Da anaon Guyomarc’h

Armorica, 1935  (p. 79-80)



DA ANAON
THÉOPHILE GUYOMARC’H
___________


Dirazout, mestr ar bed ha salver an den kez,
Daoulinet, gant gwir doujanz, en arvar hag enkrez,
Reuzeudik, en va daëlou karget a c’hwerventez,
A c’houlennan ganes, kinnig prim d’am mignon
    Glac’har braz va c’halon.

Daou vreur a oamp ! ha barzed e oamp ive hon daou.
Unanet dre al lê d’ober brezel d’ar gaou.
En karantez hor bro, maget gant gwad ar Vamm
A viremp glan ha kaër, brud eul ligne divlamm.
Pa vanke d’in re vuan astenn va c’hammejou
Eur c’helenner feal a boueze va c’homzou.

E galon a oa frank ha digor braz d’ar mad
E yalc’h, hep damanti, rinset d’ar paour, gant stad,
Prestr atao da sikour, da rei skoazel d’an holl
Hep sonjal ’nije ket alies e zigoll.
Speredek ha gwiziek, evelse dous ha fur,
Met enebour kaled d’an dud fall ha hudur.

Skubet eo va c’henvreur, o tizreï deuz va zi !
E varo trist kenan a ra din hirvoudi,
Na gollin ket envor ! biken na zisonjin
Deuz va mignon karet, ken karantezus d’in,
Biken deuz va spered na gerzo ar c’homzou,
An diveza gleven o tont deuz e c’hinou.


Gant va fedenn kaloneg, kalz kenvroïz a leiz
A gaso, dre berz Doue, trugarez d’ar barz Breiz.

      Pa vleunio ar brug a neve
      Dapin eur vouden euz ar mene,
      Kichen e vez, a blantin neuze
      Kaëra fleurenik an Arre,
      Hag an avel flour, iskiz
      Da Verrien, en tal an iliz
      A gano da Phil Guyomarc’h
      Sôn burzuduz an douar.
      Hag awechou, an ezen dener
      A zougo d’añ kan an Alc’houeder.

Miz Kerzu 1929.

_______________