Dekved pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 282-284)



DEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : DEKVED DEVEZ


————


EUZ AN EIL LEANDI D’EGILE


————


I


Ma fri war ar gleud : n’on ket ’vit mont da Jeriko.


D’ar meurs, an 10ed a Wengolo. — War ma zu mad e savan ’vit ar beure : kousket am euz leiz-kof, kouls laret. Neal ! terzien, na viri ket ouzin da vont emberr da Jeriko !

D’iliz ar Be Santel ec’h an adarre d’ofernian, ha, mar gellan, am o unan euz auterio ar Mene Kalvar. Fe, ’n em gaout a ra an treo diouz se. Heb bean bet kalz da c’hortoz, e savan ouz auter an Itron Varia Drue, a zo tost d’al læc’h a oa bet plantet ennan kroaz hon Zalver.

Laret ganin ma oferen ha tapet ma lein, ec’h an d’am c’hampr hag eno e tanzean ’pez am bo ezom emberr evit mont en hent.

Ha c’hoar « Kamomill » eta, red mad eo d’in mont da laret d’ei petore reuz an euz græt he louzo. « ’C’hanta, ma c’hoar, bet eo mad ma nozvez : trugare d’ac’h ’vit ho louzo. — Ma ! emei, gwell a ze. Breman, evit peuryac’haat, n’ho peuz d’ober nemet diskwizan ’vel m’ho peuz græt dec’h d’abarde. — Petra laret-hu, ma C’hoar, diskwizan ? Hag-eñ ec’h an emberr da Jeriko ! — ’Gredan ket anoc’h ? Diaviz e vefec’h oc’h ober ar veaj-se. Mar vijec’h bet yac’h-pesk, na laran ket. Ho terzien, ’vit-se, eo arabad d’ac’h c’hoari ganti. — Ma zerzjen ’zo æt e-kwit : kousket am euz fenoz ! - N’eo ket, n’eo ket : kredet anon : re staguz eo evit leuskel krog a-grenn evel-se. — Neuze ’ta ’pez am euz d’ober eo chom ar gær. — Ya, ze hepken, mar am c’hredet. »

War ze e laran « ma ! » d’ei, me n’onn ket penauz. Ha keu ganin da vean deut da c’houlen hec’h ali diganti, ec’h an, ’n eur c’hrosmoli ennon ma-unan, da gâd an Tad Danzeer, ’vit en em zislaret. « Laret am oa d’ac’h, ma Zad, ec’h ajen da Jeriko. Mes roet ma flas d’eun all, mar keret : difennet eo ouzin mont da Jeriko gant C’hoar Jozefinan. — Mad a red neuze chom er gær, ’me an Tad : rak honnez ac’h anve doare ar vro-man gwelloc’h evit den. »

Mont a ran dioustu da zispenn ma vak. Ar veajourien all, i, ar re ’vel an Au. Hwerou hag an Au. Chareton, n’int ket bet o klask dizali c’hoar Jozefinan, a beurachu o hini hag a zisken da 10 heur evit mont ouz taul : rag abalamour d’ê ec’h eo bet abretaet meren.

Goude ar pred e welan ouz toull ’nor, war ar ru, eur veskailhez tud, loened ha kirri, sort n’am eus gwelet neblæc’h nemed eur wech, en gar Jeruzalem. Peder pe bemp goetur war-nugent a zo deut eno da gemer eur c’hant bennag eus pautred Jeriko. Ar re anê a dle ober o zro war varc’h (eun daouzek bennag) o deuz ’n em laket en hent div heur ’zo ; mar o deuz kemeret o lans, eo ’vit galloud diskwizan war greiz an de.

D’am c’hampr eo ec’h an me da ziskwizan. Gwellan hun a ran neuze ! Pa dihunan ec’h an da welet an Au. Dutilleul, unan euz ma c’henvreudeur-kambr, a zo dalc’het ’n e wele, en klanvdi Sant-Louiz, gant an derzien : laouen eo, an ær d’ean da vean dic’hræt, kentoc’h ’vit da vean klanv.

Euz an holl belerined n’euz nemetan er c’hlanvdi : gant se eo arabad d’imp en em glemm, evit ’pez a zell ouz ar yec’hed.


————