souezet oll o velet e c’hanaie ar pez a ioa tremenet e gouelet he ene, ha n’en doa discleriet da zen, a chomas da genta sebezet ; goudeze ez ea da respont. Mes pa falvezas dezhan comz, an den coz a ioa eat en he dro ha n’her guelas mui. An tad a grede ferm e voa an den-ze en doa comzet outhan, Sant Joseph he unan, pehini a gar beza pedet gant fizians, dreist oll pa vezer var var da goll eur vertuz hag a blich kement dezhan.

Eun alvocad euz a Lyon a grogaz ar vosen en eur map dezhan, eur potrik seis vloas. Dioc’h guelet ar bugel, oa anat avoalc’h ne chomje ket pell beo. He dad a ioa christen, ha ne gollas ket courach. En em erbedi a reaz oc’h Sant Joseph, hag e prometas dezhan, ma rente ar iec’het d’ar bugel, ez aje bemdez epad nao dervez d’an oferen d’he iliz, e lacaje devi eno cals piledou, hag e lacaje ober eun daolen eleac’h ma vije merket ar burzud a c’houlenne.

Etre daou ar vedesined a deuas vardro ar c’hlanvour bihan ; ken toc’hor her c’hafjont ma lakejont he gas d’an hospital, hag e tisclerient n’en devoa ket ouspen div heur da veva. Caset e voue-ta d’an hospital ; kerkent avad ha ma voa caset di en em gavaz pare en eun taol, hag an tad, leun a anaoudegez vad e kenver Sant Joseph, en em hastas da ober an navet en doa prometet.

Eur bugel all, pevar bloaz, a voue scoet ive gant ar vosen er memes kear a Lyon. He vam, strafuillet oll, a vouele dezhan evel pa vije maro. He alia a rejor da erbedi he bugel oc’h Sant Joseph.

— An dra-ze a rin avoalc’h, emezhi, rak deis gouel Sant Joseph eo deut er bed.

Kerkent en em lakeas da bidi Sant Joseph. Tad ar bugel o veza deut neuze d’he velet, her c’havas ken toc’hor, ma crede ez ea da dremen. Lavaret a reas kementse d’he bried. Houma avad a gendalc’he ato da bidi. Edo c’hoaz o pidi pa glevaz he map o choulen bouet, ha neuze o sevel. Pare tre oa. Ar vam carget a laouenidigez hag a anaoudegez vad, a lakeaz ober eun daolen da lacat var aoter Sant Joseph evit delc’her sonch euz ar burzud-ze. Ar brud a gementse en em skignas dre gear, hag a grescas calz an devosion evit Sant Joseph.

E kear Anvers, e couent leanezed Sant Augustin, ez euz eur chapel da Sant Joseph, chapel gaer meurbet, ha brudet dre ar grasou en deus scuillet ar Zant eno. Etouez leanezed ar gouent-ze ez oa unan hag a reat Elizabeth anezhi.

Tri miz a ioa edo clanv gant ar mean, clenved hag a zo poanius meurbet. Ker braz e veze he foan avechou, ma colle he anaoudegez. Ar vedesined a grede e voa he mean re vraz evit he denna, ha ne c’hortozent nemet he maro. Al leanez, pa ne gave mui a zicour var an douar, a c’houlennas sikour euz an Env ; hag evel ma voa devot da Sant Joseph, eo outhan e c’houlennas sicour.

Lacat a reaz eur c’houris benniget en dro d’he c’horf, ha neuze e c’houlennas digant he superiorez an otre da ober ar pedennou hag ar pinijennou a garje en henor da Sant Joseph. Kement hini ive a deue d’he guelet, ho fede da unani ho fedennou gant he re. Seulvui ma pede, seulvui ma lakea pidi, seulvui ive e creske he fizians ; kement ma lavaraz eun dervez d’ar superiolez :

« Ia, va mam, parea a rin dre scoazel Sant Joseph, ep dale em guelot dieubet euz ar mean a ra kement a boan din ; her guelet a reot ». Kendelc’her a rea da bidi, ha da c’houlen beza pare. D’an 10 a viz Even 1859 e devoa eur boan gris ; ne bade ket, hag he c’hoarezed a voa red dezho he delc’her. En em erbedi a ra adarre oc’h Sant Joseph. En eun taol ec’h eanaz he foan ; ar mean a rea he foan a ioa eat kuit. Ar superiorez hag al leanezed all a voue testou euz ar burzud-ze, hag he zicouras da drugarecat he madoberour. Ar mean a ioa pounner, hag a voue staget oc’h aoter Sant Joseph. Eur medesin heretig o veza guelet ar mean-ze a rentas testeni d’ar virionez, hag a zisclerias ne devoa gallet al leanez parea nemet dre vurzud.

