troet gant Adrien de Carné.
Ar Wenanen Aour (l’Abeille d’Or), 1922  (p. 70-86)




PERONIG



Peronig a voa eur paour keaz bugel diansavet ; ribla a rea tu ma, tu hont, o vont en e raok, hep gouzout da beleac’h. Eva a rea d’ar gwaziou dour, da derri e zec’hed, ha goulen digant ar merc’hed en em gave war dreuzou o ziez eun tamm bara, p’en deveze naoun. Pa zeue c’hoant kousket gantan, e klaske eur bern kolo bennak.

Eun deiz e tigouezas gant dor eur vereuri a en em gave war lez ar c’hoajou bras Pempont. D’ar mare ze (mil vloaz zo pe war dro), ez oa oc’hpenn ugent parrez m’en em astenne warno ar c’hoajou ze. O veza m’en devoa naoun, Peronig a dostaas, hag ar vererez a roas d’ezan peadra da zibri.

Epad ma tebre, eur marc’heg a erruas hag a c’houlennas, digant ar vererez, dre be hent e c’hellfed mont da gastel Kerglaz.

— Emaoc’h o vont di, neuze ? Va Doue !

— Ya, zur, ha bale a ran, noz deiz, tri miz zo, d’en em gaout aman.

— Ha petra a fell d’eoc’h kerc’hat e kastel Kerglaz ?

— Dont a ran da glask ar vasin aour hag ar goaf diamant.

— Ha bras eo ’ta, talvoudegez an traou ze, eme Beronig, c’hoant start gantan her gouzout.

— Dispar eo o zalvoudegez, Neb a ev gand ar vasin aour en em gav pare klok dioc’h klenvejou a bep seurt ; ar goaf diamant, avat, a dorr hag a laz kement a zo stoket gantan.

— Ha da biou eo an traou estlammus se ?

D’eur c’helc’hier o chom e Kerglaz hag a vez great Rojear anezan. Mont a ran di da stourm outan, ha fizians am eus da veza treac’h d’ezan gant kelennou lean ar Blaoued.

— Ha petra en deus lavaret al lean d’eoc’h ?

— Treuzi a rankan, da genta, ar c’hoat strobinellus. Kemend hini a zo eat ennan, em raok, a varvas eno gand ar skuisder hag an naoun. Mar gellan e dreuzi, en em gaout a rin gand eur c’hornandoun a zoug eur c’hleze a dan a laka pep tra stoket gantan da vont e ludu. Chom a ra e kichen eur wezen avalou ma tliin kemeret eun aval diouti. Goude ze e kavin ar vleunen a c’hoarz, m’ema ouz he diwall eul leon, e voue great gand aered wiber. Kutuill a rankin ar vleunen. Goude e tremenin dre lagen an dragoned, ha dre draonien ar plijadureziou, hep chom enni. Digouezout a rin, neuze, gand eur ster n’eo, enni, nemet eur gwe. Eno en em gavo eun itroun, du he gwiskamanchou. He c’hemeret a rin adre va c’hein, war varc’h, ha diski a rin, diganti, eun tu pe du da ober va zaol.

An diaveziad a lekeas e varc’h da c’haloupat hag a yeas doun er c’hoajou.

Peronig a jome da zonjal. En eun taol e klevas trouz kezeg o kerzet a zoug o c’hamm hag e welas Rojear, ar c’helc’hier, o tont, ar vasin aour a istribill ouz e c’houzoug, ar goaf diamant en e zourn. Azezet oa war e gazeg, eun ebeul unnek miz war he lerc’h.

Peronig spountet a yeas da guz. Rojear a dremenas hep her gwelet hag e kendalc’has gant e hent.


Ha bemdez marc’heien a felle d’ezo ober an taol kaer, mez hini anezo ne zeue en dro.

Pep gweach ma selle Peronig ouz al langouineg o tremen, pep gweach ar c’hoant da gaout ar goaf diamant hag ar vasin aour a zave, krenvoc’h krenva, en e galoun.

Eun deiz m’edo Peronig o foeta bro, dre voaz, e welas eun den, gwenn e varo, o chom a za war lez ar c’hoajou. Henvel poch e oa ouz Rojear. Peronig, kuzet adre eur wezen, a zelle piz outan.

