Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/91 : diforc'h etre ar stummoù

Phe-bot (kaozeal | degasadennoù)
Saig_Keryann: split
 
 
Statud ar bajennStatud ar bajenn
-
Hep adlenn
+
Adlennet
Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :Talbenn (n'emañ ket e-barzh) :
Linenn 1: Linenn 1:
{{Niv||{{sc|ar relijion}}|91}}
Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :Danvez ar bajenn (da vezañ treuzklozet) :
Linenn 1: Linenn 1:
}|91}}

verc’hed, pe furm loened, taro pe varc’h peurliesa. Unan eus stêriou Iwerzon a veze graet anezi ''Bou-vinda'' « ar vuoc’h wenn » (« Boyne » bremañ). Da gredi eo edo, d’an derou, an doueez Epona eur vammenn santel a rôed d’ezi furm eur gazeg. Er mammennou dour tomm e veze lakaet chomadur doueed yac’haerien anvet ''Bormo'' (ano rak-keltiek), ''Borvo'' gant Kelted an Douar-bras, ha doueezed anvet ''Sirona, Dirona'' (d barrennet) ha ''Damona''.
verc’hed, pe furm loened, taro pe varc’h peurliesa. Unan eus stêriou Iwerzon a veze graet anezi ''Bou-vinda'' « ar vuoc’h wenn » (« Boyne » bremañ). Da gredi eo edo, d’an derou, an doueez Epona eur vammenn santel a rôed d’ezi furm eur gazeg. Er mammennou dour tomm e veze lakaet chomadur doueed yac’haerien anvet ''Bormo'' (ano rak-keltiek), ''Borvo'' gant Kelted an Douar-bras, ha doueezed anvet ''Sirona, Dirona'' (d barrennet) ha ''Damona''.


Linenn 9: Linenn 7:




'''Ar Mammou.''' — En eur rumm gant ar speredou lec’hel-se eus an doureier, ar gwez hag ar rec’hell, emañ ar re a oa anvet Mammou gant ar Gelted. An ano-se a veze graet eus eun niver bras a zoueezed bihan a vire ar parkou hag an trevadou, ar bleun hag ar frouez, an hentou hag ar marc’hallec’hiou, an ti hag an oaled, an den, an tiegez hag ar meuriad, ar gêr vogeriet hag ar rann-vro. Lesanoiou a veze graet anezo hag a zo da lavaret « an damanterezed », « ar mirerezed », « an evesaerezed ». En doue ebet n’o deus bet marteze ar Gelted muioc’h a fiziañs eget er re-se. Ar soudarded keltiat a oa oc’h ober o servij en armeou roman, er I<small><sup>a</sup></small>, en II<small><sup>et</sup></small> hag er III<small><sup>et</sup></small> kantved, goude H. S., o deus lezet war o lerc’h e leiz a enskrivaduriou tenerus, e pedont pe e trugarekaont enno Mammou o bro, o meuriad pe o Mammou d’ezo o-unan <ref>Matres a vez graet eus ar Mammou en enskrivaduriou latin eus an Douar-Bras hag eus enez-Vreiz. Eus an hen-geltieg ''*mater, *matir,'' ez eo dinaouet an ano-man ''Matrona'' laket d’eur stêr e Galia. En hen-lennegez Kembre ''Modron'' (= ''* Matrona'') he deus da dad ''Afallach'' (''*Aballakka'') en deus rôet
'''Ar Mammou.''' — En eur rumm gant ar speredou lec’hel-se eus an doureier, ar gwez hag ar rec’hell, emañ ar re a oa anvet Mammou gant ar Gelted. An ano-se a veze graet eus eun niver bras a zoueezed bihan a vire ar parkou hag an trevadou, ar bleun hag ar frouez, an hentou hag ar marc’hallec’hiou, an ti hag an oaled, an den, an tiegez hag ar meuriad, ar gêr vogeriet hag ar rann-vro. Lesanoiou a veze graet anezo hag a zo da lavaret « an damanterezed », « ar mirerezed », « an evesaerezed ». En doue ebet n’o deus bet marteze ar Gelted muioc’h a fiziañs eget er re-se. Ar soudarded keltiat a oa oc’h ober o servij en armeou roman, er I<small><sup>a</sup></small>, en II<small><sup>et</sup></small> hag er III<small><sup>et</sup></small> kantved, goude H. S., o deus lezet war o lerc’h e leiz a enskrivaduriou tenerus, e pedont pe e trugarekaont enno Mammou o bro, o meuriad pe o Mammou d’ezo o-unan <ref>''Matres'' a vez graet eus ar Mammou en enskrivaduriou latin eus an Douar-Bras hag eus enez-Vreiz. Eus an hen-geltieg ''*mater, *matir,'' ez eo dinaouet an ano-man ''Matrona'' laket d’eur stêr e Galia. En hen-lennegez Kembre ''Modron'' (= ''* Matrona'') he deus da dad ''Afallach'' (''*Aballakka'') en deus rôet e ano da enez Avalon (''Rev. celt.'' 1899, pp. 112-3). Er Veda, e vez graet eus ar stêriou ''mataras'' « mammou », ''matritamas'' « ar mammou mamma », hag en Avesta ''mataro gitayo'' « ar mammou beo » (id. II, p. 7.) Kenveria, gant ar Slaved, an doueezed anvet ''Vilas, Samovilas, Samodivas, Rusalkas,'' L. Léger, ''Mythol. slave,'' pp. 166-81.</ref>.