Ar brud euz ar burzud ma on eus comzet anezhan en em skignaz a bell, hag a roas fizians da eur vam gez e devoa eur bugel pevar bloaz dare da vervel gant drouk an douar. Ar vedesined o velet ne c’hellent ket he barea, a rea ho zonch da droc’ha an drouk. Mes ar vam a espere eo Sant Joseph a bareje he map, hag a redas d’he chapel. Goude beza pedet eno pell amzer, ha scuillet cals a zaelou, e tistroas d’ar gear. He feden a ioa bet silaouet ; pa zigouezaz en he zi, e cavaz he bugel pare, iac’h coulz ha biscoas.

E couent santez Elizabeth, e Lyon, eul leanez hanvet Mac’harit Rigaud a goezaz euz eul leac’h huel. Al lam a voue ker stronsus, ma chomaz eno evel pa vije maro, ar goad o tont euz he ginou, euz he fri hag euz he discouarn. A bouez kemeret soursi anezhi hag he louzaoui mad, e chomaz e buez, ken diners e chomaz avad ha kement a boan benn e devoa ma ne c’helle ket harpa oc’h he fenn-vele. He anaoudegez a ioa eat ive ker fall ma ne c’helle sonjal a zevri e netra. Ar vedesinet a lavare e voa red digeri crogen he fenn. Scrija a reas pa glevas kement-se, ha dre druez outhi e voue gortozet eur pennad.

Neuze ar superiorez a lakeaz an oll leanezed da ober eun naved en henor da sant Joseph. Echu oa an naved ha ne vellea ket d’ar glanvourez, hag hiniennou euz al leanezed a c’houlennas ma en em erbedjent oc’h sant Anthelm a beder oc’h an hevelep poaniou. Mes unan anezho, hag a ioa devot bras da sant Joseph, a lavaras ne dlient ket ober an dismegans-ze d’ar patriarch santel, evel pa c’helje eur zant all caout muioc’h a c’halloud egethan da ober ar burzud a c’houlennent. En em lacat a rezer eta da bidi muioc’h mui sant Joseph, ha da ober eun eil naved a bedennou hag a binijennou. Pedennou ker caloneg a voue silaouet ; pa zonjet nebeuta, an hini glanv en em gavas pare. Ne voa den var he zro pa bareaz. En he levenez e sao euz he guele, en em visk, hag en em laca da redek dre an ti en eur grial : burzud ! burzud ! sant Joseph en deus va fareet ! Pare ker mad e voa ma c’hellaz a neuze dioc’htu ober pep tra evel al leanezed all, hag evel pa na vije bet morse clanv.

Eun itron binvidig ha devot euz a Frans, o veza lennet liziri an tadou a gompagnunez Jesus divarbenn ar mission o devoa savet er C’hanada, etouez ar gouezidi, en em zantas douget da rei sicour d’an ober mad-ze evit savetei eneou an dud keiz euz ar vro-ze. Etre daou e voue taget gant eur goal glenvet, hag ar vedesined ne anaient netra er c’hlenvet-ze ha ne c’hortozent nemet he maro.

Ar glanvourez ne gollas ket a fizians. Gouzout a rea eo dindan scoazel sant Joseph o devoa an tadou laket ho mission er Bed-nevez. Setu hi o prometi da sant Joseph, mar plije ganthan rei dezhi ar iec’hed, sevel eun ti er C’hanada evit scolia ha diorren ar merc’hedigou euz ar vro-ze. Kerkent e voue silaouet he feden, hag euz he c’hlenved ne chomas ganti nemet eun nebeut skuisder.

Ar medesin, souezet oc’h he guelet pare, a c’houlennas diganthi.

— Peleac’h-ta eo eat ho poan ?

— Aotrou, emezhi, eat eo d’ar C’hanada.

