Deus endro, Neve-Hanv

Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 67-70)



Deus Endro, Neve-Hanv
————
Kinniget gant doujans da Dir-na-Dor.



\header {
  tagline = ##f
}
\score {
  <<
    \new Voice = "kan" {
      \autoBeamOff
      \relative c' {
        \clef treble
        \key a \minor
        \time 2/4
        \partial 8*1
        %        \set melismaBusyProperties = #'()
        \override Rest #'style = #'classical
        \tempo \markup { \italic { Adagio } } 4=80
d8 | d4 \times 2/3 { e8 f g } | a4 \tempo \markup { \italic { più vivo } } 4=100 a8 b | c a b g | a4 r8 b | \break
c a b g | a4 ~ a8 r8 | a2 | c8 a a g | f4 e8 f | \break
g4 f8 e | d4 e8 f | g4 a | a g8 f | e2 ~ | e4 ~ e8 r | a2 \break
c8 a a g | f4 e8 f | g g f e | d4 r8 e | g g f e | d4 r8 \bar "|."
      }
    }
    \new Lyrics \lyricsto "kan" 
    {
     \override LyricText #'font-shape = #'italic
Deus en -- dro, ne -- ve -- am -- zer, gant da zu -- di dis -- par,
Gant da zu -- di dis -- par,
Da strin -- ka al le -- ve -- nez,
o ge tra la la la la la la la la la la_!
Da strin -- ka al le -- ve -- nez, ar spi war an dou -- ar,
Ar spi war an dou -- ar.
    }
  >>
  \layout { 
    indent = #00
       line-width = #150
%      ragged-last = ##t
  }
  \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 90 4)
    }
  }
}


Deus endro, neve-amzer, gant da zudi dispar,
Gant da zudi dispar,
Da strinka al levenez : O ge tra la la la la la la la la la la
Da strinka al levenez, ar spi war an douar,
Ar spi war an douar.


Deus da hada, niverus, bleun lirzin er prajou
Ha da wiskan a c’hlazur skourrou sec’h ar c’hoajou.

Deus, ’vit ma ray an evned, er brouskoad, o neiziou,
Ha ma lintro el liorz bleun per hag avalou.

Deus, gant ar mintiniou kaer, ma kân ’n evnedigou
Ouz sklerder eun heol lintrus, dindan gliz an deliou.

Deus, gant serr-noziou dispar, ma c’hallo ar Barzig
Hunvreal, ’n eul lec’h kuzet, o silaou an estig…

Deus, gant noziou miz Mari, mac’h aimp a vandennou
Da ginnig d’hon Mamm garet c’houez-vad hon c’hantikou !

Deus da gas an dud yaouank, bep sul, d’ar pardoniou,
Ma pleustrfont c’hoaz, gant furnez, gwenojen o zadou.

Deus da rei d’ar c’hlanvour kez, war e wele dispi,
Gant bannou da heol seder, esperans ha dudi.

Deus da rei gant madelez d’ar paourig gwall-eürus,
Goude skorn ar goanv kalet, ezen flour ha grouezus.

Ya, deus prim, amzer garet, da zihun Breiz-Izel,
A goantiri, a gaerder, marellet he mantel !