Renea ar Glaz (An Uhel)

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Renea ar Glaz.

Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 394-406)



RENEA AR GLAZ.
GWES KENTA.
________


I


   Renea ’r Glaz a lavare
’N hi c’hoaze, ’tal ’r Chapell-Newe :
— Ma vijenn me lec’h ma karjenn
Na eo ket aman a vijenn ;

   Met ’n Kerversault, gant ’r map-henan,
Ma muia karet er bed-man ;
Ma muia karet goude Doue,
Hag ’vezo keit ’vinn en buhe. —


II


   Renea ’r Glaz a lavare,
Ebars ar ger pa arrue :
— Petra ’zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer diouc’h ann tan ?

   Ma medi ar beer diouc’h ann tan,
’R pot-houarn braz, ann daou vihan ? —
— Terrupl, Renoa, ho klewet,
P’eo warc’hoaz kenta ho eured ! —

   — Mar medi warc’hoas ma eured,
Piou lareur ann hini ’m euz bet ? —
— Terrupl, Renea, ho klewet,
Ha braoa den oc’h euz-c’hui bet !

   Ha braoa den oc’h euz-c’hui bet,
Ervoanik Gelard da bried ! —
Renea ’r Glaz a lavare
D’hi mates vihan, ann de-se :

   — Dalet, mates, al lizer-man,
It-c’hui da Gerversault gant-han ;
It-c’hui da Gerversault gant-han,
Hag hen roët d’ar map-henan. —

   Ar vates vihan a lare,
En Kerversault pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Pelec’h medi ar map-henan ? —

   — D’ betra ’c’h euz ezom ’r map-henan,
P’eo dimet hi dous Renean ? —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
Euz ar map-henan me gomzo ! —


   — ’Ma duze war he wele klan,
Gant ar c’heun d’he dous Renean. —
Ar vates vihan ’lavare,
Tall ar map-henan p’arrue :

   — Dalet, map-benan, ’l lizer-ma,
Digant ho toussik Renea ;
Digant ho toussik Renea,
Hennes hi lizer diweza. —

   N’oa ket ’l lizer digoret mad,
Ma oa ann dour ’n hi daoulagad :
— Mar d’e gwir lar al lizer-ma,
Me n’ ’m euz ket pell-meur da vewa ;

   Me n’ ’m euz ket pell-meur da vewa,
Hi d’euz neubeutoc’h, a gredan ! —


III


   Renea ’r Glaz a lavare
Euz prennestr hi c’hambr, en de-se :

   — Me well Ervoan Gelard ’tont aman,
’R gompagnunes vrao ’ zo gant-han :
Digant ma Jesuz ’reketan
Ma toro he c’houg ’ tont aman ! —

   Ervoanik Gelard a lare,
’N ti ar Glaz koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Medi ma doussik Renea ? —

   — Medi ’r gabinet, ’n traon ann ti,
Ervoanik, et-c’hui da ved-hi:
Ervoanik, et-c’hui da ved-hi,
Ha ’n han’ Doue konzolet-hi. —

   — Demad d’ech-c’hui, Renea goant ; —
— Ha d’ec’h, ’me-z-hi, intaon iaouank. —
— Itron Varia, ann Drindet !
Wit un intaon ma c’hommerret ? —

   — Wit ’n intaon n’ho kommerrann ket,
Met n’ vo ket pell-meur a vefet ! —
Renea ’r Glaz a lavare
En porz hi zad hag en de-se :

   — Me ro m’ malloz a galon-vad
Ha koulz d’am mamm evel d’am zad,
Ha da gement ’vag bugale,
Hag ho dime ’n despet d’ez-he ;

   Da gement a vag tud-iaouank,
Pa n’ho lezont da choas ho c’hoant ! —
Renea ’r Glaz a lavare,
’Biou Kerversault pa dremene :


   — Ervoanik Gelard, laret d’in,
Ma lezel ’ refet d’ vont en ti,
Ma lezel d’ vont er maner-man
D’ gimiadi euz ar map-henan ? —

   — Ewit brema na iefet ket,
O tont d’ar ger, na larann ket. —
— Bet drouk gant ann nep a garo,
En Kerversault me diskenno ! —

   Pa diskenn Renea en ti,
Oa rannet hi c’halon d’ez-hi ;
Oa ar c’horf paour war ar varwskaon,
Doue d’ bardono ann anaon !