Ep dale e lakeas sevel eur gouent evit merc’hedigou ar C’hanada, hag ar vam Mari euz an incarnasion a voue ar genta superiorez er gouent se. Houma, en eur vision, a voue diskuezet dezhi e voa sant Joseph difennour ar Bed-nevez, hag eo dre he scoazel e voa-hi bet dibabet da vont di da labourat evit sildivigez an eneou. Evelse e roaz hano sant Joseph d’ar gouent nevez, hag evit siel e kemeras skeuden ar patriarch santel, ar mabik Jesus ganthan etre he zivrec’h.

Eur manac’h euz a gouent Itron Varia Menez Serrat, e Spagn, a ioa devot bras da sant Joseph. E kement a anaie euz a vuez tad mager hor zalver, netra ne douche kement he galon evel sonjal er veach a reaz o tec’het en Ejipt. O veza eun dervez eat er meaz euz he gouent da veachi evit eur gevridi bennag, en em gollas divar he hent pa edo o tistrei. Pa voa deut an noz en devoa aoun na vije taget gant al laeron en em denn er meneziou didud-ze. En he nec’hamant en em erbedaz oc’h Doue. Souden e velaz eun den o ren eul loen a ioa var he gein eur vaouez eur bugel ganthi etre he divrec’h. Ar manac’h a c’houlennaz outho an hent d’he gouent.

— Mar kirit dont ganeomp, eme an den-ze ha ne vouie ket ar manac’h piou oa, evit beza ma zeo diez an hent ha tenval an noz, me a ziskuezo hoc’h hent deoc’h, rak me hen anavez mad. Mont a rejont eur pennad mad en eur gozeal, ha ker santel oa comzou an dud-ze ma voa eun dudi evit ar manac’h ho c’hlevet, ha ma na zante tam ebet skuisder he hent. Digouezout a rejont evelse tost d’ar gouent. Pa en devoa ar manac’h anavezet he hent, he genbeachourien a gimiadas diouthan, ha kerkent e zejont ne vouie ket peleac’h, n’ho guelas mui.

Neuze e teuas da gompren e c’helle beza an den mad-ze sant Joseph, a ioa deut gant Jesus ha Mari d’he denna euz ar meneziou-ze eleac’h ma voa dianket. Comzou ar veachourien-ze euz an env a chommas scrifet ken don en he galon, ma talc’has sonch mad anezho beteg he heur diveza.

Er bloaz 1631, e savas var menez ar Vezuv, eur frail nevez bras meurbet, ha dre ar frail pe ar c’hinou-ze ar menez a zislonke tan ha ludu hag a ruille evel eur ster da c’holo an douarou a dost. Golo a rejont dreist oll eul leac’h hanvet Tour ar grek. Eno e zoa o chom eur vaouez, Camilla, devot meurbet da sant Joseph. En he zi e devoa ganthi eun nis dezhi, eur bugel pemp bloaz hanvet ive Joseph.

Evit tec’het araog ar ster-ze a dan, e devoa kemeret ar bugel etre he divrec’h hag oa en em laket da redeg en dra c’helle. Mes al ludu tan a deue ker buan hag hi. Digouezout a reas var he hent eur roc’hel ha ne c’helle ket mont dreist-hi, hag e voa red dezhi en em deleur er mor eleac’h ne ouije ket mancout da veza beuzet, pe beza tizet gant ar ster a dan a rede var he lerc’h. En eur stad ken trist e teuas sonch dezhi euz a sant Joseph. « Sant braz, emezhi, me a erbed ouzoc’h ar bugel- ma, ho fillor ; deoc’h-hu eo he savetei ».

Neuze e laca ar bugel var ar roc’hel, hag e lam he unan er mor. Hogen eleac’h coeza en dour evel ma tlie ober euz al leac’h ma e doa great he lam, e coezas var an treaz ep m’e devoue droug ebet.

He buez a ioa saveteet ; mes ar bugel lezet var ar roc’hel ha devet credabl gant an tan a rea dezhi ar brasa nec’hamant. Er meaz anezhi he unan, en em lakeas da redeg ep gouzout cals peleac’h e zea. Setu-hi pa zonje nebeuta o clevet eur vouez oc’h he gelver ; mouez ar bugel oa a deue d’he c’hlask leun a vuez ha laouen bras.