Klevet a reas e oa, hep mar ebet, an hini koz ma, breur d’al langouineg.

An den gwenn erc’h e varo, a reas eur c’helc’h er boultren, o lavaret, a vouez izel, komzou desket d’ar zorserien gand an diaoul. Ha goude e lavaras, krenv e vouez :

Ebeul dishual, digabestr
Deuit buhan, me a zo prest.

Ar marc’h bihan a zeuas, raktal.

Staga reas an den koz eur c’habestr outan, ha pignat ware gein, ha mont kuit er c’hoajou.

Peronig a ouie breman e tlie, da genta holl, evit mont da Gerglaz, pignat war gein an ebeul ma veze an hent anavezet mat gantan. Ne ouie ket, avat, ober ar c’helc’h na lavaret ar c’homzou :

Ebeul dishual, digabestr
Deuit buhan, me a zo prest.

Sonjal a reas pell, pell.

Ec’h en em laka neuze, da aoza pep tra.

Kemeret a ra, da genta, eur c’habestr hag eul lindag da baka laboused, soubet mat e reun en dour benniget.

Kemeret a ra eur chapeled, eur zutel skao, eun tamm bara frotet gant kignen. Teurel a ra ar pez a jome eus e vara, a dammouigou, war an hent ma ’z a gantan, bemdez, al langouineg.

Hag e chom o c’hortoz.

Abenn eur pennadig, Rojear a zeu war e gazeg, an ebeul ouz he heulia, pell diouti, p’eo gwir e chom da zibri an tammouigou bara.

Breman an ebeul en em gav e unan, Rojear a zo eat kuit pell.

Tostaat a ra goestad neuze, Peronig, ha staga ar c’habestr outan, ha pignat war e gein, hag i o daou er c’hoajou doun.

Peronig a gren gand ar spount ; a weachou eun islounk euzus a zigor dirak an ebeul ; a weachou pikolou mein en em zistag diwar laez, evel pa vent o koueza warnan ; a weachou ar gwez en em laka da zevi. Mat ; kement se holl n'eo ken tra nemet troïdellou ar c’helchier, hag an ebeulig en em gav, breman, gand eur gompezen.

Bez ez eus, en he c’hreiz, eur wezen avalou leun a frouez ma chom dirazi ar c’hornandoun, e gleze en e zourn.

Dal ma wel Peronig, e laosk eur griaden spountus, o sevel e gleze. Peronig a denn e voned hag a lavar d’ezan, ken dinec’h ha tra :

Chomit sioul bras, me ho ped, N’em eus ken c’hoant nemet tremen da vont da Gerglaz. An aotrou ar c’helc’hier en deus va gopreet da labousetaer, rak kement tra a zav e Kerglaz a zo lounket a grenn gand al laboused. Prestet en deus d’in e varc’h, evit m’en em gavin kentoc’h eno.

— Diskouez d’in ’ta, penaos e rez, rak kement aval zo oc’h va gwezen a vez debret ive.

Ha Peronig ha disken diwar varc’h, staga eur penn [eus] al lindag oc’h ar wezen ha rei ar penn all da zerc’hel d’ar c’hornandoun. Tenna a ra neuze, en eun taol kount, ar c’houlm red, ha setu ar c’hornandoun paket. Daoust d’ezan da dripa start gand e dreid war an douar n’hell ket en em zistaga, p’eo gwir eo bet al lindag soubet en dour benniget. Peronig a gemer eun aval, hag e pign adarre war an ebeul.


Erru eo e tal eur voden wez burzudus ma weler, en he c’hreiz, ar vleunen a c’hoarz. Eul leon kounnaret, aered wiber en e voue, en em strink outan.

— Petra a fell d’it da ober e Kerglaz ?

— Digas da Rojear eur pastez an alc'houedered.

Alc'houedered ? E peleac’h int ? Hag al leon a lip e vuzellou.

— Er zac’h ma.

Dam zigeri a ra Peronig ar zac’h. Al leon a laka e benn ebarz. Peronig a denn ar gordenig oc’h ober sin ar groaz warni. Redek a ra, neuze, beteg ar vleunen ; he c’hutuill a ra ha mont kuit d’an daou lamm.

