Dekved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 287-290)



III


Eur c’hrennard iskiz : Monsik « Maman Sion ».


Unan anê dreist-holl a chomomp da zellet heb skwizan. Eur bugel named koulskoude, brec’h e-bed d’ean, nemet eun tamm ibilh kigennek, hag heñ berr-berr, a zo e-pign ouz e skoa gle. E dreid zoken a zo gweet eun nebeudig, hag unan anê, an hini kle, a zo hanter baket gant eul lien gwenn, ’vel pa vije goret.

Pa deuaz war an douar, unek vla ’zo, en Kontantinopl, e kavaz e dad ’nean ken vil ken e kemeraz mez dioutan, ha na lezaz ket diskoel ’nean d’e vamm. En magerez hen lakaz hag hen dalc’haz epad pemp pla. Mes diwar neuze (marvad ’balamour e oa Judev, ha dre ze eur pautr tost ha digalon) na gasaz ken gwennek e-bed d’ar wreg a zave eur paour kæz mons. « Kenavo d’id, neuze ! » emei. Hag ar bugel laket e-mæz he zi.

Ar maro ’oa o c’hedal ’nean, pa oe digemeret gant eur c’hristen a gasaz ’nean d’unan euz konsuled an Europ. Setu, ’vit-se, ar monsik, ’vel pa vije bet eur zamm evite, taulet ha distaulet euz ti eur c’honsul da di eun all, ’euz eur gær d’eur gær all, ken e koueaz etre daouarn ar c’honsul he deuz Frans en Jeruzalem. Heman a bedaz c’hoarezed ar Garante d’e zevel, ha setu penauz en euz, ’benn ar fin, kavet ar bugel eur vamm vad, an hini a rer anei gant an holl en Jeruzalem « Maman Sion ». An hano-ze eo hano « C’hoar Sion », a ren an ti-man aboue m’eo bet savet.

He monsik, ’vel just, eo he bugel ar muian karet, dre m’eo e zoare ar muian truezuz. Gwir eo n’eo ket diæz hen karout : amgraüz eo ’pez a c’heller bean, hag ar galon aour an euz en e greiz. Ha neuze, spered holl eo, *goest da zeski ’pez a gar.

A-boan a zo daou vla ’boue ’c’h eo digoueet aman, ha dija e oar ar gallek. Disket gantan e gatekis, an euz bet c’hoantaed, ’vit ar bla, bean badeet, hag ober e bask kentan. De ouel sant Visant a Baul, an 21ed a viz gouelen, ec’h eo bet roet d’ean sakramant ar Vadeiant, hag an de warlec’h sakramant an Auter.

Aboue ec’h a bemde war furât : mui ouz mui ec’h eo karet gant al leanezed ha gant e gonsorted.

E skiant ive na baouez da greski. ’Vit skrivan n’an euz ket e bar. Pa wel anomp oc’h arruout, en em lak ’n e goaze war eun daul, e tap gant bizied an troad deo eun daulennik men glaz, hag e harp ’nei war e droad kle. Neuze e lak eur vazik du, moanaet euz ar beg, etre biz meud hag eil biz e droad deo, hag heñ da skrivan, ken brao ’vel ma raje eur mestr-skol, ar girio gallek-man : « Bonjour, les pèlerins français. » Da gentan e chomomp holl estlammet o welet kement-se, ha goude, hep bean ’n em glevet, ec’h a hon dorn d’hon godel da glask eur bakchij ’vit ar skrivanier bihan ha ’vit ar grennarded all.

Kement a stad a zo en hon monsik, ken e stag adarre da skrivan. C’hwel aman ar gir gallek a deu gantan ar wech-man « Merci ! » Gir berr, ha koulskoude eur gir hag a zo talvouduz evidomp.

Goude skrivan, dibri. Daoust ha na ve ket roet da zibri d’hon fautrik evel e ve græt d’ar poupigo ? Nan, nan. Evit diskoel d’imp penauz en em vag ar pautrik, e lak al leanez eun tamm bara sec’h dindan e ibilh-skoa, hag ouz e dreid eun toullad kakaouetenno, freuz bihan sec’h henvel aoalc’h ouz filbich ar gwe fau.

Ha kenkent ar monsik o kregi gant e zent en e vara. Goude peb begad e tiblusk diou pe daer gakaoueten gant bizied e dreid, ha, gant e dreid adarre, e toug anê d’e c’heno ’vit chakat ’nê wardro gant ar bara.

Biskoaz kement all n’hon deuz gwelet. N’hen ankouafomp birviken, ha gellout ’ra ar monsik hag e gonsorted kredi na vefont ket ankouaet ganimp en o ezommo.


————