— O va bugel, emezhi en eur he vriata, penauz e c’heus-te gallet en em denna euz al ludu tan-ze ?

— Sant Joseph eo, eme ar bugel ; c’hui o poa lavaret da sant Joseph va dioual, ha kerkent ha m’oc’h eat kuit, eo deut, en deus croget em dorn, hag eo deut ganhen aze bete ma em eus guelet ac’hanoc’h.

Camilla, o vouela gant laouenidigez, en em daolas d’an daoulin evit trugarecat he madoberour santel en doa great eno daou vurzud o savetei ho buez d’he niz ha dezhi.

Daou dad euz a urs sant Fransez a ioa o veachi var eul lestr tost da aodchou Flandrez. Dont a reaz eur bar amzer hag a gasaz al lestr d’ar gouelet gant tri c’hant den a ioa varnezhan. An daou dad o devoue ar chans da c’hellout cregi en eur pez planken, ha var bouez hennez en em zalc’hjont var c’horre ar mor fuloret. Hogen sonjit petra e tlie beza ho encrez, rak ne c’hellent gortos bep momet nemet beza strinket ac’hano gant an tarziou. Caer o devoa delc’her crok mad, e velent ervad e vianee ho nerz hag e rankjent discregi ep dale. Hogen an daou dad a ioa devot da sant Joseph hag en em erbede outhan calonek.

D’an trede dervez abaoue ma edont er stad scrijus-ze, var ar planken ma voant crog enhan, e veljont ar zant en he za, dindan furm eun den iaouank leun a c’hras hag a vajeste. Ho saludi a reas gant eun ear ar sevena, ar pez a gargas calonou an daou dad a laouenidigez hag a zigasas dezho eun ners burzudus. Sant Joseph en em lakeas da ober ar sturier, ho renaz a dreuz an tarziou hag ho c’hassas d’an aod.

Pa voant eat d’an douar, kenta a rejont oa en em lacat d’an daoulin evit trugarecat Doue. Neuze e trugarekejont ive an den iaouank-ze, rak ne vouient ket c’hoas piou oa, hag her pedjont da lavaret dezho he hano.

— Me eo Joseph, emezhan ; hag e comzas neuze d’an daou dad euz ar seis glac’har hag euz ar seis levenez en doa het er vuez-ma. Lavaret a reaz ouspen n’oa nemet medita varnezho evit plijout dezhan ha caout perz en he vadoberou. Var gement-se ez eas kuit o lezel an daou dad carget euz eul levenez ha n’o doa biscoaz tanveet bete neuze.

Al leanez Janned-an-Ælez, priolez an ursulinezed, a goezas clanv, gant eur c’hlenvet a beultrin ha pistigou poanius meurbet. Al louzeier a gemeras ne reant vad ebet dezhi, hag ep dale e voa eat bete’r mouch ha ne c’hortoze nemet he heur diveza. Eun dervez he foan a ioa ker cris ma voa eat dilavar ha ne c’helle mui finval. Ne devoa ket collet gouscoude he anaoudegez, ha setu hi o velet sant Joseph, he skoazeller muia caret, o tisken euz an Env gant eun ear madelezuz, ep mar evit digas dezhi eur c’hras vras bennak. Kerkent he c’hamprig a deuas da veza evithi evel eur barados. E creiz eur goabren skeduz, ar glanvourez a velaz eun den iaouank coant meurbet, guisket caer, hag eur pilet var elum ganthan en he zorn ; anaout a reaz e voa hennez he eal mad. En he gichen edo ar Patriarch glorius sant Joseph, skedusoc’h eget an heol, hag euz eur vajeste dispar. N’en doa ket an doare euz a eun den coz, mes euz a eun den en he vella oad. Da genta ar zant a daolas var al leanez eur sell leun a zousder ; neuze e comzaz outhi, hag he alias da gendelc’her gant fizians d’hen henori evel ma rea ; goudeze he fareas. Kerkent ez eas kuit, ha kerkent ive al leanez en em gavas pare, a zavaz euz he guele hag en em viscas.

Etre daou e tigouezaz ar medesin ; al leanez a ieaz a ziarbenn dezhan, hag hen a chomaz a za, estlamet oll o velet cre ha iac’h an hini a gave dezhan a gafche maro, pe da viana dare da vervel. Trugarecat a rejot sant Joseph evel ma voa dlet hen ober, ha pephini euz al leanezed a grescaz he devosion en he genver evit tenna diganthan madoberou nevez.

