Danevellou a Vreiz/Maro Tristan

troet gant Adrien de Carné.
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922  (p. 92-106)



MARO TRISTAN



Ra vezo meulet Tristan al Leonard, niz kaer ar Roue Mark, hag a zo bet, eur weach c’hoaz, treac’h d’an enebourien e Bro Vreiz. Lazet en deus en eun emgann leal, Estult an den rok, hag e c’houeac’h breur, marc’heien galounek o seiz, ha n’en deus bet ken skoazel nemet hini Tristan ar C’horr bet lazet en abaden ze.

Hogen, en eun emgann ken tenn ze, ar brezeliad, siouaz ! a zo c’hoarvezet gantan kaout eur gouli marvel digant taol eur goaf m’edo kontamm outan.

Enkrezet meurbed, ha leun c’hoad, e tistro, a boan vras, d’e gastel Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerza.

Pedi a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudeta. Dont a ra eur c’halz anezo, mez hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa oc’h ar goaf nag evit ober louzou krenv awalc’h da gas er meaz eus e gorf ar boan a grign anezan.

Hag ar c’hontamm a ya dounoc’h douna en e wazied, ha setu kaloun ar brezeliad o vont mui oc’h mui war yennaat dindan enkrez ar maro.

Ema o vont da vervel ma ne zen den da rei sikour d’ezan. Mat ; sonjal a ra e Yzeult ar Rouanez, e Yzeult a ve, hep mar ebet, goest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan. N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; red eo d’ezan he gervel ha rei d’ezi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulen a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outan e kuz.

Mignoun kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazel nemet hoc’h hini war an douar ma a Vreiz-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da barea va gouli, ha va maro a dosta. Yzeult, va muia karet, evelato, a oufe kavout al louzou dreist, mar gellfen goulen diganti dont d’em c’hichen.

Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran, va mignoun karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulen d’ar Rouanez. Livirit d’ezi emaoun o vont da vervel nemet na zeufe d’am sikour, p’eo gwir eo, enni, holl fizians va buez.

Epad m’ema Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gefridi a hell rei zeliad, siouaz ! a zo c’hoarvezet gantan kaout eur gouli marvel digant taol eur goaf m’edo kontamm outan.

Enkrezet meurbed, ha leun c’hoad, e tistro, a boan vras, d’e gastel Kanoel, ha tud e di a zeu raktal d’her c’haout evit her c’hennerza.

Pedi a reer da zont ar vedisined eus ar re vrudeta. Dont a ra eur c’halz anezo, mez hini ebet n’eo nag evit gouzout pe gontamm a oa oc’h ar goaf nag evit ober louzou krenv awalc’h da gas er meaz eus e gorf ar boan a grign anezan.

Hag ar c’hontamm a ya dounoc’h douna en e wazied, ha setu kaloun ar brezeliad o vont mui oc’h mui war yennaat dindan enkrez ar maro.

Ema o vont da vervel ma ne zeu den da rei sikour d’ezan. Mat; sonjal a ra e Yzeult ar Rouanez, e Yzeult a ve, hep mar ebet, goest d’hel lakaat pare m’her gwelfe war e dremenvan. N’eo ket evit tremen ar mor d’en em gaout ganti ; red eo d’ezan he gervel ha rei d’ezi da c’houzout e wall-zarvoud. Goulen a ra digant Kaerden, e genvreur leal, dont d’e gaout, hag e komz outan e kuz.

Mignoun kaer, eme Dristan, n’em eus ken skoazel nemet hoc’h hini war an douar ma a Vreiz-Izel. Her gwelet a rit ; den ebet n’eo en em gavet da barea va gouli, ha va maro a dosta. Yzeult, va muia karet, evelato, a oufe kavout al louzou dreist, mar gellfen goulen diganti dont d’em c’hichen.

Ho pedi hag hoc’h aspedi a ran, va mignoun karet ; it da lez ar Roue Mark ha kasit va goulen d’ar Rouanez. Livirit d’ezi emaoun o vont da vervel nemet na zeufe d’am sikour, p’eo gwir eo, enni, holl fizians va buez.

Epad m’ema Tristan oc’h en em glemm, Kaerden a ro e asant d’ar gefridi a hell rei adarre ar vuez d’e vignoun karet a greiz kaloun.

— Evit ho lakaat pare, Tristan, prest oun d’ho servicha ha mont a rin da glask ar Rouanez.

— Bennoz Doue, breur, eme Dristan ; it kuit ’ta, dizale, ha kemerit ar walen aour ma. Pa vezo gwelet gand ar Rouanez, hounnez a ouezo ervat gant piou oc’h kaset daveti, ha respount a rai d’eoc’h. Roit d’ezi va zalud, livirit d’ezi eo leal va c’harantez ; roit ive d’ezi da anaout n’em eus da c’hedal va buez nemet diganti, n’em eus da gaout ken paredigez nemet digant he fokou.

Livirit d’ezi va glac’har a vreman ; likiit anezi da zonjal el levenez hag en dristidigez a zeue, gwechall, ganeomp, dre c’halloud an evaj strobinellus evet gand hon daou war vor, hag a lekeas hor c’harantez dispar da c’henel ha da veva da virviken.

C’hoar Kaerden, evelato, Yzeult gwenn he daouarn, o karet Tristan hep beza karet gantan a jom da zelaou. Klevet he deus Tristan oc’h ansav, e kuzul, e garantez, hag e klask, en he c’haloun fall, eun tu pe du d'en em venji.

O Kaerden, eme Dristan, klaskit an tu da zont a benn eus an taol, ha deuit en dro, ar Rouanez ganeoc’h, hep na vezo den oc’h her gouzout.


