Daouzekved pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 322-324)



DAOUZEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : NAVED HA DEKVED DEVEZ


————


I


’Læc’h ma oe merzeriet sant Stefan. — Eur blei deut da vean danvad.


D’ar yaou, an 12ed a Wengolo. — Hirie e laran ma oferen en iliz Sant-Stefan, a zo e-mæz ar gær, eun c’hart leo bihan euz dor Damaz. En tu an hanter-noz en em gav an nor-man, ar c’hæran euz re Jeruzalem. Evit enori al læc’h ma oa bet merzeriet ennan sant Stefan, e reaz an Impalaerez Eudoxia, pevar c’hant vla goude, sevel eno eun iliz-veur. Mes dont a reaz e-traou ’vel kalz a ilizo all, ar blavez 614, diskaret gant Kosroes, roue Bro-Bers.

Bean ’zo c’houæc’h pe zeiz vla ’boue ’zo bet kavet dindan an douar mein-aze euz mogerio an iliz-koz, ha palasto mouzaik[1] euz he leuren.

Ar re o deuz græt ar gavaden-ze eo an Tado Dominikaned ’n eur zevel eur mouster war douar binniget Sant-Stefan. Eun iliz ive o deuz savet eno, eun iliz gaer, kaeran hini ’vo en Jeruzalem : na c’hortoz evit bean peurechuet nemet aluzenno ar gristenien.

Dindan an auter veur, en eur c’hao, e tiskoueer al læc’h ma oa bet brevet sant Stefan a daulio mein gant ar Judevien : d’ean da gentan eo digoueet an enor da skuilh e oad evid difenn ar fe gristen.

’N eur bedi el læc’h-man n’hellan ket tremen hep sonjal e sant Paul, ma eil sant paeron, a zioalle o dilhad d’ar re ’oa o stlepel mein gant ar zant. D’ar c’houls-se n’o doa ket ar gristenien goasoc’h enebour evitan : sec’hed ’n efoa euz o goad.

Piou ’n ije laret neuze e teuje, eun nebeud mizio goude, da gredi en Jezus-Krist, da garout ’nean muioc’h ’vit den, ha da brezek dre-holl e Aviel ? Mes Jezuz e-unan en em ziskoueaz d’ean war hent Damaz hag e c’halvaz d’ar gwir fe. Setu ’nean, diwar-ze, chenchet a-grenn.

Pa zistroaz goude da Jeruzalem ’vit gwelet sant Per, e tremenaz ’kichen al læc’h m’an efoa roet dorn d’ar re a laze sant Stefan : seblantout a ra d’in hen gwelet daoulinet eno, o skuilh daelo a geu hag a c’hlac’har.

Eno ec’h an me ive da zaoulinan goude ma oferen : goulen a ran digant sant Stefan ma kennerzo kalon ar re o deuz, ’vel m’en doe heñ, da c’houzanv evit ar fe, ha ma raio d’am c’henvroiz dianket, ’vel ma reaz da zant Paul, mont a-du gant an Au. Doue.

Eskopti Sant-Briek, dreist-holl, a zo neuze ’n em speret, pan eo sant Stefan paeron e iliz katedral.


————

  1. Eur vouzaigen a zo eun daulen varellet a weler pe war voger pe war leuren hag a ya d’ober ’nei tammigo marbr pe wer a bep sort liou. Pa vent laket da *glotan ervad ha flouraet a ziavrez, e larfe ’nen eun daulen lien a ve bet ledet warni livaj eoulek gant gwispon eul liver ijinuz.