Al leanez Mari ar Vizitasion, euz al leanezet Carmez divoutou, e devoue ive ar c’hras da veza renet gant sant Joseph en eur pennad beach. Pa voa iaouankig, e veve santelamant e ti he zad. Hogen Doue he galve d’ar gouent dre eun hent souezus meurbet. Digas a reas dezhi eun aoun ker bras rag ar faziou e pere e coeze, ma credaz a neuze e voa eur goal skuer evit ar vro oll. He c’honfessour ha meur a hini all a glascaz he distrei dioc’h ar zonch-ze a ioa goest d’he lacat da falgaloni e servich Doue. Ne c’heljont gounit netra varnezhi. Ober a reaz he zonch da guitat ti he zad, dindan noz, ep lavaret da zen, ha kementse, emezhi, evit tec’het diouthi he unan, mar gelle. Mont a reaz en hent, ha baleet e devoa eur penn euz an noz, pa zigouezas ganthi eun den coz, respectabl meurbet, hag a c’houlennas outhi peleac’h e zea ?

— Mont a ran, emezhi, da glask ar gouelec’h, evit tec’het diouzin va unan ha dioc’h va fec’hejou.

— It dre an hent-ma, emezhan, pe en em gollot.

Neuze e reaz eur c’helc’h en dro dezhi gant he vaz, e tiskuezas dezhi hent Palensa, hag ez eas kuit. An demezel a deuas neuze da anaout e tlie an den estren-ze beza sant Joseph, an hini en doa he scoazellet adaleg he bugaleach ; sonjal a reaz e c’hourc’hemenne dezhi mont da Balensa d’en em lacat en eur gouent. Mont a reaz eta varzu ar gær-ze. Hogen he zud pa o devoa santet an diouer anezhi, a ioa deut var he lerc’h, hag he zizas. Ober a rejont dezhi pep seurt rebechou. Hi avad a zalc’has mad, hag he c’herent o velet peger stard oa en he menoz, a ieas ganthi da Balensa, hag e c’hasas da eur gouent carmelitezed divoutou e deus sant Joseph evit patron. Eno e voue resevet leanez evit ar c’hoeur. Hogen he humilite a rea dezhi cridi e voa an dra-ze re huel evithi, hag e lavare en eur sevel he daoulagad varzu an Env : ha va ene ! va Doue, ha va ene ! Ne eanaz eta da bidi ken na voue diskennet e reng ar seurezet convers, hag eno e roaz ar skuer euz an oll vertuziou.

Tri gloarek iaouang a gompagnunez Jesus, o veza eat da ober eur pelerinach, en em gavaz eun dervez e creiz eur blenen vras. Ne velent ti ebet a dost, nag a bell, hag e voant dare gant an naoun hag ar skuisder. En diles ma en em gavent, ec’h en em gourachent an eil egile da c’houzanv evit Doue ; esper o doa e teuje an Env d’ho zicour ma na gavent ket a zicour var an douar. Epad ma edont er sonch-ze, setu hi o velet er blenen o tont varzu enho, eur goaz hag eur vaouez ganthi eur bugel bihan.

An tri den estren-ze a dosta oc’h an tri gloareg, a deu d’ho saludi, hag o velet e pebez dienez en em gavont, e kinnigont dezho bouet da zibri, hag e lakeont dirazho eur pred euz ar re c’hoeca.

An tri gloarek, souezet meurbet gant ar pez a zigoueze gantho, o divije caret gouzout piou oa an dud vad-ze. Hogen ho lentegez a viraz outho da c’houlen outho piou e voant. Ep dale avad her goueschont ep he c’houlen. Clevet a rejont eur vouez o lavaret : « Ni eo on eus savet compagnunez Jesus ». Kerkent ha ma o devoa clevet ar c’homzou-ze, an tri beacher ne vouent guelet mui.

