Da Zantez Anna
Santez Anna zo enoret e kalz a lec’hiou e Breiz izel ; bez’e deuz aleiz a chapelou dre ar vro, bez’ez eus gouscoude daou leac’h brudet dreist ar re all, ha muioc’h darempredet gant ar bardonerien ; santez Anna Vened en escopti Guened, ha santez Anna ar Palud en escopti Kemper. Santez Anna ar Palud ne deo ket ker brudet ha santez Anna Vened petra bennak ma vez ive enhi pelerinet aleis, ha zoken deiz ar pardon braz e vez eno marteze muioc’h a bardonerien evit a vez e santez Anna Vened pa vez muia. Rak brema ez euz eur bloavez bennak, ofiserien vras, boas da velet armeou, boas da velet bandennou braz a dud destumet en eul leac’h, a voue clevet o lavaret e credent e voa neuze dirag ho daoulagad, e Teven pe Baluden santez Anna, var dro pevar ugent mil den. Eno ive ar pardon a bad eur miz, adalek gouel ar zantez e fin mis gouere beteg ar zul diveza a viz eost. D’ar zul diveza-ma eo ema ar pardon bras. En deis-ze eo eun dudi beza eno eun nebeut araog an oferen bred, o velet prosesionou o tigouezout eno euz ar parreziou divar dro ; dreist oll o velet prosesion Douarnenez. Douarneneziz a deu avechou da zantez Anna dre vor, a dreuz ar Bae ; hag estlam a ra an oll o velet ar Bae-ze ker braz ha kel ledan, goloet a vagou, daou pe dri c’hant bag, eun arme a vor ; ar bagou oll carget a dud ; en ho c’hreiz, var eur vak kempennet a zoare, ar veleien, ar ganerien, hag e kichen, ar c’hroaziou hag ar panielou. Eun dudi eo guelet ar prosesion-ze ha clevet an oll vordud-ze, gant ho moueziou boas da drec’hi var an trousmor, o respont ora pro nobis oc’h al litaniou, o lacat da dregarni var eun dro ar mor hag an douar.
Chapel santez Anna ar Palud zo bet savet a nevez ha brema ez euz eno eur chapel gaer, kement hag eun ilis parrez euz ar re genta.
Gouscoude santez Anna Vened eo ar vrudeta a chapelou santez Anna e Breiz-izel. Eno ive ez eus savet eur chapel nevez ; ne ket eur chapel ; eun ilis kaer, eur gatedral eo a vo savet. Di eo e car mont e pelerinach ar gristenien a bevar c’horn Breiz. Mont a reont di a hiniennou, a vandennou, a barreziou a bez e prosesion. Eno e caront en em zestum pa o deus c’hoant da ziskuez ho anaoudegez vad da Zoue ha d’ho fatronez santel, da ober eun act a feiz a zoare a vouez an Env hag an douar, da ziskuez dirak daoulagad ar bed oll pe ger stard e talc’hont d’ho relijion. Coms a raimp ama izeloc’h euz a zaou euz ar pelerinachou bet e santez Anna Vened ; daou belerinach hag a vezo sonch anezho ato keit ha ma vezo comzet ar brezoneg er vro-ma. Araog avad e livirimp eur ger divarben an doare ma zeo bet savet chapel santez Anna brema ez eus tost da dri c’hant vloas.