D’am mignonez, Virginie Caurel, Plougerneve.
Ma c’halon a zeu da dridal
Pa zonjan em amzer gwechall.
Diskan :
O pa oan plac’h yaouank !
Ya, plijadur am oa,
Pa oan en oad a driouec’h vla.
Pegen dous e oa levenez
Neve-amzer ma buhegez !
Sonjou tener ma yaouankiz,
Hunvreou kaer, deut war ho kiz…
Grêt din adbevan, eur pennad,
Ho karante hag ho c’hwez vad.
Deut gant gened, joa, kaniri,
Mignonezed, c’hoarz ha dudi…
Lec’hiou dispar, traouiennou frank,
’Lec’h em eus hunvreet ken stank,
O silaou an evned seder
Hag o kutuilh bleuniou tener.
Koulmig, dinec’h ha dizoursi,
Kanan ’oa ma brasan dudi.
Luskellet gant zon dereat,
Dudius e ve labourat.
Bep sul, d’an hanv, d’ar pardoniou,
Bep noz gouanv, d’an neadegou.
Buhe evruz, deveziou kaer,
Tec’het oc’h dirak an Amzer !
Tarnijet oc’h ’vel eun hunvre :
Hoc’h envor eo heol ma buhe.
Kreiz ma zrubuilh, ma melkoni,
Me ’gan evit ’n em frealzi.