Den ne oufe lavaret pebez laouenedigez a gargaz eneou an tri gloarek iaouang o clevet ar goms-ze a zeske dezho sclear e voa an tri-ze Jesus, Mari ha Joseph. En em lacat a rejont d’an daoulin da drugarecat Doue ; neuze ez ejont adarre en hent oc’h en em gourachi da veza ato fidel d’ho zri madoberour ha da veza ato relijiuzet skuerius. E Joseph e cavent ar skuer euz eur superior mad hag eveziant ; e Mari ar skuer euz eul lean parfet, hag e Jesus sentidigez eun neveziad oc’h en em lacat en urs.

Ar c’hoar Cecilia, a drede urs sant Fransez, euz a Vilan, e devoa eun devosion dispar da sant Joseph. He c’hustum oa iun bep merc’her divar bara ha dour en he henor. Bevech m’e deveze eun izom bennag, evit he ene pe evit he c’horf, en em erbede oc’h he fatron santel, hag hema a ziskuezaz e plije dezhan he devosion.

Cecilia a ioa eat, gant eur plac’h iaouank devot bennag all, da bardona da Itron-Varia Trapani, e Siciil. Al lestr a dlie ho digas en dro ho lezaz eun nosvez var an aod, eur pennad dioc’h Palerm. Ar merc’hed all en ho encrez, a vouele. Cecilia en em erbedaz oc’h sant Joseph, ha ne gollas ket he foan. Eun den cos, respectabl meurbet a deuas da ginnigen dezho ho hentcha.

« Va bugale, emezhan, roit ho pacajou d’an den iaouang zo aze, hag ho dougo ».

— Den mad, emezho, ni on euz eur pennad mad a hent da ober, rag e ru sant Joseph emaomp o chom.

— Me, emezhan, a chom ive er ru-ze. Alo, deomp, ha n’o pet ket aoun.

Ho c’has a reaz e guirionez beteg ho dor, hag an den iaouang a lakeaz ho facadou var an treuzou. Pa falvezas dezho trugarecat ho renerien, ne veljont hini anezho. Souezet meurbet gant ar burzud-ze e teujont, goude beza sonjet mad, da anaout e tlie ar rener mad-ze beza sant Joseph, hag an den iaouang, he vap mager pe eal mad unan anezho.

E 1548 e zoa e Napl eur sclaf morian hag a zalc’he ker pennok d’he fals relijion ma na felle ket dezhan clevet hano euz a virionezou ar feis christen. Ar pez hen rente diesoc’h da c’hounit, e voa aliou ha skuer eur sclaf all a ioa en he gichen, hag a ioa c’hoas pennococ’h egethan en he fals creden. Hema ne eane da zroukprezeg euz al lezen gristen ha d’hen distrei diouthi. Ar sclaf, o rei scouarn d’he gamarad, ne rea van euz a gement a lavaret dezhan a enep relijion Mahomet.

Gouscoude, daoust d’he zallentez, en devoa kemeret ar voazamant, abaoue daou vloas, da elumi bemnoz eul lamp dirag imach ar Verc’hez a ioa er voger en eur c’horn euz a liorz he vestr ; lakat a rea zoken eul loden euz he gommanant da brena eol evit kement-se. He vestr, christen mad, a c’houlennaz outhan perag o rea an dra-ze :

— C’hoant am euz, emezhan, da gaout skoazel ar Verc’hez Vari, rag eun itron vad eo, a gaf din, petra bennag ne anavezan anezhi nemeur.

He vestr, o clevet-se, a zonje dezhan en doa cavet eun dro vrao d’he c’hounit da Zoue, hag a gasas kemennadurez d’an tad jezuist a ioa carget euz ar sclavet. An tad a deuas ; digaset e voue an daou sclaf dirazhan, hag e comzas guella ma c’helle evit ho lacat d’en em ober christenien. Ne rejont nemet ober goab euz he gomzou ; dont a reas meur a vech, ha ne reseve bepret nemet goaperez. Neuze an tad a droaz he zell varzu an env, hag a bedaz hor Zalver da voucaat ar c’halonou caledet-ze. Pedennou ar missioner a voue silaouet. D’an noz araok gouel anter eost ar morian a ioa cousket c’hoek en eur c’hardi pa glevaz eur vouez oc’h he c’helver dre he hano, hag o lavaret dezhan :

— Abel ! Abel ! dihun ha silaou !