   Tapout he benn war hi barlenn,
Merwel eno en he gichenn !
Kerc’had ’zo linsell d’ho lienna,
Alumet goulou d’ho veilla.

   Holl dut ann ti ho deuz laret
Ho lakad ho daou ’n ur poullad,
Ho lakad ho daou ’r memeuz be,
Pa n’int bet er memeuz gwele !


Kanet gant ma mamm Rosali Ar Gac.
Kerarborn, 1845.


________


RENEA AR GLAZ.
EIL GWES.
________


I


   Renea ’r Glaz a c’houlenne
Euz hi mamm, ul lun ar beure :
— Petra ’zo newez en ti-man,
Ma medi ar beer oc’h ann tan ?

   Ma medi ar beer oc’h ann tan,
Ar pot-c’houarn braz, ’nn hini bihan ? —
— ’N dra vraz, ma merc’h, eo ho klewet,
Hag ’ma warc’hoaz dez ho eured ! —

   — Penaos warc’hoaz de ma eured,
Ha na on ket bet dimezet ! —
— Pa oac’h ’n ho kwele, kousket mad,
C’hui oa dimezet gant ho tad. —


   — Mar ’ma warc’hoaz de ma eured,
Me ha d’am gwele da gousket,
’Wit sevel warc’hoas beure-mad,
Ma mamm, da wiska ma dillad ;

   Ma mamm, ewit em brepari
Mont gant Ervoan Gelard d’eureuji. —
Renea ’r Glaz a lavare
D’hi mates vihan en de se :

   — Mates vihan, mar am c’haret,
Ul lizer wit-on a gassfet ;
Ul lizer wit-on a gassfet
Da Gerversault, d’am dous Kloarek. —


II


   Ar vates vihan a lare
En Kerversault pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ar C’hloarek iaouank pelec’h ’ma ? —

   — E-medi war he wele klan,
Gant keûn d’he dous koant Renean ;
Gant keûn d’he dous koant Renean,
Mates vihan, konzolet-han. —

   — Dalet, Kloarek, al lizer-ma,
Digant ho tous-koant Renea. —
Ar C’hloaregik a lavare,
Ebars al lizer pa lenne :

   — Hervez ’lavar al lizer-ma,
Na d’euz ket tri de da vewa ;
Hi n’deuz ket tri de da vewann,
Me n’ ’m euz ket ter heur, a gredann !

   Dalet, matezik ’r pez daou-skoed,
Wit ar boan oc’h euz kommerret. —


III


   Renea ’r Glaz a lavare,
A brennestr hi c’hambr, ann de-se :

   — Me ’well arru ’r gompagnunes,
E-maint ’tremenn koat ann Dizes ;
Ervoaon Gelard er penn kentan,
Ha ma malloz roann d’ez-han ;

   Ma malloz a roann d’ez-han,
Pa deuas d’ glask plac’h er vro-man ;
Merc’hed a-walc’h oa ’n he gontre,
Hep kaout re-all ’n despet d’ez-he ! —


   Ervoan Gelard a lavare,
’N ti ar Glaz koz pa arrüe
— Demad ha joa holl en ti-ma,
Ma medi ma dous Renea ? —

   — Ema bars ar gambr, uz d’ann ti,
Ervoan Gelard, konzolet-hi. —
— Na demad d’ec’h, Renea goant ! —
— Ha d’ec’h iwe, intaon iaouank ! —

   — Itron Varia ann Drinded !
Ha wit intaon ma c’hommerret ? —
— Wit intaon n’ho kommerrann ket,
Met ’benn un tri dez a vefet ! —