Ec’h en em gav, goude ze, gant lagen an dragoned. A boan eo eat en dour, mac’h en em strink ar re ze outan evit hel lounka. Mes Peronig a ro d’ezo greun eus e japeled ,evel ma roer ed d’an houidi. Ha da bep greunen lounket, eun dragon a varv o trei e gof warzu an env. Ha Peronig a zeu, iac’h pesk, d’an tu all d’al lagen.

Ar paotr en em gav, breman, e traonien ar plijadureziou. Al leac’h dudius se a zo henvel bras ouz eul liorz leun a frouez hag a vleun, Bez’ ez eus da bep distro an hent, taoliou bras, kouignou a bep seurt warno. Ema plac’hed yaouank o tansal war ar yeot flour en eur c’hervel Peronig. Mes dibri a ra e damm bara frotet gant kignen, gand aoun na glevche c’houez vat ar boed ; c’houitellat a ra gand e zutel skao gand aoun na glevche galvadennou ar merc’hed.

N’eus ken mui nemet ar ster da dreuzi araok beza e Kerglaz.

Ema, war ribl ar ster, eun itroun azezet, he gwiskamant du, he dremm ken melen hag hini eur zinaadez.

— Ha c’houi a fell d’eoc’h treuzi ar ster, itroun ?

— Edoun ouz da c’hortoz evit hen ober, va faotr.

Ha Peronig a laka an itroun war varc’h, adre e gein, E kreiz ar ster pe dost : Ha te oar piou oun ? eme an itroun.

— N’ouzoun ket, mez e doare eun itroun vras o’ch, ha galloudus.

— Ya, zur, galloudus ha spountus, rak e reer ar Vosen ac’hanoun.

Ha Peronig a lamm gand ar spount, tostik tost d’ezan koueza er ster.

— N’az pez ket a aoun razoun eme an îtroun. Ar c’hontrol beo eo. Me a roio d’it eur skoazel vras. Ro an aval da zibri d’ar c’helc’hier, mar gellez. Neuze ne vezo mui divarvel ; n’em bezo ken tra da ober nemet her steki. Mervel a rai raktal.

— Ha penaos e c’hellin gounid ar vasin aour hag ar goaf diamant ?

— Ar vleunen a c’hoarz a zigor kement dor zo.

Digouezout a reont, erfin, e tal dor ar c’hastel. Ar c’helc’hier, azezet dindan an apouel, a wel anezo hag a lavar, gand eur vouez henvel ouz ar gurun :

— En hano va mestr Belzebut, va ebeul eo m’ema ar paotr se azezet warnan. Ha penaos ’ta ec’h eus great evit her paka ?

— Kelc’hier brudet, ho preur eo en deus va desket. Va c’has a ra davedoc’h, da zigas d’eoc’h daou dra vurzudus, ar frouezen ma hag an itroun ze. Ma tebrit ar frouezen ho kaloun a vezo atao laouen ; ma kemerit an itroun da vatez, netra ken n’ho pezo da c’hoantaat er bed ma ! Kerkent ha ma krog ar c’helc’hier en aval, an itroun a stok anezan hag hel laka da goueza, foueltret neat.

Neuze Peronig a ya er c’hastel, o terc’hel start en e zourn ar vleunen a c’hoarz. Ha kement dor a zo a zigor dirazan. Disken a ra er c’hao, hag e tigor an nor arc’hant. Kavout a ra, eno, ar goaf hag ar vasin. Dal m’en deus o c’hemeret, an douar a gren, ar c’hastel a ya da netra, ha Peronig en em gav e kreiz ar c’hoajou, an daou denzor gantan.

Peronig a grogas gand an hent a ya da lez ar roue, goude beza prenet dillajou dispar hag ar marc’h ar c’haera e kear dosta. Ar roue, o klevet galloud estlammus ar vasin hag ar goaf, a ro da Beronig meur a dra dalvoudus, hag hel laka da c’hourc’hemenni da gement soudard en devoa.

Evelse eo e teuas Peronig, ar bugel diansavet, da veza eur prins bras ha galloudus, a drugarez d’e galoun grenv ha d’e spered ijinus.