Dihuna a reaz, hag o veza digoret he zaoulagad, e velaz eur sclerijen gaer er c’hardi, hag e creiz ar sclerijen-ze eun itron euz eur genet dispar, hag en he c’hichen eun den respectabl meurbet a ioa ganthan eur zail arc’hant leun a zour. Abel strafuillet o velet eun dra ker souezuz, a lavaras :

— Piou oc’h-hu ? ha penauz oc’h eus-hu gallet dont ama, ha beza alc’hoezet an doriou ?

— Me, eme an Itron, eo Mari, an hini m’ac’h euz rentet henor d’he skeuden el liors, hag an hini zo ganhen eo Joseph va fried. Diskennet oun euz an Env evit da alia d’en em ober christen, ha dagemeret an hano a Joseph.

— Itron, eme ar morian, gourc’hemennit din ar pez a gerot, hag e sentin ouzoc’h ; ne c’houlennit ket diganhen avad beza christen, rak coll a reot ho poan. Daoust d’ar respont-ze ar Verc’hez a dosteaz oc’h ar sclaf gant eun ear laouen, a lakeaz he dorn var he scoaz hag a lavaras dezhan gant madelez :

— Abel, na rit mui ar pennok ; en em c’hrit christen.

Neuze Abel a velaz e voa trec’het.

— Ho torn sacr, emezhan, en deus touchet hag entanet va c’halon. Fallout a ra din senti ouzoc’h ha beza christen, ha neuze e kemerin an hano a Joseph. Hogen penauz e teskin-me pedennou ar relijion gristen, me paour kez den ne ouzon netra ?

— Me ho desco dit va unan, eme ar vam a drugarez. Hag o cregi e dorn deou ar morian, evel eur vam e dorn he bugel, e tescas dezhan ober sin ar groaz, hag e prometas dezhan n’hen ancounac’haje morse. Lavaret a reas dezhan neuze e vije desket he bedennou all dezhan gant an tad a ioa bet kentoc’h oc’h he alia d’en em ober christen.

Ar morian, hardiseet dre gement a vadelez, a c’houlennas neuze penauz a reat evit dont da veza christen. Neuze ar Verc’hez, o kemeret ar sail a ioa gant sant Joseph, a scuillas dour var benn ar morian, hag a lavaras :

— Setu aze petra a rai ar beleg evit da vadezi, ha kerkent da ene a deui da veza ker guenn hag ar zae-ma a velez en dro din. Goude ar c’homzou-ze mam Doue a iea da vont kuit. Ar morian en doa c’hoant d’he delc’her hag a lavare :

— Guerc’hez santel, prometit din e teuot d’am c’honsoli, mar teu din beza ankeniet :

Mari a brometaz e teuje, hag a ieas neuze kuit.

Abel a zavas neuze hag a redas da gaout he vestr evit lavaret dezhan ar pez a ioa digouezet ganthan. Antronos vintin e voue kemennet d’an tad, ha pa voa deut, ar morian a c’houlennas caloneg ar vadiziant.

Ar sclav all, he gamarad, an hini en doa great kement evit miret outhan d’en em ober christen, o veza clevet ganthan ar pez en doa guelet, a c’houlennas beza badezet ive. Great e voue scol dezho eun derveziou bennag, ha ne vouent ket pell evit beza desket avoalc’h da reseo ar vadiziant. Dek sclav all, o kemeret skuer dioutho, a zigoras ive ho daoulagad d’ar virionez hag a voue badezet ive gantho. An dervez-ze a voue eun dervez caer meurbet. Abel, pehini a voa ar c’henta er gouel caer-ze a gemeraz an hano a Joseph evel ma voa bet gourc’hemennet dezhan gant ar Verc’hez, hag en em ziskuezas bepret din euz a scoazel he baeron.

Ar vam a drugarez ne zaleas ket da rei mercou nevez a vadelez dan hini a c’heller da lavaret e devoa choazet evit map. Hema o veza eun dervez nec’het ha melconiet, a reaz he beden evelen :

— Guerc’hez santel, setu ama ar mare evidoc’h da zelc’her mad d’ho promessa. Kerkent Mari en em ziskuezas dezhan en eur lavaret :

— Joseph, o pet pasianted !

Ar c’homzou-ze a zigasaz eul laouenidigez ker bras e calon ar sclaf christen, ma cave dezhan, evel ma hen lavare he unan, beza er barados.

————