————


Mar teu en dro Yzeult ganeoc’h, savit huel eur wel wenn. Mar-d-oc’h hoc’h unan penn o tont en dro, displegit eur wel zu ha gouzout a rin, er c’hiz se, va flaneden.

Eat eo kuit Kaerden. Stourm a ra, breman, a enep d’ar mor risklus, o vont etrezeg ar Vro-Zaoz da glask an hini a zigaso d’ar marc’heg balzam ar vuez.

Tristan a zeu da veza dinersoc’h dinersa, klanvoc’h klanva a zeiz e deiz ; her dougen a reer bemdez war devennou Penmarc’h, hag e zaoulagad a furch, hep ehan, bete goueled an dremm-wel.


. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


Kaerden, digouezet gant rouantelez Kornwall, a lavar, o tont da lez ar roue Mark, eo hen eur marc’hadour pinvidik. Meuli bras a ra e dammou seiz livet a bep seurt liou, e win ker c’houek da eva, e hanafiou kizellet ker kaer, he laboused a ziaveaz bro. Rei a ra d’ar roue, gant sevenidigez, donezonou talvoudus, hag ar roue a ro, d’ezan, en e balez, eun digemer eus ar re gaera.

Eun deiz, epad m’ema Yzeult o sellet ouz eun dra gaer savet gand orfeberien, e tenn dioc’h e viz ar walen aour fin roet gant Tristan hag e laka ar Rouanez da zellet piz ouz he liou hag ouz he sklerder. P’he deus gwelet ar walen, tridal a ra, ha krena, ha goulen digant Kaerden, gand eun anken vras, pe seurt kefridi eo en deus eviti.

Selaou a ra, glac’haret, komzou doanius Kaerden ha ne jom ket he c’haloun da varc’hata.

An deiz warlerc’h dare eo kement tra zo red evit mont kuit. Savet eo, en he gwender, ar wel vras ; ar Rouanez hag a zo eat kuit er meaz eus ar palez hep beza gwelet gant den, a bign war vag Kaerden, a en em laka da vont kuit buhan etreze tevennou Breiz, eun avel vat ouz he bounta. C’hoant bras o deus da zigouezout abred awalc’h ha da ziwal Tristan ar marc’heg dioc’h ar maro.

Mez epad pemp dervez, allaz ! eun avel foll a ziroll. Kollet int, dioc’h o mennoz. Sonj ar Rouanez a jom, dalc’hmat, gant Tristan. Ha breman re zinerz eo Tristan da veza douget war an teven ma chome, warnan, ker pell, da zellet ouz ar mor divent.

E boan a grign anezan ; e zaerou a red, hag e wel ar maro o tostaat bemdez outan.

Mes skleroc’h eo an dremm-wel. Eul lestr en em ziskouez en eun taol. Yzeult gwenn he daouarn, o chom e kichen gwele Tristan, a anavez ar vag se etouez ar re all. Tridal a ra epad ma sav, en he c’hreiz, eun dro fallakr.

— Mignoun, emezi, setu Kaerden o tont en dro ; anavezet em eus e vag. Plijet gant Doue ma tigaso d’eoc’h ar frealzidigez hag al levenez. Tristan a gren gand eur fisians vras meurbed, ha goulen a ra outi :

— Mignounez karet, emezan, mar-d-eo evit mat bag Kaerden hoc’h eus gwelet, livirit d’in me, ma ve ho madelez, livirit d’in me pe liou a zo gand ar wel stag ouz an delez. Pe wenn pe zu eo ez eo ?



— Du eo, Tristan va mignoun emezi, kriz ha didruez meurbed.

Neuze Tristan a dorr e galoun gand ar c’hlac’har ; trei a ra warzu ar voger ha lenva en eur c’hiz truezus. Serret e zaoulagad, e klev ar maro o tont. D’ar Rouanez eo e ro e sonj diveza. Lavaret a ra teir gweach, he hano ker karet, ha mervel.

An avel a zav war ar mor hag ar vag a ya buhan. Yzeult a glev diouz a bell, ar c’hleier o seni glas e kement tour a zo. He c’haloun a zo yen bras en he c’hreiz.


————


Dal m’en deus al lestr stoket ouz an douar, disken a ra ha mont, en eur red, da gastel Kanoel. Ar vrud o redek dre ar ruiou a ro d’ezi da c’houzout maro Tristan.


————


He dizesper a zo bras meurbed. Redek a ra etrezeg ar c’hastel hag ar Vretouned a zell ouz he gened dispar, epad ma red, o lakaat he bleo aour ker kaer da nijal gand an avel.

Dinerz bras e teu, erfin, e kambr ar brezeliad. E kichen korf Tristan, Yzeult gwenn he daouarn a laosk kriadennou a fors, doaniet ma ’z eo gant keuz d’he zorfed euzus.

Yzeult melen he bleo a dosta ouz ar gwele goloet a ballennou talvoudus m’eo Tristan da c’hourvez warnan.

— Tristan, va mignoun kun ha brudet emezi, o wela dourek, p’eo gwir n’em eus ket gellet ho parea, hag hoc’h eus kollet ho puez, dre ma n’edo ket va skoazel ganeoc’h, me fell d’in mervel ive en ho kichen.

Ha neuze, hep lavaret ger, en em astenn a ra tostik tost da Dristan, o lakaat he bleo hir da dalvezout d’ezan d’eul linser aour.

Genou an eil en em stag ouz genou egile ha kaloun Yzeult a dorr gand eur c’hlac’har ker bras hag an hini he deus torret kaloun Tristan.

Evelse eo e kemeras o divez buez Yzeult melen he bleo ha buez Tristan al Leonard. En em garet a rejont el levenez kerkoulz hag en dristidigez, ha mervel, eun deiz a oe, e Bro-Vreiz, hen ganti, hag hi gantan.