IV


   Renea ’r Glaz a lavare,
’Biou Kerversault pa dremene :
— Ma lezet da antrenn aman,
Wit ma welinn ar map-henan :

   Wit ma welinn ar map-henan,
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan ;
’M euz klewet ’zo ’n he wele klan,
Memeuz en he heur diwezan. —

   — Wit fete na antrefomp ket,
Warc’hoas hen grafomp, mar karet. —
— Mar na antreomp ket fete,
Warc’hoas n’hen grafomp ket iwe…… —

   E-pad oferenn ann eured,
Taoliou ar maro ’zo skoët ; [1]
Taoliou ar maro ’zo skoët,
Ar c’hloaregik ’zo tremenet !

   Renea ’r Glaz a lavare
D’ann aotro ’r person, en de-se :
— Hastet laret ann ofern-ma,
Daro ma c’halon da fata ! —

   ’Nn aotro ’r Person a lavare
Da Renea ’r Glaz en de-se :
— Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Un den-a-feson ho eûz bet,

   ’Zo perc’henn ’nn arc’hant hag ann aour,
Gant ho tous kloarek ’vijeac’h paour. —
— Se na ra mann da zen a-bed,
Ha pa ven gant-han klask ma boed ! —


V


   Renea ’r Glaz a lavare,
’N ti hi mamm-gaer pa arrue :
— Roët d’in kador d’azeza,
Serviedenn d’em dic’houeza ;

   — Serviedenn d’em dic’houeza ;
Prest eo ma c’halon da ranna ! —
Met hi mamm-gaer a lavaras
Da Renea ’vel m’hi c’hlewas :

   — Un dra vraz, Renea, ho klewet,
Ha c’hui war ’n inkane douget ! —
— Ma vijenn deut gant ma grad-vad,
Me a vije deut war ma zroad. —

   Renea ’r Glaz a lavare
Da dut ann eured, ann de-se :
— Debret, evet, kompagnunez,
Achu eo da berc’henn ’nn dewez ! —

   Renea ’r Glaz a c’houlenne
Digant hi mamm-gaer, en noz-se :
— Ma mamm-gaer, d’in-me lavaret
Pelec’h iefomp-ni da gousket ? —

   — Gret eo ho kwele ’r gabinet,
Lec’h gant netra n’ vefet jenet. —
Er gabinet p’eo arruet,
Diou gador a deuz kommerret ;

   Diou gador a deuz kommerret,
Unan d’ez-hi, ’n all d’hi fried :
— Ma fried paour, ma veac’h kontant,
’Rafenn brema ma zestamant ? —

   — Gret ann testamant a garfet,
Ha pa iafe d’bewar mill-skoed ;
Ha pa iafe d’bewar mill skoed,
Vel ma larrfet a vezo gret. —

   — Ma fried paour lavaret d’in,
Ped a vewelienn ’zo ’n ho ti ? —
— Tric’houec’h pe naontek ’zo ’nn ez-he ;
Gant ma mamm a klewet goude. —

   — Ma fried paour, mar am c’haret,
Pep’ habit dû d’he a breenfet,
Wit ma laro tud ar c’hontre :
Kaonerienn ’r vroeg-iaouank ’r re-ze ! —


   Hi lakad hi fenn war he varlenn,
Hag o verwell neuze zoudenn !
Doue d’bardono ann anaon,
Medint ho daou war ar varwskaon !

   Et int ho daou en ur poullad,
Pa n’int bet et ’n ur gwelead ;
Medint ho daou er memeuz be,
Bennoz Doue war ho ine ! [2]


Kanet gant Garandel, leshanwet Kompagnon-Dall.
Kerarborn, 1847.


________

  1. Glas funèbre qu’on sonne dans nos campagnes, au clocher de la commune et à la chapelle la plus voisine de l’habitation où quelqu’un vient de mourir.
  2. Voir dans le Barzaz-Breiz (p. 242) la pièce qui correspond à celle-ci, sous le titre de : Azenor la pâle.