Daouzekved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 326-328)



III


Be ar Rouane. — ’Læc’h e vije laket gwech-all ar c’horfo maro


Pemp munuten a zo da gerzet evit mont euz a Zant-Stefan da Ve ar Rouane. Petore rouane ’ta a zo bet douaret aman ? Larout a rer eo rouane Juda. Mes na ver ket sur a ze. Kredi a rer kentoc’h, breman, eo bet kleuzet ar be-man gant eur brinsez gristen, war zibenn ar c’hentan kantved, eviti ha ’vit he bugale.

Bepred eo e oa kaer aoalc’h ar be ’vit digemer korfo rouane.

Eur viñz ledan, ha kalz a bazenno enni, a zo da zisken : d’eul leuren ledan e kas, mogerio roc’hel endro d’ei e bep tu. En tu an hanter-noz e weler siterno koz, karget a zour evit an dioaller hag e dud : kos beio, emichans. Tremenomp dre eun toull a zo græt ’barz moger an tu kle. Setu eul leuren all brasoc’h c’hoaz ’vit eben : bean ’zo dindani eur gorden douar.

Kleuzet eo ive ’barz ar roc’hel beo, ha dizolo ’vel an hini gentan hag ar viñz. En tu ar c’hreiste, ’vit-se, eur gampr hir harpet war daou bost, ’vel eur c’harti, hag en he diaraug, ’uz d’ar pilhero, mein kizellet euz ar c’haeran.

Mont a reomp eün da *gæ d’ei, hag ebarz. En tu kle e zo ’vel eun toull-forn, ’med e c’haller tremen drezan ’n eur blegan ar penn. ’Vit hen stoufan eur pikol men *kelc’hek, hanval-mik ouz eur men-milin pe ouz ar rod-ven a ve maled avalo ganti ; eman a-goste d’an toull, harpet ouz ar roc’hel ; gant rei d’ei eun taul mad a skoa, ec’h afe d’he flas dre ruilh. Med skoa eur goas hepken a c’hallfe he finval. Groage paour, Mari Madelen, Mari, mamm Jakez ha Salome, breman n’on ket souezet pa glevan anoc’h ho taer en em laret an eil d’eben ’n eur dostât ouz be Jezuz : « Daoust piou a ruilho ’vidomp ar men a zo laket da stoufan an toull ? » Braz meurbet e oa ar men, herve ma lennomp goude-ze en aviel sant Mark.

Ya, braz sur, mar boa mentek ’vel heman. Mes heman n’eo ket bet finvet pell ’zo : lezel a ra e doull digor da neb a c’hoanta mont diabarz ar be.

Bep a c’houlaouen vihan a gemeromp en hon dorn. N’eo ket a ve diæz ar c’herzet, rak n’euz pazen e-bed da zisken, ha plen eo al leuren. Tenval, ’vit-se, eo an diabarz, tenval ken ec’h eo. Ha fellout a ra d’imp gwelet piz an doareo.

Eur gambr da gentan, ugent troatad d’ei a bep tu. A bep tu ive, tri doull kleuzet daou droatad a-uz d’al leuren : an hini kreiz a zo uheloc’h ’vit an daou all, uhel aoalc’h ’vit am lezel da dremen. Ha me ebarz. C’hwel aman eur gamprik c’hoaz, hag enni taer daul ven kleuzet ’barz ar roc’h beo, unan a gle, unan a zeo, unan a-dal d’in : war bep-hini anê e vije laket eur c’horf maro. Pa zellan war eun dro, a spered, an taulio-man, ha hini ar Be Santel, a gavan ’nê hanval-tre. ’Uz d’ar *oarek a c’holo bep taul, eun toullik, a vije laket ennan eun deverez-eoul groet gant pri poac’het. Pa vije dispennet ar c’horf, e vije kleinket ar relego en eur c’houf men, d’ean daou droatad a hed war unan a ledander.

An toullo bihan hon deuz gwelet ’nê daou ha daou, unan a bep tu d’an hini braz ebarz ar gampr kentan a zigor bep hini ’nê war eur forn-arched : plas adarre ’vit ken ’liez a gorf. An holl doullo, braz ha bihan, a vije stoufet.

O sellet an *hevelep beio, e teu sonj d’in euz ar C’hatakombo. An hano-man a roer d’ar berejo kristen a zo bet kavet dindan an douar war hed taul da Rom, hag a dalvee da ilizo d’ar gristenien gentan, en amzer e oant goall gaset gant an impalaerien. Kals donoc’h, avad, ha kals brasoc’h eo ar C’hatakombo ’vit Be ar Rouane. Ha neuze muioc’h teneraet e ve ar galon gristen gant ’pez a weler enne.

Eun dra c’hoaz a deuan da c’houzont diwar-benn Be ar Rouane : Frans eo e berc’hen aboue eun triugent vla ’zo bennag, ha hi a bæ an Turk a zo karget d’hen dioall.

Breman e tistroan d’ar gær. Daoust d’in da gerzet war ma *nanf, en em *divian buhan : ken devuz eo an domder !


————